Buhez ar Sent/1912/Beneat-Josef Labre

Eus Wikimammenn
◄   Per Gonzalez Beneat-Josef Labre Patern   ►


C’houezekvet devez a viz Ebrel


Sant Beneat-Jozef Labre
1748-1783



Yan-Vadezour Labre hag e bried, Anna-Barba Gransir, a oa o chom en kreiz an driouec’hvet kantved, en kêrig Amettes, en eskopti Boulogn.

Doue a roas d’eze pempzek krouadur, ha Beneat-Jozef oa ar mab henan. A vihanik, e oa karantezus en kenver an Otrou Doue ha sentus ouz e gerent.

Da zaouzek vla, ec’h eas da chom da di eur eontr d’ezan, an ôtrou Labre, person Erin. Heman en em lakas da zeski d’ezan al latin evit mont da veleg. Da driouec’h vla, an derzien dom a gasas eleiz a dud d’ar be en Erin. E eontr a oe skoet unan eus ar re gentan. Dizrei a renkas da di e dud.

Er blavez war-lerc’h, gant ôtre e gerent, ec’h eas da skei war dor Tadou Chartreuzed Sant-Omer. Re yaouank e oe kavet.

Skei a ra war dor manati Neuville : digor ebet evitan ; ne oa ket desket awalc’h.

Skei a ra war dor manati Trappisted Mortagn : digor ebet evitan ; n’hen c’haved na krenv awalc’h nag oajet awalc’h.

Skei a ra, eun eil hag eun trede gwech, war dor manati Neuville ha goude-ze war dor manati Sept-Fonts, en eskopti Autun : digor ebet bepred.

Adalek an de-ze, Beneat en deus kavet e zoare-bevan ; bezan ’ vezo eur manac’h-baleer. Mont a rei war e droad dre an henchou dizro ; pa gavo lec’hiou santelaet gant devosion ar gristenien, e reio eun diskuiz eno ; dilhad paour ha roget a vezo war e gein ; eur chapeled en e zorn, eun all endro d’e c’houg, eur c’hrusifi war e saë, ha, war e skoa, eun tammik sac’h gant e holl beadra, da lavaret eo, an Testamant neve, Imitasion Jezuz-Krist, eul levr devot bennak hag e vrevier, a lavaro bemde.

Na glao, na yenien, nag erc’h, na tommder, netra ne viro outan da vont endro. Peurlïesan e kousko er-mêz ; ne dostao, nemet nebeutan ma c’hello, ouz an hostaliriou, gant aon da glevet leou-douet ha soniou divalo ; ne vevo nemet eus ar pez a vezo roët d’ezan ; ne c’houlenno netra, ha ne viro netra a-benn an devez war-lerc’h. Pa vo grêt gwap anezan, e c’houzanvo ar waperez-ze, hep en em glemm.

Treuzi a ra an Itali ; pedi a ra en iliz Itron-Varia Loretta, en Asis, e-harz be sant Fransez.

D’an 3 a viz kerdu 1770, en em gav en Rom. E welet a rêr en ilizou ; pedi ra hep paouez ; evit lojeiz, en deus kavet eun toull en moger ar C’holize. Er bla war-lerc’h, e tizro da Loretta ; eur poz a ra en mene Gargan evit pedi an ôtrou sant Mikêl, eun all en Bari, evit pedi an ôtrou sant Nikolas, eun all en Kasin, evit pedi an ôtrou sant Beneat, eun all en Napl, evit pedi an ôtrou sant Janvier.

Gwelet a ra, evit an drede gwech, Loretta, Asis ha mene Alvern, hag ec’h a da Gompostel, da bedi sant Jakez, ha da Baray-Le-Monial, da bedi ar Galon-Zakr ; ac’hane e tizro da Rom (1774).

Eur bedervet gwech ec’h a da Loretta, hag ac’hane ec’h a da bardonan da ilizou brudetan al Lorên hag ar Suis. D’ar 7 a viz gwengolo 1775, e oa adarre en Rom.

Er blavez war-lerc’h, e reas e bempvet tro en Loretta. Daoust ma klaske bevan pell diouz an dud, an dud a oa deut d’e anaout ha d’e garet : « Beneat, emeze, n’eo ket eun den eo, mes eun êl. »

E gomzou a oa eun dudi o c’hlevet.

« Evit karet Doue, evel m’eo dleet, emezan, eo red kaout ter galon en unan. Eur galon dân evit karet Doue, komz anezan dalc’h-mat, sonjal ennan bepred, ober pep tra dre garante evitan, gouzanv pep tra abalamour d’ezan. Eur galon gig, evit karet an nesan, ober vad d’ezan, en e ezommou spered, dre ar gelennadurez, dre an ali, dre ar skouer, dre ar beden ; eur galon hag a vo teneraet dre ar gwel eus ar bec’herien hag eus an enebourien, hag a c’houlenno ouz Doue o sklerât hag o digas war hent ar binijen. True a dle kaout ive evit eneou ar purgator, ma teuio Jezuz ha Mari da zigeri d’eze dor ar baradoz.

« An trede a dle bezan eur galon dir, evit en em garet an nen e-unan, evit kasât pep follente, evit trec’hi e volonte, evit kastizan ar c’horf dre ar yun, hag evit plegan ar c’hig ; seul-vui e kasafet ho korf ha seul kaeroc’h e vezo ho kurunen er bed-all. »

Mervel a reas da verc’her ar zun zantel, 15 a viz ebrel 1783, oajet a bemp bla ha tregont hag eun devez warn-ugent. Leon XIII hen lakas war roll ar zent, er bla 1881.

————


KENTEL


Eürus ar re a zo paour a spered !


En amzer-man, muioc’h eget biskoaz, an dud a zo troet gant an arc’hant. Eleiz, diouz o gwelet, n’o deus ken d’ober war an douar nemet gwellât ar ouen loened a zo en o c’hreier, pe kreski ar bern arc’hant a glozont en o yalc’h. Evez braz o deus da zastum danve en eur vro n’emaint ket evit chom enni ; n’o deus preder ebet da zastum danve er vro ma tleont mont enni da chom da virviken, goude ar vue-man.

N’eo ket evelse e reas ar zent.

Klevet o deus ger Hon Zalver : « Beati pauperes spiritu, quoniam istorum est regnum cœlorum : Eürus eo ar re a zo paour a spered, rak rouantelez an nenv a zo d’eze ! » hag oc’h ober diouz ze, eo o deus kavet hent ar gwir eürusted, kenkouls hini ar bed-man ha hini ar bed-all.

N’eo ket red, evit bezan sant, bezan paour, evel ar re a weler o vont, a zor da zor, da c’houlenn an aluzen. Nan ; sant Beneat Labre, n’eo ket abalamour ma klaske e vara eo en deus tizet ar gurunen gaer a lintr breman war e dâl. Ha zoken, an Iliz a boagn, gwellan m’hall, da viret ma vezo tud, dre vicher, oc’h ober an dro da glask o bara.

Paourente an dud-ze, hen gouzout a ra mat, a zo peurliesan merc’h d’an dislealded ha mamm d’ar gasoni ; n’eo ket eus ar baourente-ze e komze Jezuz-Krist, pa lavare : « Eürus ar re baour ! » Ne lavare ket, kennebeut : « Eürus ar ro zo paour o spered, » rak ar spered eo a ra an den, ha seul-vui bras e ve, seul-vui den e vezer. Lavaret a rê : « Eürus ar re a zo paour a spered ! » da c’houzout eo, ar re n’eo ket krignet o spered o klask gouzout penôs kaout, miret ha kreski o danve !

Ar paouran den ne ve ket dalc’h-mat paour a spered ; ar pinvidikan den a c’hell bezan distag diouz an danve. « N’eo ket memes tra, eme sant Fransez a Zal, kaout ampoezon ha bezan ampoezonet ; an apotikerien a werz ampoezon ha ne vezont ket ampoezonet evit kelo ze, abalamour n’eman ket an ampoezon-ze en o c’horf, mes en o stal ; evelse e c’heller kaout danve hep bezan ampoezonet gante, ma laker aneze er yalc’h ha nan er galon. »