Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Antonin

Eus Wikimammenn
◄   Gregor a Nazianz Antonin Fransez a Girolamo   ►


Dekvet devez a viz Mae


SANT ANTONIN
Arc’heskob Floranz (1389-1459)



Antonin a oa ginidik eus Floranz. Pennher oa. E gerent a droas anezan a vihanik war an deskadurez ha war ar zantelez. Da zek vla, en devoa kemeret ar c’hiz da vont bemde d’ober e bedennou da iliz Sant-Mikêl.

Donezonet kaer evel ma oa, e teuas da vezan trec’h da holl vugale e skol.

Da bempzek vla, e lavaras kenavo d’e dad ha d’e vamm hag e oe digemeret en manati Sant-Dominik, en Fiezol.

Eno Antonin, daoust d’ezan da gaout nebeut a yec’hed, a zouezas an holl, ken troet oa gant ar beden, gant al labour ha gant ar binijen.

Forz pe glanv pe yac’h e vije, bepred e kouske war ar c’halet, hag alïes war an douar noaz. Eur wech beleget, e lakas e zantelez da greski muioc’h-mui. Bep gwech ma lavare an oferen, e koueze an daerou eus e zaoulagad, kement a garante a oa en e galon evit an Otrou Doue.

Yaouank c’hoaz e oe hanvet da c’houarn manatiou Fiezol, Korton, Gaëtan, Floranz, Sienn, Pistoa, Napl ha Rom. En pep-hini aneze e lakas miret ar reolen, n’eo ket hepken dre e gomzou, mes ive dre e skoueriou.

Epad ma oa en Napl, arc’heskob Floranz a varvas. Ar pab Eujen IV a c’hourc’hemennas da Antonin kemer e blas.

An arc’heskob neve a zalc’has da vezan en e eskopti ar pez oa bet en e vanati ; e dôl, e wele, e gampr, holl dreo e di n’o devoa nemet liou ar baourente. C’houec’h den a oa en e zervij, hag o faean a rê en eun doare ma ne vijent ket o c’hedal kaout eun dra bennak digant kement hini a deuje d’an eskopti.

Bep sul ha bep gouel e prezege en hini pe hini eus ilizou kêr.

Eur c’hoari neve a oa deut ar c’hiz anezi er vro, ha pôtred yaouank Floranz a golle ganti eleiz a arc’hant ; ar gerent a glemme.

An arc’heskob a zifennas ar c’hoari-ze, dindan boan a eskummunugen. Mont a rê e-unan d’al lec’hiou c’hoari ; ober a rê d’ar c’hoarierien tec’hel, diskar a rê an tôliou ha stlepel d’an douar ar c’hartou hag an arc’hant.

Ober a rê d’ar re a wele o komz en iliz, hep digare, mont er-mêz.

N’en devoa aon ebet oc’h enebi ouz ar re a wele o walan an Iliz hag he gwiriou.

Rannan rê e beadra en ter loden ; ar c’hentan hag ar vihanan a oa evit an ti ; an eil, evit kempenn e balez a oa prest da gouezan ; an drede hag ar vrasan a oa d’ar beorien.

E gomzou o devoa eur c’halloud dispar. Eun den eus Floranz, evit de kentan ar bla, a zigasas d’ezan eur baneradig frouez, en esper kaout eur c’haer a zêrou mat. Ar zant, evit diskouez e anaoudegez vat, ne reas nemet lavaret d’ezan : « Doue d’ho paeo ! » Egile a yeas kuit tenval e benn. An arc’heskob o vezan deut da c’houzout e oa droug ennan, a c’halvas anezan war e giz hag a lakas dirakan, war eur bladen eus ar valanz, ar banerad frouez, ha war ar bladen-all, ar geriou-man : « Doue d’ho paeo, » skrivet war eun tamm paper. Ar paper ne oe ket nec’het evit gwintran ar frouez ; o ferc’hen mezek a c’houlennas e bardon.

D’an oad a dek vla ha tri-ugent, Antonin a gouezas klanv gant an derzien ; goulenn a reas e zakramanchou, ha d’an 2 a viz mae 1459, derc’hent ar Yaou-Bask, e tremenas en peuc’h ar C’hrist, en eur lavaret : « Serviji Doue zo bezan roue. »

————


KENTEL


Ar giziou kristen


Ar zent o deus diazezet an Iliz er vro-man, o deus laket hon zud koz da gemer giziou kaer, giziou kristen, a zo deut betek ennomp, a rumm da rumm, hag ouspen ar vez, e vefe pec’hed d’imp o lezel da vont d’an traou.

Evit trugarekât, petra zo kaeroc’h da lavaret eget « Bennoz Doue d’ac’h » ? War dreujou eun ti, petra zo kaeroc’h da lavaret evit saludi ar re a zo ennan eget « Doue d’ho pennigo » ? Ha petra zo kaeroc’h da glevet, evit digemer, eget « Bennoz Doue d’ac’h » ?

Pa gimiader diouz eun den klanv, petra zo kaeroc’h da lavaret d’ezan eget « Doue da rei gwelloc’h yec’hed d’ac’h » ?

Pa gomzer eus eun den êt da anaon, penôs komz kaeroc’h anezan eget o lavaret : « Hen-ha-hen, Doue d’hen pardono » ? Pa rêr kest en iliz, petra zo kaeroc’h da lavaret d’ar re a ro prof, eget « Doue d’ho paeo » ? Pa gomzer eus sakramant an Oter, petra zo kaeroc’h da lavaret eget « Ar zakramant, meulet ra vezo » ?

Kemeromp giziou koz ha kristen hon tadou, ha deskomp aneze d’hon bugale. Kant « bonjour » ha kant « merci » n’eus ket kement a c’hened hag a dalvoudegez enne evel ma zo en eun « Doue d’ho pennigo ! » hag en eur « Bennoz Doue d’ac’h ! »