◄ An den eürus Herman-Jozef | Anton Neyrot | Leon ar Bras ► |
nton Neyrot a deuas er bed en Rivoli, en eskopti Turin. Yaouank-flamm oa c’hoaz pa c’houlennas digemer en manati Sant-Mark, en Florans, renet ken mat, en amzer-ze, gant sant Antonin.
Prest goude bezan grêt e dri le, e oe kaset d’ar Sisil hag e tigouezas gantan bezan tapet gant eun toullad laeron-vor a gasas anezan da Dunis. Ar paourkez den n’en devoe ket a nerz awalc’h da anzao e fe ; dont a reas, zoken, da nac’h Jezuz-Krist evit heuilh relijion Mahomet.
Pevar miz a oa e oa en e bec’hed, pa deuas Doue da gemer true outan ha da rei d’ezan eur c’hras nerzus awalc’h d’e dennan dioutan.
Goude bezan gwennaet diou wech e ene en zakramant ar binijen, hag e vaget diou wech en zakramant an ôter, ec’h eas, gwisket gantan saë wenn e Urz, da gaout roue Tunis. Dirakan ha dirak eur bobl bras divent, Anton a ziskuilhas e fazi, a anzavas ne oa nemet ar relijion gristen da vezan gwir, hag a gomzas eus Jezuz-Krist en eun doare helavar meurbed.
Ar roue a glaskas, dre gaer ha dre heg, ober d’ezan dizrei war ar pez en devoa lavaret. Mes ar merzer a zalc’he start. Kaset e oe d’ar prizon ; epad tri devez e teuas tud, heb ehan, da glask e drec’hi ; mes ar merzer eo a oe trec’h. Kristenien a gave an tu da gas aluzennou d’ezan ; o rei a rê d’ar beorien, ha gant bara ha dour eo e vage e gorf a-benn e varo.
D’ar bempvet devez, ar barner a lakas e dennan eus e brizon hag e zigasas dirakan ; dre ne gave tu ebet d’e blegan, e roas urz da derri e izili outan a dôliou mein.
Kaset e oe war dachen e verzerenti. Eno, soudard kalonek Jezuz-Krist a goue d’an daoulin, a zav e zaouarn etrezek an nenv, a bed, hag er stumm-ze e oe flastret e gorf, d’an 10 a viz meurz 1460.
Ar Vuzulmaned a stlapas e relegou war eun tantad, mes ar flamm ne rejont nemet o lipat. Marc’hadourien eus Jen hag a oa neuze en Tunis o frenas hag o c’hasas gante d’o bro. Gloar ar miraklou a deuas c’hoaz da greski endro d’eze gloar ar verzerenti.
Ar pab Klemant X a roas urz da lavaret ofis hag oferen an den eürus.
E bardon a ve grêt en Rivoli, bep bla, d’an eil zul goude Pask, hag ar pez a gaer a zo da welet eno, eo gwelet epad ar prosesion, kerent ar zant, eur c’hant bennak aneze c’hoaz, o vale war-lerc’h e skeuden, gwisket en du, peb a c’holaouen gante en o dorn.
Ar beleg a zo savet uhel, ha, seul uhel eo savet, seul brasoc’h pa goue e ve e lamm. Pa gouezas an Ele, e kouezjont evit biken, rak evite n’eus pardon ebet.
Pa goue eur beleg, e c’hall en em zevel c’hoaz, pa gar, abalamour m’eo divent trugare an Otrou Doue en kenver an dud ; mes abaoue lamm Santan, a gouezas evel an tân eus barr an nenv, n’eus lamm ebet hag e c’hellfed da lakat kenver-ouz-kenver gant hini ar beleg.
Pa goue eur beleg, an drouz a ra e lamm a zo gouest da rei da gredi e koue an holl veleien, rak an dud fallakr, dal ma kavont an tu, e ve mall gante youc’hal : « Setu aze petra eo ar veleien ! » Petra lavarfec’h eus eun divroad hag, o tremen dre Zantez-Anna-Wened, en defe gwelet eno eun den dall, hag a yafe goude da lavaret d’e genvroïz n’eus nemet tud dall en Bro-Wened ; ha, war digare m’eo-bet laeret en Landreger, a lavarfe goude n’eus nemet laeron en Bro-Dreger ? Lavaret a rafec’h, ha ne vefe ket re abred, eo diskiant an den-ze o varn kemend-all a dud diouz daou zen hepken. Setu penôs, koulskoude, e varner ar veleien. alïes awalc’h. Ha p’eo gwir e rêr kement a drouz endro da fazi eur beleg, an dra-ze a ziskoue pegen bras santelez a glasker digant an dud konsakret da Zoue, hag a ro da anaout pegen gwenn eo saë an Iliz, pa dôler evez, ken buhan ha ma rêr, eus an disteran pik du a ve warni.
Pa goue eur beleg, dever ar gristenien eo koach anezan ha pedi evitan. Beleien fall zo bet hag a vezo. Etouez an daouzek beleg beleget gant Jezuz-Krist, e oa unan. Mes n’eo ket o tispenn saë ar re zo dianket eo e lakfomp aneze war an hent mat, o koach aneze eo, kentoc’h. Sant Loeiz a lavare : « Ma welfen, Doue ra viro, eur beleg o koll e enor, e kemerfen ma mantel a roue d’e c’holo. ».