Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Anton-Mari Zaccaria

Eus Wikimammenn
◄   Ulrik Anton-Mari Zaccaria Naontek merzer Gorkom   ►


Pempvet devez a viz Gouere


Sant Anton-Mari Zaccaria



Goude Gaëtan a Dhien hag arôk sant Ignas a Loyola, Anton-Mari a zo bet dibabet gant Doue evit bezan tad eun Urz neve a venec’h galvet da zifenn an Iliz er c’houezekvet kantved.

Anton-Mari Zaccaria a c’hanas en Kremon, en Itali, a dud pinvidik ; tremen a reas e vugaleach en eun doare santel meurbed ; dalc’h-mat e veze gwelet o pedi Doue hag ar Werc’hez Vari ; ken karantezus oa en kenver ar beorien ma roë d’eze alïes e zilhajou kaeran.

Goude bezan bet eur pennad en skol Kremon, e studias ar filosofi en Pavi hag ar vedisinerez en Padou. Mar en devoa eur spered lemm ha ma teske buhannoc’h eget ar skolaerien-all, e oa ive ar santelan aneze.

Sentus ouz mouez Doue, a zisklerie d’ezan e oa galvet da bleal gant an ineou kentoc’h eget gant ar c’horfou, Anton a ’n em lakas da vat da studian ar skianchou sakr.

Mes e keit-ze e wele ar re glanv, e rê katekiz d’ar vugale, e kelenne an dud vras war o deveriou, hag ec’h alie an dud yaouank da drei kein d’o dizurzou.

Beleget a oe : eur gurunennad êle a oe gweiet endro d’ezan, war a leverer, pa oa gant e oferen gentan. Adalek neuze, ne glaskas mui nemet sovetât an ineou hag enebi ouz ar pec’hed. E di a oa digor d’an holl : divroïdi, tud ankeniet, peorien, a zirede davetan, hag holl e tec’hent kennerzet, frealzet, pe o daouarn karget a vadou ; lezhanvet a oe « Tad hag El ar vro. »

O welet en dije grêt gwelloc’h ha founnusoc’h labour en Milan, ma kemerje mignoned d’e skoazellan, e tisklerias ar zonj en devoa da zaou zen santel, Berthele Ferrari ha Jakez Morigia. Gante e savas eun Urz neve a venec’h, a hanvas Kloër sant Pôl, dre anaoudegez vat evit an abostol bras, hag a oe lezhanvet Barnabited. Kavet a oe mat ha meulet gant Klemant VII, er bla 1533, ha gant Pôl III, er bla 1535, hag en em astenn a reas hepdale en Itali, en Bro-C’hall, er Spagn hag en Autrich.

Anton-Mari a zavas ive eun Urz evit ar merc’hed ; mes ken humbl oa, ma ne fellas gantan biskoaz bezan hanvet da abad. Karet a rê kement an Otrou Doue, ma ne baoueze ket da gomz d’e ziskibien eus e vadelez ; kement e kare ive e nesan ma save breurieziou evit rei muioc’h a dro d’an tadou a familh d’ober vad endro d’eze, hag e skoueriou a oa ken santel ma lakent an holl veleien da gerzet war roudou an Ebestel.

Alïes e veze gwelet er ruiou, ar groaz en e zorn, o kelenn an dremenidi. Dalc’h-mat en e skridou, evel war e vuzellou, e kaved hano santel Jezuz.

Alian rê ar gristenien da gommunian alïes, hag hen eo ar c’hentan a reas lakat an hosti sakr war an ôter, epad tri devez dioustu, evit ma vije adoret gant an dud fidel, ha kement-se, evit digas sonj eus an tri devez a dremenas Jezuz er be. Divezatoc’h e vezo kemeret skouer dioutan en Iliz a-bez.

Koulskoude, dinerzet gant e labouriou santel ha poanius, e koueas klanv en Guastalla. Douget a oe da Gremon, hag eno e varvas, en kreiz daerou e venec’h hag etre divrec’h e vamm, d’ar 5 a viz gouere 1539. Enoret a oe raktal goude e varo. Leon XIII a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1897.

F. L.

————


BOKED


En eost, ne zastumer nemet eus an ed a ve bet hadet ; evelse, an neb a ra oberou fall, ne gavo nemet breinadurez ha maro ; an neb a ra oberou mat, a gavo ar vue a bado da viken.

Sant Pol.