Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/An Itron-Varia skoazel ar gristenien

Eus Wikimammenn
◄   Donasian ha Rogasian An Itron-Varia, skoazel ar gristenien Gregor VII   ►


Pevare devez warn-ugent a viz Mae


Gouel an Itron-Varia
Skoazel ar Gristenien



Er stourmajou diniver o deus bet ar gristenien da c’houzanv epad ar c’hantvejou, int bet skoazellet bepred gant o Mamm vat, ar Werc’hez Vari.

Abalamour da ze, ar pab Pi V, goude brezel Lepant, elec’h ma oe dismantret en eun doare ken burzudus listri an Durked gant ar gristenien, a lezhanvas an Itron-Varia « Auxilium christianorum, skoazel ar gristenien, » hag a reas lakat al lezhano neve-ze en litaniou Loretta.

Er bla 1789, e oa poan e-touez an dud en Frans ; nebeut a emgleo ; re a binvidigez diouz eun tu ; re a baourente diouz eun tu-all, hag abalamour da ze, siou eleiz diouz an daou du.

Gwellât stad ar vro a oa ezom d’ober. Ar roue Loeiz XVI a c’hoantae hen ober tam ha tam ; ar franmasoned a zigasas an dispac’h ; epad dek vla, e c’helljod kredi e oa holl c’halloud an ifern dichadennet war rouantelez Frans. Loeiz XVI, ar roue merzer, a oe dibennet, d’an 21 a viz genver 1793 ; eur werc’hez neve, an doueez Raison, a zave he zrôn en iliz an Itron-Varia, d’an 10 a viz kerdu 1793 ; Doue, dindan an hano neve a Etre Suprême, a oe grêt e ouel kentan d’an 18 a vezeven 1794, gant Pariz a-bez, pôtred ar c’houarnamant er penn ; ar veleien hag an dud-chentil a oe lazet a verniou, an ilizou diskaret, al listri sakr gwerzet, ar c’hleier teûzet ; skrijus oa bevan war douar Frans. An dispac’herien ne oa ket awalc’h d’eze hadan an dismantr en o bro ; c’hoant o devoe ive d’ober o mestr er broiou-all tro-war-dro ; mont a rejont betek Rom (15 a viz c’houevrer 1797). Pi VI a oa neuze en penn an Iliz ; hep true ebet nag ouz e vleo gwenn nag ouz e renk, e oe stlejet eus a Rom da Zienn, eus a Zienn da Floranz, eus a Floranz da Valanz, elec’h ma varvas, d’an 29 a viz est 1799, en e eil vla ha pevar-ugent.

A drugare Doue hag ar Werc’hez, an Autrichianed hag ar Rusianed a ’n em glevas da argas ar Fransizien diouz an Itali uhelan, ar pez a roas tro d’ar gardinaled d’en em vodan en Veniz, da henvel eur pab neve. Eskob Imola, ar c’hardinal Chiaramonti, a oe laket war Gador sant Per, d’ar 14 a viz meurz 1800, hag a gemeras an hano a Bi VII.

Er memes amzer, eur jeneral yaouank, Napoleon Bonapart, a stlapas d’an traou gouarnamant Pariz hag a ’n em lakas en penn ar vro. Dustu e welas n’halle ket an treo padout da vont evel ma oant êt en dek vla divezan, hag e sinas eur c’honkordat gant ar pab (18 a viz ebrel 1802). Gwiriou Doue a oa anavezet adarre war douar Frans. Ar c’helou-ze a lakas kalon ar vro da dridal gant al levenez.

D’an 2 a viz kerdu 1804, Pi VII a deuas da Bariz evit kurunedigez an impalaer bras.

Nebeut blaveziou goude, Jerom, breur Napoleon, dimezet d’eun amerikanez, a c’hoantaas lakat ar pab da derri e briedelez. Heman n’halle ober netra. Evit en em venji, ar prins a yeas da Rom gant eun arme, ha d’ar 17 a viz mae 1809, oa embannet e oa laket leveou an Iliz da astenn rouantelez Frans.

Pi VII a dôlas an eskummunugen war ar re o devoa grêt gaou ouz e wiriou.

« N’eo ket an eskummunugen-ze, eme Napoleon, eo a lako an armou da gouezan eus adre daouarn ma zoudarded ! »

Pi VII a oe sammet d’ar 6 a viz gouere 1809 ha kaset da Zavon ; d’ar 27 a viz mae 1812, e oe kaset eus a Zavon da Fontainebleau.

Koulskoude, an impalaer lorc’hus, goude bezan bet mestr war an hanter eus an Europ, kouls lavaret, abaoue m’en devoa laket e graban war Vikêl Jezuz-Krist, ne gave mui nemet koll war goll.

D’an 10 a viz meurz 1814, e roas e liberte da Bi VII. D’an 11 a viz ebrel war-lerc’h, en Fontainebleau, er palez m’en devoa dalc’het ar pab prizonier, e roë an dilez eus e garg, hag ec’h ee, gant malloz holl mammou Frans war e gein, da enezen Santez-Helena, elec’h ma tlee mervel d’ar 6 a viz mae 1821, goloet a vez hag a zismegans.

Pi VII a ’n em gavas en Rom, d’ar 24 a viz mae 1814, abred awalc’h evit bezan er gêr da c’hallout rei digemer da vamm Napoleon, ha da veur a hini-all eus e dud ne gavent lojeiz en neb lec’h. En doare-ze eo en em venje ar pab eus an dismegans a oa bet grêt d’ezan, epad pemp bla, en Savon hag en Fontainebleau.

Divezatoc’h (1821), e kaso e vennoz da brizonier Santez-Helena, hag e-touez rouaned an Europ, ne vezo nemetan hag a gemero ar boan da skrivan da Londrez, da c’houlenn skanvât e boaniou.

Evit trugarekât ar Werc’hez da vezan e ziframmet eus a-dre daouarn e enebourien, Pi VII a lakas ober, bep bla en Iliz, da genver an de m’oa ’n em adkavet en Rom, gouel an Itron-Varia, skoazel ar gristenien.

————


KENTEL


Dibabet o deus ac’hanon d’o miret


Kement hini n’eo ket goest awalc’h da viret ar pez en deus, a dle klask eun all da viret d’ezan e beadra, ahendall e vezo tizet abred pe zivezat.

Bemde e welet tud, hag o deus marteze muioc’h a anaoudegez ha muioc’h a galon evidoc’h, o lezel kurunen aour o badeziant da gouezan er pri. Perak ? nemet abalamour n’int ket bet miret diouz enebourien o zilvidigez.

Doue ra viro n’en em gafe kemend-all ganac’h !

C’houi zo pinvidik, c’houi ho peus yec’hed ha kalon, c’houi zo bugale da Zoue, maget ouz tôl ar Zakramant meulet ra vezo, gant Jezuz-Krist a ’n em ra mamm, evel a lavar ken brao sant Augustin, evit ober d’ac’h bevan eus e vue. C’houi zo kalz muioc’h a zanve en hoc’h ene evit n’eus a nerz en ho kalon hag a ijin en ho spered da viret an danve-ze ha d’e lakat da greski.

Ar pez n’hallet ket ober hoc’h-unan, laket eun all d’hen ober evidoc’h ; daoulinet dirak an Itron-Varia, Rouanez an nenv hag an douar, ha lavaret d’ezi a greiz kalon :

« Kurunen aour ma badeziant, o Itron-Varia, miret-hi war va fenn !

» Youlou santel ma bugaleach, o Itron-Varia, miret-e em c’halon !

» Sklerijen gaer ar fe, o Itron-Varia, miret-hi em spered !

» Gret d’in anaout muioc’h-mui ho Mab, ma karin anezan muioc’h-mui.

» Gret ma rin evit ar gwellan, a vihanik, war an douar-man, ar pez a dlean ober divezatoc’h en baradoz an Otrou Doue ! »

En em roët evelse d’ar Werc’hez, korf hag ene, gant kement tra ho peus ; fizianz a c’hellet da gaout enni ; hi a viro d’ac’h ho fe, ho furnez, ho santelez ; hi ho miro.

Hen gouzout a ran, ne fazian ket ; scio cui credidi.