Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Alphons Rodriguez

Eus Wikimammenn
◄   Deuetmat Bojani Alphons Rodriguez Kentin   ►


Tregontvet devez a viz Here


Sant Alphons Rodriguez
1531-1617



Alphons a oa mab d’eur marc’hadour pinvidik ha vertuzus eus a Zegovi. An devosion d’ar Werc’hez a ziwanas abred en e galon a vugel. Daoulinet dirak he zôlen, e lavare eun devez : « Oh ! Itron, ma ouezfec’h pegement e karan-me ac’hanoc’h ; ho karet a ran kement ma n’oc’h ket goest, c’houi, da garet ac’hanon-me muioc’h. »

Ha mamm Doue, gant eur mousc’hoarz, a deurvezas respont : « Fazian rez, ma bugel, da garet a ran muioc’h evit n’out goest d’am c’haret. »

Goude bezan grêt e studi en skolach Alkala, gant Tadou Kompagnunez Jezuz, Alphons a zizroas da Zegovi, ha prest goude en devoe ar glac’har da goll e dad. En em lakat a reas raktal en penn e gommerz mezer, ha ne oa marc’hadour ebet onestoc’h evitan. Da eiz vla ha tregont, goude bezan kollet e bried hag an daou vugel en devoa bet diganti, ec’h eas en Kompagnunez Jezuz. Epad tregont vla hag ouspen, e reas ar vicher a borcher en skolach enezen Majork.

Kerkent ha ma kleve kloc’h an de, en em dôle d’an daoulin da lavaret an Te Deum, hag e tôle evez bras, dreist-oll, pa veze gant ar geriou-man : « Dignare, Domine, die isto, sine peccato nos custodire : Teurvezet, Otrou, ma miret diouz ar pec’hed epad an de-man. »

Goude-ze e troe warzu ar Werc’hez, hag evit en em erbedi outi e lavare he litaniou. War an de e veze en kichen e zor, o lavaret e Rozêra, hag o tigemer gant ar brasan doujanz kement hini a yee hag a deue en ti.

Pac’h ee en kêr, ne gomze nemet nebeutan m’halle ; e spered a veze ken beuzet en Doue, ma n’evoa ken hano en enezen nemet an hini a vreur maro, hag en gwirione, maro oa d’ar bed.

Epad seiz vla, en devoe kalz da stourm evit miret e c’hlanded, mes ken troet oa gant e Rozêra ma chomas an trec’h gantan ; an drouk-spered, kounnaret en e eneb, a walgase anezan ar gwasan m’halle ; diou wech hen stlapas d’an traou gant pazennou ar vins.

Seul-vui e veze touellet gant an drouk-spered ha seul-vui e veze laouen. Ar Werc’hez Vari a ’n em ziskoueze d’ezan alïes.

Bevan reas betek eun oad bras ; pa oe roët e zakramanchou divezan d’ezan, ar re a oa endro d’e wele a ouele o sonjal ne weljent ken anezan : « Penôs, emezan, e c’hallfe ar pez a ra plijadur d’in-me ober rann-galon d’ec’h-c’houi ! » hag e lavaras kenavo ar baradoz d’e vreudeur, an eil goude egile, hag e prometas pedi evite pa vije en em gavet en lez an Otrou Doue.

Mervel a reas da hanter-noz hanter, derc’hent gouel an Holl Zent 1617.

Miraklou niverus a c’hoarvezas e-tal e ve, ha Leon XIII a lakas e hano war roll ar zent, d’an 8 a viz genver 1888.

————


KENTEL


Me n’ouzon ket pedi


Ar zent, holl a zo bet tud a beden ; ar beden, evit pez a zell ar zilvidigez, a zalc’h lec’h eus pep tra, mes netra ne zalc’h lec’h eus ar beden ; evit mont d’ar baradoz, n’eo ket red bezan den a nerz, na den a zanve, na den a spered, mes red eo bezan den a beden.

Tud a ve klevet a-wechou o lavaret : « Me garfe pedi awalc’h, mes n’ouzon ket hen ober » Koulskoude, petra zo êsoc’h eget lavaret da Zoue : « Ma Doue, me ho kar a greiz ma c’halon ; d’ec’h on korf hag ene ; ma Doue, me ho trugareka eus an holl vadou a laket bemde etre ma daouarn ; me c’houlenn pardon ouzoc’h eus an dismeganz am eus grêt d’ec’h ; ma Doue, me zo en dienez, me zo en anken, me zo er boan, sellet a drue ouzin. »

Petra zo êsoc’h da gaout eget ar c’homzou ? O c’haout a rêr heb o c’hlask. Fazian ra a-grenn an hini a gred eo red gouzout, evit pedi ervat, eur bern pedennou, hirroc’h an eil eget, eben ; pa zigorer an Aviel, setu aman ar pedennou a gaver grêt gant ar re a deue da gât Jezuz.

Eun devez e teuas davetan eun den dall : « Otrou, emezan, grêt, d’in gwelet skler. » Eun devez-all, e teu davetan dek den laour :

« Mab David, emeze, ho pet true ouzimp. » Eun devez-all. an Ebestel, gantan en eur vag, a ’n em gav en danjer da vezan beuzet. Jezuz a oa kousket hag e tihunjont anezan : « Otrou, emeze gant estlamm, sikouret ac’hanomp, rak ec’h omp o vont da goll. »

Eun devez-all, eun ofiser a deu d’e gaout, evit eur mab d’ezan oa gwall-glanv :

« Otrou, emezan, n’eo ket dleet d’in kaout an enor d’ho tigemer em zi ; lavaret eur gomz hepken, ha ma mab a zo pare. »

Al laer deou a lavar d’ezan war ar groaz :

« Otrou, dalc’het sonj ac’hanon pa vefet digouezet en ho rouantelez ! »

Ar pedennou-ze ne oant ket diês da zeski ; holl int bet chilaouet, koulskoude.

Gouzout a ret ho Pater, gouzout a ret hoc’h Ave, gouzout a ret ho Kredo : kement hag a renker eo ; ma n’ouzoc’h netra ken, lavaret ho Rozêra. N’ouzoc’h ket pedi, ma ne bedet ket, mes mar pedet, e ouzoc’h pedi.