Buhez ar Sent/1912/Alar

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Tual Alar pe Eler Fransez Xavier   ►
Sant Alar
Eil devez a viz Kerdu


Sant Alar pe Eler [1]
Eskob Noyon (***-659)



Alar a oa ganet en Chatelak, diou leo diouz Limoj, war-dro ar bla 588. E dud a oa pinvidik ha vertuzus, ha savet a oe gante en doujans Doue. Evel ma oa eur pôtr dornet mat, e oe kaset da Limoj, da zeski bezan orfebrer, hag e teuas buhan da vezan dispar war e vicher.

Kloter II, roue Pariz, o vezan klevet hano anezan, hen galvas da vont d’e lez, hag hen kargas d’ober d’ezan eun trôn aour. Alar a reas daou, elec’h unan, gant an danve a oe roët d’ezan. Ar roue a oe souezet o welet kaerder al labour hag onestiz ar micherour. Diwar neuze, Alar a chomas en Pariz, hag eno e talc’has da labourat war e vicher. Gwelet a rêr e hano war ar peziou aour a oe grêt en amzer-ze ; mes e vrasan plijadur oa ober archedou da lakat relegou ar zent.

Prest goude ma teuas da chom da Bariz, e reas eur govezion jeneral, hag e kemeras ar mennoz start da ren eur vue kristenoc’h evit an evoa grêt betek neuze. Pa renke mont dirak ar roue, e touge dilhad sei, mes dindane e veze gantan eur zaë reun. Rei a rê d’ar beorien kement en dije digant ar roue. Pa deue diavêzidi da c’houlenn pelec’h e oa
o chom, e veze respontet d’eze : « N’ho peus nemet mont d’ar ru-man-ru, ha p’en em gavfet gant eun ti a vezo eun toullad peorien e-tal e zor, e c’hellfet lavaret : « aman eo ».

Ober a rê eur bedennig bep gwech mac’h ee eus ar gêr ha bep gwech ma tizroe. Da varo Kloter, e vab Dagobert a dalc’has da gaout ennan ar fizianz en devoa e dad. Goulenn a rê e ali war aferiou brasan ar Gouarnamant ha war an treo a zelle outan e-unan. Alar a gemere e dro ac’hane evit trei ar prins war ar justis, an dousder hag ar relijion. Tud al lez, o welet pegen arru mat e oa gant ar roue, a gemeras droug outan, hag a zavas gwall gomzou en e eneb. Dagobert, elec’h selaou an teodou fall, a garas muioc’h-mui an den santel, hag a skuilhas e vadoberou warnan gant muioc’h a largente. Alar, avat, ne oe tamm ’bet pinvidikoc’h evit kelou ze ; kreski a reas e aluzennou ; rei a reas d’al leanezed eun ti kaer en devoa en Pariz, ha lakat a reas sevel abati Solignac, diou leo diouz Limoj, evit menec’h eus a Luxeuil.

En amzer-ze, Dagobert a ’n em gemeras ouz Judikaël, roue Breiz, war digare m’oa bet eun toullad Bretoned oc’h ober eun tamm tro war zouarou e rouantelez. Sant Alar a deuas neuze en Breiz ha, dre e gomzou fur, e lakas ar peuc’h etre an daou brins. Judikaël hag eleiz a ôtrone vras eus Breiz a yeas da heul sant Alar, da welet ar roue Dagobert, da Greil. Eno e oe sinet ar peuc’h etre an diou rouantelez (636).

Tri bla goude, da varo Aker, eskob Noyon ha Tournay, Alar, daoust ne oa ket c’hoaz den a iliz, a oe hanvet da gemer e garg. Sakret a oe en Rouan, er memes devez gant e vignon sant Ouan, d’ar zul arôk ar Yaou-Bask (640).

Bezan e oe eun eskob eus an dibab, ha n’en devoa preder gant netra nemet gant silvidigez an eneou. Tud e eskopti, eleiz aneze, a oa c’hoaz divade p’en em gavas en o zouez ; en em lakat a reas d’o c’helenn. Diskouez a rê, dreist-oll, e deneredigez evit ar re a chome pell d’ober skouarn-vouzar outan ; mont a rê da welet o zud klanv, hag o c’hennerzi a rê en o ankeniou. A dam da dam, an dud goueze, o welet madelez an eskob santel, a garas anezan, hag a deuas da gemer skouer warnezan ; ar re a veze gonezet a laboure da c’honid ar re-all, hag e vezent gwelet neuze o terri o idolou, o tiskar o zemplou hag o vont da c’houlenn ar vadeziant.

Goude bezan gouarnet e eskopti epad ugent vla, sant Alar a varvas, leun a veritou, d’ar c’hentan a viz kerdu 659, oajet a zek vla ha tri-ugent.

Sant Alar a zo enoret bras en bon bro ; eur barouz a zo en eskopti Sant-Brieg hag a doug e hano ; meur a skeuden an eus ive en hon ilizou ha chapeliou ; pedet eo evit ar c’hezek.

————


KENTEL


An devosionou


Pedi a rêr sant Alar da dennan bennoz Doue war ar c’hezek. Bezan eo unan eus ar zent a zo karet ar muian gant ar Vretoned ; evit darn, zoken, e tle tremen arôk an Otrou Doue, rak muioc’h a brez o deve, ar zul, da vont da zaoulinan dirak e skeuden, eget da stoui dirak Oter ar Zakramant. An dra-ze n’eo ket mat. Doue eo ar Mestr ; ar zent, ar zervijerien. Adoromp eta ar Mestr, da gentan, arôk saludi ar zervijerien.

Devosion a c’haller kaout d’ar zent. Eun dra gristen ha talvoudek eo o fedi hag o enori, mes an devosion d’Hon Zalver Jezuz-Krist, d’e Vamm zantel, ar Werc’hez Vari, ha d’e dad-mager, sant Jozef, a dle bezan, da gentan, en hon c’halon.

Goude-ze, avat, e c’hallfomp pedi hag enori ar zent, muioc’h pe nebeutoc’h an eil eget egile, herve ar vicher a reomp hag ar vro a vevomp enni. Goulemi a c’hallfomp digante, zoken, madou ar bed-man, gant ma vezo bolonte Doue o gwelet o tont d’imp, ha gant na virfont ket ouzimp d’ober hon zilvidigez.
  1. E ouel a ve grêt en Iliz, pe d'an de kentan a viz kerdu, pe d'ar bemp warn-ugent a vezeven.