◄ Andre Korsini | Agatha | Gweltas ► |
ès, seizvet impalaer Rom, a glaskas
flastran he fenn ouz an Iliz. Ar stourmad
ne badas nemet daou vla (249-251),
mes ne oa ket bet gwelet
c’hoaz hini ebet ken gwaz. Septim
Sever an evoa difennet prezek ha
selaou prezek ar gelennadurez kristen :
kontan rê dont a benn, heb
ober re a zismantr, da ziskar ar
relijion neve.
Maximin ne skoë nemet war an eskibien ha war ar veleien ; mes Dès a skoas war an holl gristenien. Herve e urz, kement kristen a oa dindan e c’halloud a dlee en em ziskouez dirak e c’houarnerien da nac’h o fe ; ahen-dall, e vezent, darn harluet, darn lazet, ha bepred diframmet o madou digante.
Siouaz, eleiz a gristenien a nac’has neuze o fe ; re-all a dec’has d’en em goach ; meur a hini, hag en o zouez Agatha, unan eus ar re skedusan, a anzavas Jezuz-Krist hag a varvas abalamour d’ezan. En Katan, o c’houarn ar Sisil en hano Dès, e oa Kensian, eun den hep peadra, kalon hudur ha bizied kamm d’ezan. Dal ma reas anaoudegez gant Agatha, kaeran ha pinvidikan plac’h yaouank a veve war-dro eno, e klaskas he c’haout da bried.
Agatha a oa kristenez.
Kensian en devoa gourc’hemen e impalaer, a roë d’ezan galloud da lezel ar vue gant ar gristenien a nac’hje o fe, ha da rei ar maro d’ar re n’hen grajent ket. Hen lakat a reas en impli. Pa oe stlejet Agatha dirakan, evit ober d’ezi plegan, e roas anezi, da gentan, d’eur wreg fall, he hano Aphrodisia, a veve gant he nao merc’h, o nao ken fall ha hi. Mes kaer he devoe ar wrac’h koz-ze poanial, epad tregont devez, war-dro ar verc’h yaouank, n’hellas ket dont a benn da c’houezan tân ar pec’hed en he c’halon.
Mont a reas Aphrodisia da gaout Kensian.
« Esoc’h eo, emezi, ar reier da deûzi, evit n’eo ar fe gristen da ziframman eus kalon ar plac’h yaouank-se ! Kinniget am eus d’ezi ar skedusan braoigou, an dilhajou kaeran, an arrebeuri, ar meublaj gwellan, an tier savet ar weskan, eur bern mevelien ha plac’hed a beb oad, ha n’he deus ket grêt muioc’h a van ouz an holl dreo-ze evit ouz an douar m’eman warnan o vale ! »
Kensian, droug ennan, a reas he digas dirak e lez-varn :
— Eus pe renk out ? emezan.
— Eus an noblanz vrasan a zo er vro ! emezi.
— Hag ec’h ez da ziskenn e-mesk ar gristenien ?
— Gwell eo bezan da zivezan, en renk ar gristenien, evit n’eo bezan da gentan, en renk an dud a lorc’h hag a zanve !
— Dizro war da giz, kinnig ezanz d’an doueou, anez ze eman ar maro war da zeuliou.
— Nan, eme ar verc’h kalonek, nan, biken !
Kaset e oe d’ar prizon.
An de war-lerc’h, ar gouarner a lakas he digas dirakan adarre.
— Ac’hanta, emezan, c’hoant a teus da viret da vue ?
— Ma bue, eme Agatha, eo ar C’hrist.
Kensian, en kounnar, a reas he skourjezan.
— Ar gwiniz, emezi, arôk hen dastum en arc’h, a renk bezan dornet ha distaget diouz ar plouz ; evelse ma ene, abarz ma vezo savet en baradoz an Otrou Doue, a renk bezan dispartiet diouz ma c’horf, dre zorn ma bourrevien.
Kensian, êt er-mêz anezan e-unan, a reas diframman unan eus he divronn.
— Pez kri ha didrue mac’h out, eme ar verzerez, ne teus ket a vez o lakat troc’han, en eur plac’h, ar pez a teus sunet ’n ez mamm !
En noz war-lerc’h, sant Per a ziskennas en he frizon hag a bareas he gouliou. Galvet adarre dirak ar gouarner, e talc’has da anzav Jezuz-Krist. Rodellet e oe neuze war darbodou lemm ha war ar glaou ru. E keit ze, eur c’hren-douar a deuas, a ziskaras eul loden eus ti Gensian, hag a zebelias, dindan ar mogeriou, daou eus e vrasan mignoned, Silvan ha Ealkonius. Kensian, kroget aon ennan, a reas kas Agatha, hanter-varo, d’he frizon.
Eno e reas ar beden-man :
« Otrou Doue, emezi, c’houi hag ho peus ma diwallet adalek ma bugaleach, c’houi hag ho peus miret ouz karante ar bed d’en em zilan em c’halon, hag ho peus grêt d’in bezan trec’h d’am bourrevien, digemeret breman ma ene ! »
Kêr Gatan n’eman ket pell diouz mene Etna, a dôl tân beb an amzer. Kataniz a bed Agatha, pa deu an darvoud-ze d’o spontan, ha biskoaz n’eus bet c’hoarvezet droug bras gante.
En de-man e rêr c’hoaz gouel sant Merin, ermit, deut da Vreiz-Izel eus Bro-Skos, e kerz ar VIIet kantved. Bean eo patron parouz Lanvilin, elec’h ma ve grêt e bardon an trede sul goude Pask.
Eun Doue zo ; anez ze, ne vije netra eus ar pez a zo. Ar bed eo labour e zorn, ha herve al lezennou savet gantan eo e kendalc’h da vont endro. Doue a zalc’h ar bed en e zav, hag a dôl evez war e holl grouadurien, war ar re vihanan, kouls ha war ar re vrasan. Netra n’en em gav, nemet dre ma fell d’ezan, pe dre ma lez ober.
Ar grouadurien divue, evel an heol, ar stered, an douar, ar mor, hag ar grouadurien buezek dispered, evel lapoused an nenv, pesked ar mor, loened ha plant an douar, n’o deus nemet eun dra d’ober hag a reont dalc’h-mat : senti ouz o C’hrouer.
An den, roue ar grouadurien, a zo loskoc’h ar c’habestr war e ziskoa ; senti a c’hall, pe chom heb ober, evel a gar. Doue ne fell ket d’ezan e welet o pec’hi, mes Doue, kennebeut, ne vir ket outan d’hen ober, ma ’n eus c’hoant awalc’h, abalamour ma oar tennan talvoudegez eus an droug-ze, a ro tu d’ezan da lakat e drugare hag e justis da skedi muioch-mui.
Koulskoude, e c’hoarve, beb an amzer, gwall-dôliou skrijus, war vor ha war zouar, dre an avel, dre ar c’hurunou, dre ar vosen, dre ar gernez, dre ar brezel, dre ar c’hren-douar. Daoust ha ne oa ket dleet da Zoue, en e vadelez, miret oute da zigouezout ?
Nan. « Ar vadelez hag ar justis, eme Bossuet, eo divrec’h an Otrou Doue, mes ar vadelez eo e vrec’h deou ». Er bed-man, Doue zo, dreist-oll, madelezus, hag an tôliou skrijus-ze, fellout a ra d’ezan o gwelet o ’n em gaout, beb an amzer, evit ma rofont da anaout, dre an droug a reont d’ar c’horfou, an droug a ra ive d’an eneou avel en ifern, tân ar gwall dechou, bosen ar pec’hed, ar c’holl a Zoue, ar brezel d’ar fe, hag an dismantr eus an urz vat.
An darvoudou skrijus-ze, Doue a fell d’ezan gwelet aneze o ’n em gaout, beb an amzer, evit lakat an dud da zont enne o-unan, da anaout n’emaint war an douar-man nemet en eur dremen, ha n’eus nemet eun dra red evite : bale war hent striz ar zantelez.
An darvoudou skrijus-ze na skoont nemet ar broiou hag an dud a fell da Zoue o skei. Na reomp eta netra evit o jachan warnomp ; pedomp an Holl-C’halloudeg, avat, dre e êle hag e zent « da bellât diouzimp kement tra a c’hall ober gaou ouzimp, ha da rei d’imp kement a c’hall ober vad[1] »
- ↑ remus ar 7et sul goude ar Pantekost.