Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Zephirin

Eus Wikimammenn
◄   Loiz, Roue Frans Zephirin Joseph Kalasanz   ►



ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz eost


SANT ZEPHIRIN, PAB HA MERZER
————


Sant Zephirin a ioa ganet e Rom, hag a oue hanvet da bap goude merzerenti sant Viktor. Ann dud a iliz hag ar bobl fidel o veza en em asamblet evit choaz eur pab nevez, eur goulm a deuaz enn eunn taol kount da blava var benn Zephirin, ha kerkent ann holl a roaz ho mouez d’ezhan ; rak eunn hevelep burzud a ziskoueze sklear oa hen a felle da Zoue a vije choazet.

D’ar mare-ze, e reat goall vuez d’ar gristenien dre urs ann impalaer Sever. Mes Zephirin, evel eunn tad karantezuz hag eur pastor eveziant, ne espernaz netra evit ho c’honzoli enn ho foaniou hag ho c’hrenvaat er feiz. unan ez ea d’ho ziez, ha diskenn a rea gantho er mengleuziou a ioa dindan kear Rom. Eno ec’h offerenne, hag epad ann offerenn e roe eunn nerz nevez d’ho c’haloun dre he brezegennou hag e vage ho eneou dre ar gommunion zantel.

Pourvei a rea ive gant largentez da ezommou ar beorien, hag ar gristenien geiz a veze kaset d’ar prizoun a reseve diganthan a bep seurt sikouriou. Goulskoude ne oue ket paket he-unan, petra bennag ma risklaz he vuez ouspenn kant guech evit mad ann dud fidel.

Ar bersekusion a badaz nao bloaz dioc’htu, ha pa oue echu, ann heretiked a reaz d’ho zro eur goall vrezel d’ann Iliz. Mes Zephirin ho zrec’haz dre he vouiziegez ha dre nerz he gomzou. Prakseas, ar brudeta anezho, a oue gounezet ganthan d’ar gair feiz ; mes ar reuzeudik-se, dallet gant ann ourgouill, a zistroaz goudeze d’he gredennou faoz, hag a varvaz heretik.

Eunn all, he hano Natalis, a deuaz ive d’en em strinka da dreid ar pab santel enn eur anzao oa faziet, hag enn eur c’houlenn pardoun ; mes hema a oue furoc’h eged egile, ha ne guiteaz mui barlenn ann Iliz.

Enn amzer-ze e veve Tertullian, eunn doktor braz hag en doa skrivet he-unan d’ann impalaer evit difenn ar gristenien hag ho relijion. Hogen, ann doktor-ma a ioa eunn den rust, hag a gave abeg er pab abalamour, var he veno, ar pab a ioa re jentil e kenver ar bec’herien. Zephirin ne espernaz netra evit ober d’ezhan digeri he zaoulagad hag anaout n’edo ket ar virionez ganthan. Mes Tertullian a jomaz bepred aheurtet, hag ar Zant en devoue ar c’hlac’har da velet ar spered kaer-ze, a ioa bet bete neuze eur sklerijenn evit ann Iliz, o trei neat gant eur rumm heretiket hag a lavare ez oa pec’hejou ha n’euz pardoun nag absolvenn ebed evitho.

Zephirin a reaz eur maread ordrenansou evit ar bobl fidel, ar veleien hag ann eskibien, ha goude beza gouarnet ann Iliz gant eur furnez vraz epad trivac’h vloaz, e resevaz erfin ar gurunenn a verzerenti d’ar 26 a viz eost euz ar bloaz 221. He gorf a oue enterret e guered Kallist.


SONJIT ERVAD

Ann doktor braz Tertullian a gave abeg e sant Zephirin abalamour, var he veno, sant Zephirin a ioa re jentil e kenver ar bec’herien. Ar pab santel a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit ober d’ezhan digeri he zaoulagad hag anaout n’edo ket ar virionez ganthan. Mes Tertullian a jomaz bepred aheurtet, hag a droaz erfin gant ann heretiked. Setu aze petra erru peurvuia gant ann dud ourguilluz. Morse ne fell d’ezho anzao e vent bet faziet ; eur vech lakeat eunn dra enn ho fenn, ne zelaouont na persoun, nag eskop, na pab, ha kentoc’h eget plega e lezont ar relijion a gostez hag e teuont erfin da veza he goasa enebourien. Diouallit eta dreist peb tra rak ann ourgouill : enn ourgouill ema ar c’hrizienn euz ann holl bec’hejou ha soursenn ann daonasion.