Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Viktorian

Eus Wikimammenn
◄   Katell a Jenn Viktorian Vulfrann   ►



ann trede var ’nn ugent a viz meurs


SANT VIKTORIAN, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ann Afrik, ha ne oa den er vro-ze ker pinvidik hag hen. O veza bet hanvet da c’houarner e Karthaj, e rea he zever er garg-ma gant eul lealded heb he far p’en em lakeaz Hunnerik, roue ar Vandaled, da ober goall vuez d’ar gristenien gatholik. Ar prins-se a ioa eunn heretik a heurtet, hag a felle d’ezhan ne vije mui nemed heretiked enn he rouantelez. En em gemeret a reaz da genta oc’h ar guerc’hezed konsakret da Zoue, ha goudeze ouz ann dud a iliz: tost da bemp mil euz ar re-ma, heb kounta ouspenn pevarc’hant eskop, a oue kaset gant-han er meaz euz ar vro. Abarz ar fin ec’h en em gemeraz ive oc’h ann dud fidel.

Eur maread kristenien katholik a ioa bet dija lakeat d’ar maro pa erruaz tro Viktorian. Ar roue a espere gounit ar gouarner dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. Karga a eure eta unan bennag da lavaret d’ezhan euz he berz : « — Ma kirit chench relijion, Viktorian, me a roio d’ehoc’h ar renk kenta etouez va offiserien, ha n’em bezo ket brasoc’h mignoun egedhoc’h. » Mes ar gouarner a respountaz kerkent : « — Trugarekaat a ran ar roue euz ar merkou a vadelez hag a henor a c’hoanta rei d’inn ; ne gavo ket etouez he zujidi eunn all sentusoc’h egedon-me, pa vezo hano euz he zervich. Mes, mont eneb d’am c’houstianz ne rinn biken, petra bennag a oufe d’ober d’inn. Me zo leun a fizians e Jezuz-Krist, va Doue ha va Zalver. Livirit eta d’ar roue va c’houndaoni, ma kar, da veza devet ez-veo, pe debret gant al loaned, pe bourrevet enn eur feson all bennag. Evit chench relijion avad, biken n’her grinn ; da betra e talvezfe d’inn beza bet badezet enn Iliz katholik, ma teufenn brema da nac’h va feiz ? Ha pa ne ve ket zoken eur vuez all varlerc’h houma, ne garfenn ket, evit eur vogedenn a henor hag a c’hloar, beza ken digaloun-ze e kenver va c’hrouer, goude m’en deuz great d’inn ar c’hras d’he anaout. »

Hunnerik a ieaz enn egar pa glevaz ar respount-ma, hag a roaz urs da vourrevi ar Zant goasa ma vije gellet. Da genta, e oue torret d’ezhan he izili, ha goudeze e oue skuillet eol bero varnho hag e oue dispennet he gorf gant eur gribin houarn. Mes Viktorian a c’houzanvaz ann holl dourmanchou-ze gant joa ; treac’h e oue bepred d’he vourrevien, ha d’ann tri var’nn ugent a viz meurs euz ar bloaz 484, ez eaz erfin da reseo enn env ar gurunenn en doa meritet dre he verzerenti hirr ha gloriuz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a lavare : « — Ha pa na ve ket zoken eur vuez all goude houma, ne garfenn ket, evit eur vogedenn a henor hag a c’hloar, beza digaloun aoualc’h e kenver va c’hrouer evit trei kein d’ezhan, goude m’en deuz great d’inn ar c’hras dhe anaout. » Setu aze petra zinifi kaout eur garantez parfet evit Doue : he garet abalamour d’ezhan he-unan, abalamour ma’z eo ar Mad a zo dreist peb mad, ar Gened a zo dreist peb gened, ha nann abalamour d’ar rekoumpans a c’hortozomp diganthan.

Ar zent holl o deuz bet ar garantez parfet-se evit Doue ; ato int bet prest da c’houzanv a bep seurt poaniou evithan, ha pa n’en devije bet zoken baradoz ebed da rei d’ezho er bed all. Ha ni, kaer en deuz Doue kinnig d’eomp he varadoz mar her c’haromp, hag hor gourdrouz euz ann ifern ma n’her c’haromp ket, ni a zo bepred lezirek enn he zervich, ni ne fell d’eomp gouzanv netra dre garantez evithan. Peseurt kaloun on euz-ni eta ? « — O va Doue, a lavare guech all sant Aogustin, piou oc’h-hu ha piou ounn-me, ma’c’h ordrenit d’inn ho karet ? Daoust ha c’houi a vezo eurusoc’h mar ho karann, pe nebeutoc’h euruz ma n’ho karann ket ? Nann, mes c’houi a fell d’ehoc’h ho karfenn evit ma vezinn euruz va-unan dre ar garantez am bezo evidhoc’h. Ah ! re zivezad em euz ho karet, o gened bepred koz ha bepred nevez, re zivezad em euz ho karet ! »