Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Venans

Eus Wikimammenn
◄   Paskal Belon Venans Eozen   ►



ann trivac’hved devez a viz mae


SANT VANANS, MERZER
————


Sant Venans a ioa ganet e kear Kamerino enn Itali, ha ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz pa oue tamallet da veza kristen dirak ar gouarner Antiokus. O c’houzout oa bet diskuillet, ne c’hortozaz ket ma teuje ar zoudared d’he glask, hag ez eaz he-unan da gaout ar gouarner. « — Antiokus, emezhan, ann doueou a adorit a zo bet invantet gant ann diaoul. N’ez euz ken Doue nemed ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar, hag a zo he Vab en em c’hreat den evit hor zavetei. »

Ar gouarner ne espernaz na promesaou kaer, na gourdrouzou spountuz, evit ober d’ezhan nac’h he feiz ; mes, o velet ne c’houneze netra varnhan, e roaz urs d’he staga ouz eur peul ha d’he skourjeza enn eur feson didruez. Venans a vije bet marvet evelse pa n’efe ma teuaz eunn eal da derri he liammou ha d’he zistaga dioc’h ar peul.

Mes ar mirakl-se ne reaz nemed kreski dallentez ha kounnar he vourrevien. Ar re-ma her stagaz adarreoc’h eunn treust var bouez he dreid hag he benn enn traon, ha neuze ec’h en em lakejont da zevi he gostou gant goulou var elum, Goudeze e rejont moged dindan he benn, hag e tigorjont d’ezhan he c’hinou evit lakaat ar moged da vont ennhan. Mes eunn eal, guisket e guenn, a deuaz d’he ziliamma evit ann eil guech, hag eur paian, he hano Anastaz, o veza remerket ann eal-ze, a gredaz dioc’htu e Jezuz-Krist, hag a oue badezet raktal, he dud hag hen, gant ar belek Porphir. Prest goude, Anastaz a skuillaz ive he c’hoad evit ar feiz.

Etre daou, ar gouarner a oue souezet pa glevaz n’oa ket maro Venans c’hoaz. Ordren a eure he deuler enn eur prizoun tenval, ha goudeze e kasaz d’he gaout eur zoudard hanvet Attaal, enn esper e c’hellje ar zoudard-ma dont a benn anezhan dre finesa. Attaal a lavaraz d’ar Zant : « — Me, emezhan, a zo bet kristen ive guech all ; mes kuiteat em euz ar relijion-ze pa’m euz guelet peger zot eo ar gristenien oc’h ober fae var madou ha plijadureziou ar vuez-ma evit kounta hebken var re ar vuez da zont. » Mes, kaer en devoue, Venans n’her selaouaz ket muioc’h eget n’en devoa selaouet Antiokus he-unan.

Neuze ar gouarner a reaz terri ha bruzuna he zent d’ar c’hristen iaouank, ha goudeze e lavaraz stlepel anezhan enn eunn toull el leac’h ma veze dastumet kement seurt loudouriach a ioa e kear. Mes tennet e oue ac’hano gant eunn eal, ha setu Antiokus nec’hetoc’h eget biskoaz. Enn dro-ma e lakeaz ar Zant etre daouarn eur barner all. Hogen, ar barner-ma a gouezaz divar he gador enn eur grial: « — Doue Venans eo ar guir Doue, taolit hon re-ni d’ann traon ; » ha kerkent e tremenaz.

Pa glevaz ar gouarner petra ioa erruet, e roaz urs dioc’htu da leusker al loaned var ar Zant. Mes, o burzud! d’ann ampoent ma’z oa ann dud henvel ouz tigred, al leoned-se a deuaz, er c’hountrol, da veza henvel ouz oaned. Gourvez a rejont eharz treid Venans heb ober drouk ebed d’ezhan, hag epad ann amzer-ze ar merzer kalounek a brezege d’ar bobl feiz Jezuz-Krist. Red e oue eta he gas d’ar prizoun enn dro.

Antronoz, ar belek Porphir, ann hini en doa badezet ar paian Anastaz, a ieaz da gaout Antiokus hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Enn noz-ma, me zonje d’inn guelet Venans o vadezi eur maread tud, hag ann dud-se a ioa skeduz evel ann heol epad m’edoc’h, c’houi, e kreiz eunn denvalijenn vraz. » Ar c’homzou-ma a lakeaz ar gouarner da vont enn egar, ha setu hen hag ordren dibenna Porphir var ann heur ha ruill Venans hed ann deiz etouez ann drez hag ar spern. A benn ann abardaez, Venans a ioa dija hanter-varo ; mes pareet e oue adarre dre virakl. Enn devez varlerc’h e oue koundaonet da veza stlapet var he benn d’ann traon divar c’horre eur garrek huel ; mes ne oue ket glazet kennebeut o koueza divar ar garrek-se.

Neuze Antiokus, muioc’h a gounnar ennhan eget biskoaz, a reaz he stleja er meaz euz a gear var eunn hent goloet a vein bihan. Hogen, ar vourrevien a ioa eat ker skuiz o chacha varnhan ma’z oant dare gant ar zec’hed. Ar Zant en devoue truez outho, hag, enn eur ober sin ar groaz, e lakeaz eur zoursenn dour fresk da zilammet euz a eur roc’h. Lezel a eure ive roudou pennou he zaoulin var ar roc’h-ma, a veler c’hoaz hirio enn iliz a zo bet savet enn he henor e Kamerino.

Eleiz a baianed a oue test euz ar mirakl-se, hag a anavezaz raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Mes ar gouarner aheurtet a roaz urs d’ho dibenna holl, ha Venans asambles gantho. Kerkent ar gurun a grozaz enn eur feson estlammuz, hag ann douar a grenaz. Antiokus a grogaz aoun ennhan hag a glaskaz tec’het ; mes Doue a gavaz he roudou. hag ober a reaz goall fin prest goude. Merzerenti sant Venans a erruaz e tro ar bloaz 250, enn amzer ann impalaer Des.


SONJIT ERVAD

Doue a zo en em blijet oc’h astenn merzerenti ar zant-ma evit rei tro d’ezhan da gaout brasoc’h rekoumpans enn env. Ma vije bet marvet ar vech genta ma oue bourrevet, e vije bet merzer er memes tra ; mes he gurunenn ne vije ket bet ker kaer, n’en devije ket bet eur renk ken huel etouez ar verzerien. Evelse ive ar poaniou hirr ha paduz a zigas Doue d’eomp er bed-ma a zo aliez merkou euz he garantez hag euz he drugarez enn hor c’henver. Dre ar poaniou-ze, Doue a fell d’ezhan ive rei tro d’eomp da greski hor mirit dirazhan ha da ober hor purkator var ann douar. E leac’h eta en em glemm pa jomomp pell da c’houzanv poan epad ar vuez-ma, e tlefemp kent en em istimout euruz abalamour ma c’hellomp esperout neuze kaout brasoc’h rekoumpans enn env, ha mont var ehun d’ar baradoz goude hor maro.