Buhez ar Sent/1894/Thomas ar Gernevez

Eus Wikimammenn
◄   Maze Thomas ar Gernevez Lin   ►



ann eil var ’nn ugent a viz guengolo


SANT THOMAS VILNEUF, ESKOP
————



Ar zant-ma a ioa ganet enn eskopti Toled e Spagn. He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue ho daou, ha brudet dreist holl dre ho c’harantez evit ar beorien. He dad a roe d’ezho kement a c’houneze gant eur vilin en devoa, hag he vamm a c’hrie hag a rea a bep seurt labouriou all evitho.

Thomas a gerzaz abred var roudou he dud, hag epad m’edo er skol, enn he vugaleach, e teuaz meur a vech d’ar gear dizae, dijiletenn, didok ha divoutou : he zae, jiletenn he dok pe he voutou a veze chomet gant eur paour bennag.

Pa veze eat ann tamm diveza euz ar bara a veze lakeat bemdez a gostez evit ar beorien, ha pa errue c’hoaz eur paour bennag da glask ann aluzenn, ar paotr a lavare d’he vamm rei d’ezhan ar pez a dlie da zibri he-unan d’he lein. « — Me a iuno hirio, » emezhan. Avechou he vamm a roe, mes avechou all ive ne roe ket. Neuze Thomas a c’houlenne kounje da vont da zibri he voued er meaz asambles gant he gamaladed. Mes n’e ket he-unan eo hen debre avad, he gas d’ar re-all da zibri eo a rea, ha goulskoude epad ann nemorant euz an deiz e veze kel laouen ha p’en devije bet eur pred ar guella.

Eunn devez ma n’oa nemethan enn ti, e roaz peb a labous iar da eur vandenn beorien a ioa deuet da doull ann or, abalamour n’edo ket alc’houez armel ar bara ganthan. He vamm, e leac’h skandalat anezhan pa glevaz petra en doa great, a oue foug ennhi hag a zridaz he c’haloun e sonjal e tennje varnhan evelse bennoz ann Aotrou Doue.

D’ann oad a bemzek vloaz, Thomas a oue kaset da skolach Alkala da ober he studi. O veza m’en doa eur spered lemm, e teske kement a garie, ha pa oue echu he studi ganthan, e oue kavet din da skolia ar re all d’he dro var ar philosophi ha var ann theoloji. Mes etre daou e varvaz he dad, hag e renkaz distrei d’ar gear. Neuze e verzaz ann holl danvez en doa bet enn heritach, hag e reaz eunn hospital euz he di.

Goudeze e viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Aogustin, ha ne oue ket pell er gouent na zervichaz da skouer d’ar venac’h all dre he humilite, he basianted, he aked d’ar bedenn, ha dreist holl dre he garantez evit he nesa. O veza bet beleget, e oue karget da brezeg ha ne c’houfe den niveri ar bec’herien a dennaz euz a lagenn ar pec’hed dre nerz he brezegennou. Ann impalaer Charles Pemp en doa eur blijadur vraz oc’h he glevet o sarmoun, hag a ioa leun a istim evithan.

Ann impalaer-ze en doa koundaonet d’ar maro eunn nebeut tudchentil euz he balez. Mes Thomas a ieaz da c’houleun gras evitho, hag a obtenaz dioc’htu ar pez a c’houlenne. Ar re a ioa da dosta d’ann impalaer n’oant ket evit koumpren penaoz oa bet selaouet ker buhan ; mes Charles Pemp a lavaraz d’ezho : « — Thomas, emezhan, n’e ket pedi a ra, gourc’hemenn eo, ha kaloun ebed ne c’hell herzel ouz he gomzou. »

Goude beza bet superior e meur a gouent euz he Urs, ar Zant a oue hanvet da eskop e Grenad ; mes ne falvezaz ket d’ezhan a briz ebet kemeret ar garg-se. Goulskoude, dek vloaz divezatoc’h e oue hanvet adarre e plas eskop Valans, a ioa eat da Liej, hag enn dro-ma e renkaz senti.

Evithan da veza eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. Kreski he aluzennou a reaz avad, ha kement guennek en devoa a veze evit ar beorien. Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer pegement e plije d’ezhan largentez he zervicher. Eunn devez, goude beza roet eur c’hrignolad pe eunn arc’had ed d’ar paour, Thomas a gavaz ann arc’h pe ar c’hrignol kel leun ha biskoaz.

Gant ann dra-ze ne esperne nag he boan, nag he amzer, evit pourvei da ezommou ann eneou a ioa fiziet ennhan. Epad ann deiz e veze e servich ann dud fidel hag ann dud a iliz euz he eskopti, hag ann diou zrederenn euz annnoz a dremene o pedi Doue hag o vedita.

O veza kouezet klanv, e lavaraz rei d’ar paour kement tra a jome c’hoaz enn he di. He vele zoken a roaz da unan bennag, enn eur bedi hema d’hen lezel ganthan e prest ken na vije maro. Erfin, d’ann eiz a viz guengolo euz ar bloaz 1555, e roaz he ene d’he grouer enn eur lavaret ann hanoiou santel a Jezuz hag a Vari. Edo neuze o ren he zeiz vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Euruz ann tiegeziou el leac’h ma roer ann aluzenn heb chipotal ! Ann tiegeziou-ze a zo sur da veza benniget gant Doue ; chom a raint enn ho za, ha mont a raint zoken var grenvaat, d’ann ampoent ma vezo guelet o koueza d’ann traon tiegeziou all pinvidikoc’h, mes fall d’ar paour ha kriz enn he genver. Bugale pe vugale-vihan ar re a zo re stag ho c’haloun ouz ann danvez a ia peurvuia da glask ho boued.