Buhez ar Sent/1894/Sirkonsizion hor Zalver Jezuz-Krist

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Sirkonsizion hor Zalver Jezuz-Krist Ann hano santel a Jezuz   ►


BUEZ AR ZENT


ar c’henta devez a viz genver


SIRKONSIZION HOR ZALVER JEZUZ-KRIST
————



Goude beza choazet Abraham guech all evit beza ar penn euz he bobl muia karet, Doue a lavaraz d’ezhan eunn devez : « Me fell d’inn da gemeret evit va mignoun, hag a roio d’id eul lignez ha ne c’hello den niveri ann dud a zeui anezhi. Ne c’houlennan diganez nemed eunn dra, nemed ma vezi bepred fidel d’inn. Setu ama ar merk euz ar vignounach a vezo etre te ha me : ann holl baotred a c’hano euz da lignez a renko beza sirkonsizet a benn eiz dez goude ma vezint ganet. »

Ar sirkonsizion oa eta guech all ar merk evit anaout pobl Doue dioc’h ann holl boblou all euz ann douar. Ar merk-se a veze great e korf ar baotred, d’ann eizved devez goude ma vezent deuet er bed, hag a lakea ho goad da redet : ann dra-ma a ioa evit diskouez eo ann den koundaonet da gaout poan dre’nn abeg da bec’hed hon tad kenta Adam, hag e tle labourat heb ehana epad he vuez da drec’hi he dechou fall ha da vouga ar goall ioulou euz he galoun.

Hor Zalver Jezuz-Krist o veza Doue he-unan, ne oa
ezomm ebed da lakaat var he gorf merk ann dud a ioa

euz a bopl Doue. Ouspenn-ze, o veza ma’z oa holl-zantel dre natur, ne c’helle beza ennhan na pec’het, na netra a gement a zoug d’ar pec’hed. E feson ebed eta lezenn ar sirkonsizion ne oa great evithan. Goulskoude e falvezaz d’ezhan beza sirkonsizet evel ar vugale all ; perak kement-se ?

Da genta, evit deski d’eomp senti ato ouz ann Aotrou Doue. Doue, o veza hor c’hrouet, a zo mestr da c’hourc’hemenn d’eomp pe da zifenn ouzomp ar pez a garo, hag hon dever eo senti outhan e peb tra. Pa velomp eta he Vab en em c’hreat den o viret eul lezenn ha n’oa ket great evit-han, pe seurt digarez a c’hellomp-ni da gaout evit mankout d’ar gourc’hemennou a c’houzomp ervad a zo great evidomp ?

Hor Zalver a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet, d’ann eil, evit diskar hon ourgouill ha rei d’eomp eur gentel gaer a humilite. O c’henel e kraou Bethleem, oa en em lakeat e renk ar re baoura hag ar re zistera euz ann dud ; mes enn he zirkonsizion ec’h en em laka izeloc’h c’hoaz ; enn he zirkonsizion ec’h en em laka e renk ar bec’herien ! Ha n’e ket eur vez evidomp-ni guelet eunn Doue, ar zantelez dre natur, oc’h en em lakaat ken izel-ze, d’ann ampoent ne glaskomp nemed en em huelaat ha sevel bepred dreist ar re all ?

D’ann trede, Jezuz a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet evit deski d’eomp kastiza hor c’horf dre ar binijenn, delc’her berr var hor skianchou, ha kas buhan euz hor spered hag euz hor c’haloun kement sonj ha kement karantez ne vent ket hervez Doue.

D’ar pevare erfin, hor Zalver a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet evit diskouez d’eomp pegement a vall en doa da skuill he c’hoad evidomp. Ne dlie mervel var ar groaz evit hor prena nemed a benn tri bloaz ha tregont goude ; mes re hirr e kave gortoz keit all heb rei da vihana eunn errez euz ar priz a goustche d’ezhan hor ransoun. C’hoant en deuz bet eta da skuill dioc’htu eur berad bennak euz he c’hoad da c’hedal ma her skuillje var ar groaz betek

ar berad diveza. C’hoant en deuz bet da rei tro d’eomp

da lavaret d’ezhan : « — Jezuz, pa ziskouezit kaout kement-se a garantez evidomp, ha c’houi c’hoaz bugel nevez ganet, petra ne reot-hu ket divezatoc’h pa viot deuet da veza braz ? »


SONJIT ERVAD

Dre ar sirkonsizion, e vezet lakeat guech all e renk bugale Israel. Dre ar vadiziant, ni a zo bet great kristenien, bugale da Zoue ha d’ann Iliz, breudeur da Jezuz-Krist hag heritourien euz ann Env. N’emaomp var ann douar nemed evel tremenidi. Hor guir bro eo ann Env ; dalc’homp eta bepred hor c’haloun troet varzu eno, ha labouromp stard da c’hounit hon heritach. Diouallomp da goll ann distera tamm euz a amzer ar vuez-ma, ha poaniomp da implija e servich Doue peb deiz, peb heur, peb pennad euz ar bloaz nevez en deuz roet d’eomp adarre enn he drugarez. Evelse, ar bloaz nevez-ma a vezo e guirionez eur blavez mad evidomp holl, evel a reketomp hirio ann eil d’egile ; rak, dre ma’z ai enn dro, e tastumimp eunn tenzor kaer a veritou evit ar baradoz.