Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Siprian

Eus Wikimammenn
◄   Achard Siprian Gouliou sant Fransez   ►



ar c’houezekved devez a viz guengolo


SANT SIPRIAN, ESKOP HA MERZER
————



Siprian a ioa mab da eur senatour euz a Garthaj, hag a oue skoliet enn he iaouankiz var holl skianchou ar bed. O veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da veza habil e berr amzer, hag ar brud euz he zeskadurez a reaz he henvel da rejant ar rhetorik enn he vro. Hogen, paian oa choaz d’ann ampoent ; mes ober a eure anaoudegez gant eur belek santel, he hano Sesilius, hag ar belek-ma her gounezaz d’ar feiz.

Eur vech badezet, Siprian a verzaz he holl vadou evit rei ann arc’hant d’ar beorien, ha goudeze ec’h en em dennaz enn he bart he-unan da studia ar Skritur Sakr. Mes ann dud a iliz hag ann dud fidel o devoa dija kement a istim evithan ma oue galvet heb dale da reseo ann Ursiou, ha pa varvaz Donat, eskop Karthaj, e oue choazet gant ann holl evit delc’her he blas.

A benn bloaz goude, ann impalaer Des a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Al lezenn-ze a oue embannet e Karthaj er bloaz varlerc’h, ha kerkent paianed ar gear-ma en em lakeaz da redet dre ar ruiou enn eur grial a bouez-penn : « Siprian d’al leoned ! Siprian d’al leoned !!! » Rak n’oant ket evit gouzanv ar Zant abaoue m’en doa troet kein d’ann idolou evit adori ar guir Doue.

Siprian a c’houlennaz kuzul digant Doue evit gouzout petra dlie da ober. Doue a roaz d’ezhan da anaout e raje guelloc’h o tec’het eged o chom e Karthaj, ha setu hen raktal ha mont da guzat var ar meaz. Mes euz al leac’h m’oa kuzet e kendalc’he da gelenn he bobl, ken dre he liziri, ken dre ar veleien en doa karget da c’houarn he eskopti enn he blas. Ar re-ma o doa urs da lavaret ann offerenn bemdez, peb hini d’he dro, d’ann dud fidel a vije er prizoun, ha da rei d’ezho ar gommunion.

Goude beza bet pevarzek pe bemzek miz o veva dindan guz, Siprian a zistroaz da Garthaj, hag a asamblaz eno eur c’honsil evit koundaoni ar chismatiked, da lavaret eo, ar pennou skanv hag ourgouilluz a felle d’ezho en em zevel a enep ho eskop pe a enep ar pab. Ne esperne netra evit maga ar feiz hag ann devosion e kalounou ar gristenien, ha skriva a eure eur maread levriou kaer evit difenn ar relijion hag ann Iliz, ha deski d’ann holl ar guir feson d’en em zantifia e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma.

Enn amzer ann impalaer Valerian, e tirollaz ar bersekusion goasoc’h eget biskoaz, hag enn dro-ma Siprian a oue galvet dirak Patern, gouarner ann Afrik. « — Pe hano oc’h euz ha petra oc’h ? » eme Batern. « — Kristen ounn hag eskop, eme Ziprian. Ne anavezann nemed eunn Doue, ann hini en deuz krouet ann env, ann douar, ar mor, ha kement tra a zo ennho. Ann Doue-ze eo a zervichomp ken entrezomp kristenien. » Var gement-se ar gouarner her c’houndaonaz da guitaat Karthaj ha da vont da jom da Gurub, dek leo ac’hano.

Etre daou, Galer a oue hanvet da c’houarner enn Afrik e plas Patern. Ar gouarner nevez a gemennaz d’ar Zant dont adarre da Garthaj, hag a benn eunn tachad goude, her galvaz ive dirazhan hag e komzaz outhan evelhenn : « — C’houi eo ann hini a zo bet eskop ha tad ann dud-se a reer kristenien anezho ? » « — Ia, me eo, eme Ziprian. » « — Mad, ann impalaered a ro urs d’ehoc’h da adori ho doueou. » « — Ne c’hellann ket senti ouz ann urs-se, eme ar Zant. » « — O pezet muioc’h a zamant d’ho puez, eme ar gouarner. » « — Grit ar pez a zo gourc’hemennet d’ehoc’h, eme Ziprian erfin. »

Neuze Galer, goude beza kemeret ali ar varnerien a ioa enn dro d’ezhan, a goundaonaz ar Zant da veza dibennet. « — Doue ra vezo meulet ! » eme Ziprian o klevet ar zetans-se. He verzerenti a erruaz d’ar 14 a viz guengolo euz ar bloaz 258.


KENTELIOU SANT SIPRIAN

Da genta. — Ar basianted hon laka da veza braz dirak Doue, hag hon dalc’h enn he c’hras.

D’ann eil. — Red eo enebi buhan-buhan ouz tentationou ann drouk-spered ; ne c’hortozit ket ma vezo deuet ar zarpant bihan da greski.

D’ann trede. — Ann humilite eo ar mean-diazez euz ar guir zantelez, hag ann ourgouill n’euz plas ebed evithan er baradoz.

D’ar pevare. — Eur follentez eo klask plijout d’ar bed ; rak, kaer o pe ober, ar bed en devezo ato eunn dra bennag da lavaret ac’hanhoc’h hag ho kaloun a vanko bepred eunn dra bennag d’ezhi, ha p’o pefe holl vadou ar bed.