Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Seraphin

Eus Wikimammenn
◄   Tarak Seraphin Edouard   ►



ann daouzekved devez a viz here


SANT SERAPHIN, EUZ A URS SANT FRANSEZ
————



Ar zant-ma a ioa ganet enn Itali, ha mab da eur mansouner, hanvet Jerom. Hano he vam oa Theodora, hag hen a oue badezet dindan ann hano a Felis. He dud a ioa kristenien vad ho daou ; mes he vamm a ioa eur vaouez ar seurt ne vez ket guelet aliez. Deski a reaz abred d’he mab karet ann Aotrou Doue ha kaout heuz ouz ar pec’hed, hag ar c’henteliou-ze a ieaz doun e kaloun ar paotrik. He vrasa plijadur enn he vugaleach oa mont d’ann offerenn ha d’ann offisou all euz ann iliz.

Pa oue enn oad da c’hounit he voued, Felis a oue kaset da zervicha enn eunn ti var ar meaz, hag eno e oue karget da ziouall ann denved. Hogen, mar d-oa aketuz da deuler evez euz he zenved, oa aketusoc’h c’hoaz da veilla varnhan he-unan gant aoun na deuje da zaotri he ene dre eur pec’hed bennag. Merket en doa furm eur groaz var groc’henn eur vezenn zero, ha dirak ar groaz-se e lavare aliez d’he Zalver Jezuz : « — O va Jezuz, me ho trugareka abalamour m’oc’h euz va lakeat da c’henel paour eveldhoc’h. N’em euz avi ebed ouz madou ann douar, ha ne c’houlennann nemed ober ar pez a blij ar muia d’ehoc’h ha kerzet bepred var ho roudou. »

Mes, etre daou, e varvaz he dad, hag e tistroaz d’ar gear evit sikour he vamm ha deski ar vicher a vansouner gant he vreur ; rak bez’en doa eur breur kosoc’h evithan, he hano Silensius, hag hema en doa dija brud da veza eur mansouner euz ar re vella. Mes eur goall den oa a hent all, hag e leac’h servichout da dad da Felis, ne oue evithan nemed eur bourreo.

He gemeret a eure da genta da zarbarer, hag ober a rea d’ezhan dougen beac’hiou hag a ioa dreist he c’halloud. Mes ar paotrik a zonje e pasion he Zalver Jezuz, ha n’en em glemme ket. Avechou he vreur hen lakea er meaz euz ann ti a daoliou treid ; neuze ar paotrik, heb lavaret eur ger na klask en em zifenn, en em denne enn eur c’horn-tro bennag da bedi Doue. Avechou all Silensius ne roe ket he goan d’ezhan, goude m’en deveze labouret a laz-korf epad ann deiz ; mes ar paotrik a ioa boaz da iun teir guech er zizun eunn nebeut bloaveziou a ioa, ha n’en em glemmeket euz ann dra-ze ken nebeut.

Theodora a ioa rannet he c’haloun o velet ar vuez a rea he mab kosa d’ar iaouanka ; mes he anken a greskaz c’hoaz pa glevaz lavaret e tlient mont ho daou da vourg Loro da zevel eunn ti nvez da eur bourc’hiz hanvet Manukchi. Goulskoude, pa erruaz eno gant he vreur, Felis ne oue ket abandounet gant Doue.

Manukchi en doa eur verc’h hag a dremene he holl amzer enn he c’hambr o pedi hag o lenn levriou devot. Eunn devez, Felis a lavaraz d’ann dimezell-ze : « — Na c’houi zo euruz abalamour ma c’houzoc’h lenn ! Evidon-me ne c’houzounn ket siouaz ! hag evelato em euz c’hoant d’en em denna enn eunn ermitach bennag evit ober pinijenn epad ann nemorant euz va buez. » « — Pinijenn aoualc’h a rit er stad m’emaoc’h, » eme ann dimezell.

« — Guir eo, eme ann darbarer, kalz poan am euz ; mes muioc’h a garfenn da gaout c’hoaz. » « — Mad, eme ann dimezell, mar fell d’ehoc’h kuitaat ar bed, perak ne c’houlennit ket beza resevet enn eur gouent bennag ? Er c’heariou divar dro ama ez euz meura gouent euz a Urs sant Fransez ; evelse, e Tolentino ez euz unan: it di da velet. »

Felis a zentaz hag a ieaz da Dolentino ; mes superior ar gouent a lavaraz d’ezhan e raje guelloc’h o chom er gear da zikour he vamm p’e guir houma a ioa paour. Pa zistroaz ac’hano da vourg Loro, e klevaz a bep seurt rebechou gant he vreur, ha bez’en devoue zoken eur zaead vazadou.

Mes ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha d’ann oad a drivac’h vloaz e oue resevet erfin e kouent Iesi. Oh ! na kaera deiz a oue evithan ann devez ma viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Fransez ! He ene a oue beuzet enn eur mor a joa, ha neuze ive oue roet d’ezhan ann hano a Zeraphin.

Evit guir, beva a eure er gouent kentoc’h egiz eur seraphin eged egiz eunn den. Bez’e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou, ha dreist peb tra eur skouer a binijenn, a humilite, a basianted hag a zevosion. Doue, dioc’h he gostez, a gargaz he zervicher a c’hrasou dispar. Evelse, ouspen m’en doa ann donezoun a viraklou, ar Zant a c’helle c’hoaz lenn ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar galoun, ha rei da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont.

O veza kouezet klanv, e c’houlennaz dioc’htu he zakramanchou diveza, petra bennag n’oa doare ebed e vije ar maro ganthan, hag a veac’h en doa ho resevet ma tremenaz sioulik d’ann 12 a viz here euz ar bloaz 1604, oajet a bevar bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ma tle ann holl diouall da ober d’ho nesa ar pez ne garfent ket a ve great d’ezho ho-unan, ar breudeur hag ar c’hoarezed o deuz c’hoaz goasoc’h pec’hed pa ne viront ket al lezenn-ze ann eil e kenver egile. Mar d-oc’h eta ar c’hosa euz a eur vandenn vinored, taolit evez na rafac’h d’ezho ar pez a oue great d’ar zant-ma gant he vreur ; rak ne ve ket brao d’ehoc’h mont dirak Doue gant eunn hevelep samm var ho koustians.