Buhez ar Sent/1894/Samson

Eus Wikimammenn
◄   Anna Samson Nazer ha Sels   ►



ar seizved var’nn ugent a viz gouere


SANT SAMSON, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. He vamm ne espernaz netra evit ober anezhan eur paotrik fur ha devot, ha d’ann oad a bemp bloaz e oue lakeat er skol gant sant Ildut. En em gaout a reas eno asambles gant sant Paol ha sant Jildas, hag ann daou zant-ma hag hen a oue ato mignouned vraz betek ho maro. O veza m’en doa eur spered lemm, e teske ar pez a garie, hag heb dale e oue unan euz ar re habila euz ar skolach ; mes unan euz ar re zantela oa ive, hag ann dra-ma a zo guelloc’h c’hoaz.

Mar d-oa aketuz d’ar studi, oa aketusoc’h c’hoaz d’ar bedenn ha d’ar iun, hag evit he rekoumpansi Doue a roaz d’ezhan, d’ann ampoent-se zoken, ann donezoun a viraklou. Eunn devez, sant Ildut en doa kaset he skolaerien da c’houennat eur parkad ed, hag unan anezho a oue flemmet gant eunn aer-viber. Dija oa prest da vervel, ker koenvet oa ; mes Samson a bareaz anezhan enn eunn taol oc’h ober sin ar groaz var he c’houli.

Pa oue echu he studi ganthan, Samson a gemeraz ann Ursiou sakr dre ali he vestr. Neuze e teuaz da vir ar pez en doa lavaret sant Ildut divar he benn ar vech genta m’en doa he velet. Goude beza he vriatet gant karantez, sant Ildut a ioa bet klevet o lavaret : « — Pebez anaoudegez vad ne dleomp-ni ket d’ehoc’h, o va Doue, abalamour m’oc’h euz lakeat ann heol-ma da zevel enn hor bro ! Nag a boblou a vezo sklerijennet ganthan enn tu-ma hag enn tu all d’ar mor ! Nag a dud a vezo dlaourien d’ezhan euz ho zilvidigez ! Ia, setu aze eur c’hrouadur hag a vezo eunn deiz henor ar Vretouned ha gloar ann Iliz. »

Eur vech belek, Samson a c’houlennaz kounje digant he vestr d’en em denna enn eunn eneaenn el leac’h ma’z oa eur rumm venac’h hag a rene eur vuez kalet ha pinijennuz meurbed. Sant Ildut a roaz kounje d’ezhan, hag enn enezenn-ze e tremene ann deiz o pedi hag o labourat, hag ann noz o vedita var ar Skritur Sakr. Pa veze re zare gant ar c’hoant kousket, ec’h harpe he benn oc’h eur voger pe eunn dra all bennag, hag e rea eur voredenn enn he za ; mes ne d-ea morse da vele ebed.

Etre daou e oue galvet da vont var dro he dad, a ioa kouezet goall glanv. Kerkent ha ma erruaz er gear, he dad en em gavaz guelloc’h hag a zonjaz kuitaat ar bed eveldhan evit en em rei holl da zervich Doue. Samson a lakeaz ive ar memes sonj e spered he vamm hag he vreudeur, hag e spered eunn eontr, eur voereb ha tri genderv d’ezhan. Goudeze e tistroaz d’he gouent hag e oue hanvet da zuperior ; mes a benn trivac’h miz e lezaz ar garg-se evit mont d’ann Irland da studia ar Skritur Sakr ; rak kredi a rea n’oa ket c’hoaz habil aoualc’h var ar poent-ma.

O veza distro da Vro-Zaoz, ec’h en em dennaz gant pevar manac’h all enn eur c’havarn spountuz a ioa e kreiz eur c’hoat braz, hag er c’havarn-ze e veve heb dibri tamm ebed, kouls lavaret. Mes eskibien ar vro a reaz d’ezhan dont ac’hano evit he lakaat da abad enn eur gouent a ioa bet savet guech all gant sant Jermena Aoserr. Prest goude e oue sakret eskop he-unan, gant ar c’halloud da brezeg ann Aviel el leac’h ma karje Doue he gas, hag heb beza stag oc’h eskopti ebed.

Neuze eunn eal a lavaraz d’ezhan treuzi ar mor evit dont da Vreiz, ha Samson a zentaz raktal ouz ar vouez-se euz ann env. Diskenn a eure var douar Breiz e kichen kear Dol, hag abarz nemeur e oue choazet evit kenta eskop ar gear-ma. Mes araok ann dra-ze en doa savet eur gouent evit loja ar venac’h a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag oa en em lakeat da gelenn ann dud divar dro var guirioneziou ar feiz.

Ann dud-ma a ioa c’hoaz paianed, lod anezho ; lod all a ioa dija badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa ato paian. Ar Zant a labouraz betek he huanad diveza d’ho gounit holl da Zoue, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit skleraat ho sperejou ha lamet ann dizursiou hag ar giziou fall euz ho zouez. Bez’e oue er memes amzer ho abostol, ho fastor hag ho zad, ha mervel a reaz erfin leun a veritou ha brudet dre he viraklou er bloaz 565 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Pa erruaz ar zant-mae kear Dol, ann dud divar dro a ioa c’hoaz paianed, lod anezho. Lod all a ioa dija badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa ato paian. Lakit doun enn ho spered n’e ket aoualc’h beza bet badezet evit mont d’ar baradoz pa vezer deuet enn oad da anaout ar mad dioc’h ann drouk. Red eo, ouspenn, ren eur vuez e guirionez kristen, da lavaret eo, red eo miret a boent da boent gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz.