Buhez ar Sent/1894/Rok

Eus Wikimammenn
◄   Gouel Maria-Hanter-Eost Rok Joachim   ►



ar c’houezekved devez a viz eost


SANT ROK
————


Ar zant-ma ioa ganet e Monpellier, hag a oue goestlet d’ar Verc’hez gant he vamm kerkent ha ma teuaz er bed. He dud a ioa pinvidik, mes ho c’holl a reaz abred. Neuze, o veza n’en doa na breur na c’hoar, e verzaz dre guz ar muia ma c’hellaz euz he zanvez, ha goude beza lezet ann nemorant etre daouarn eunn eontr, d’ezhan, ec’h en em viskaz evel eunn den hag a zo o vont da bardouna, hag e skoaz etrezek Rom.

O veza erruet enn eur gear euz ann Toskaan, e klevaz lavaret edo ar vosenn eno, ha raktal ec’h en em ginnigaz da zuperior ann hospital evit entent ouz ar rea ioa taget gant ar c’hlenved-se. Petra bennag ne oa c’hoaz nemed ugent vloaz, ec’h en em istime euruz abalamour ma c’helle riskla he vuez he-unan evit ober vad d’he nesa. Chom a rea noz-deiz var dro ar re glanv evit ho louzaoui, dresa ho gueleou ha pourvei d’ho holl ezommou. Evel eunn eal oa enn ho zouez, hag ar guel hebken anezhan a laouenea ho c’haloun. Evit ac’hano, ne esperne netra evit dousaat ho foan ; mes er memes amzer ne ehane da bedi evitho ha da gomz d’ezho euz a Zoue hag euz a zilvidigez ho ene.

Ar Zant a reaz goudeze Sezeenn, e Rimini, e Rom hag e Plezans, al labour a drugarez en doa great da genta enn Toskaan. Rak, d’ar mare-ze ar vosenn a bourmene enn Itali euz ann eil kear d’eben, enn eur gas d’he heul e peb leac’h ar spount hag ar maro, ha Rok a rede ato var he lerc’h evit tenna euz a dre he skilfou ar muia ma c’hellje a dud. Doue a ziskouezaz dre eleiz a viraklou pegement e plije d’ezhan karantez he zervicher, hag ar Zant a bareaz eur maread tud, hag a ioa dija prest da vervel, enn eur ober hebken sin ar groaz varnho.

Abarz ar fin e kouezaz klanv he-unan enn hospital Plezans. Eur gouli heuzuz a zavaz enn he c’har, hueloc’h eget penn he c’hlin, hag ar gouli-ma a leske kement ma n’oa ket evit miret da grial avechou. Neuze e kuiteaz ann hospital gant aoun da zieza ar re all, hag ec’h en em dennaz var bouez eur vaz betek eul lochenn a gavaz enn eur c’hoat tost da gear.

Doue n’hen lezaz ket eno enn abandoun, hag a lakeaz eur feunteun da redet e kichenik he lochenn ; rak dare oa gant ar zec’hed. Ouspenn-ze, eur c’hi a deue diou vech bemdez da zigas d’ezhan eunn tamm bara.

Ar c’hi-ma a ioa da eunn Aotrou divar dro. Eunn devez m’edo ann Aotrou-ze oc’h taol, e oue souezet-maro o velet he gi o lammet da gregi enn tamm bara a ioa ganthan enn he zorn, hag o vont goudeze er meaz gant ann tamm bara en doa paket. Ar c’hi a reaz ar memes tra antronoz da lein ha da goan. Raktal ann Aotrou a gredaz ne veze ket roet a voued aoualc’h d’ezhan, ha setu hen da skandalat he zervicherien. Mes ar re-ma a respountaz en deveze ato da zibri leiz he gof. O klevet ar respount-se, ann Aotrou a oue souezetoc’h eget biskoaz, hag antronoz all setu hen ha mont he-unan var-lerc’h he gi, goude m’oa bet adarre o kerc’hat eunn tamm bara er zal.

Erruout a eure evelse er c’hoat dirak lochenn Rok, hag eno e velaz he gi o kinnig ann tamm bara d’ar Zant enn eur zoubla he benn, ha Rok o kemeret ar bara gant eunn dorn hag o vennigen ar c’hi gant he zorn all. Eunn hevelep burzud a lakeaz ann Aotrou d’ober he zonj dioc’htu da jom he-unan da zelc’her koumpagnunez d’ar Zant evit entent outhan ken na vije pare.

Doue, evit guir, a roaz adarre ar iec’hed d’he zervicher enn eur lavaret d’ezhan distrei d’he vro. Rok a zentaz var ann heur ; mes, pa erruaz e Monpellier, ne oue anavezet gant den, ker chenchet oa ha ker paour oa guisket Pa oue goulennet outhan piou oa, ne falvezaz ket d’ezhan respount, kement a joa en devoa oc’h en em velet disprijet gant ann holl. Kemeret e oue eta evit eul lakepod, ha taolet enn eur prizoun tenval el leac’h ma tremenaz pemp bloaz, heb ken bevans nemed bara ha dour na ken guele nemed ann douar noaz. Mes gant ann dra-ze oa ato laouen : ar pez a rea d’ar gardian lavaret n’oa ket henvel ouz ann dud all. Mervel a eure leun a veritou er bloaz 1327, oajet a bemp bloaz ha daou-ugent pe var dro. Goude he varo e oue anavezet dre eur groaz ruz a ioa merket var he stomok hag a ioa deuet ganthan var ann douar. Sant Roka vez pedet dreist peb tra evit beza diouallet dioc’h ar vosenn ha dioc’h ann holl glenvejou speguz.


SONJIT ERVAD

Pa viot galvet da veilla eunn den toc’hor bennag, pedit evithan ive evel a rea ar zant-ma evit ar re ma veze var ho zro, ha lakit-hen da ober bep ann amzer aktou a feiz, a esperans, a garantez, a gontrision hag a abandoun parfet etre daouarn ann Aotrou Doue. Mar d-eo re zempl evit ober ann aktou-ze a c’hinou, sikourit anezhan da vihana da lavaret a galoun, hag aliesa ma c’hello heb en em skuiza re, ann hanoiou santel a Jezuz, a Vari, a Joseph. Evelse ho nozvez veilla a vezo eunn nozvez hag a gounto dirak ho parner pa deui ive hoc’h heur da vont euz ar bed-ma.