Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Remon Nonnat

Eus Wikimammenn
◄   Roza a Lima Remon Nonnat Jiles   ►



ann unan ha tregont a viz eost


SANT REMON NONNAT
————


Remon a deuaz er bed goude maro he vamm, hag abalamour da ze e oue leshanvet Nonnat ; rak ar ger-ma a zinifi eunn den ha n’e ket ganet evel ar re all. Rei a eure a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont ; rak d’ann oad-se oa dija troetoc’h var ann devosion eget var ar c’hoari.

Pa oue braz aoualc’h da vont dar skol, e oue lakeat var ar studi ; mes, gant aoun na zavche c’hoant ganthan da veza belek pe vanac’h, he dad a reaz d’ezhan distrei d’ar gear, hag her c’hasaz da labourat eur ferm en doa var ar meaz. Remon a zentaz heb lavaret ger, hag, o veza ma karie beza he-unan, e lezaz al labour all gant ar mevellien, hag ec’h en em gargaz da ziouall al loaned.

Hogen, sant Nikolas en devoa eur chapel e traon ar menez el leac’h ma veze peurvuia gant he loaned, hag er chapel-ze ez oa eunn imach d’ar Verc’hez Vari. Remon en em denne eno aliez da bedi ar Verc’hez da gaout truez outhan, ha da gemeret anezhan evit he mab p’e guir n’en doa mamm ebed var ann douar.

Mari a zelaouaz he bedenn, hag a roaz da anaout d’ezhan e raje plijadur d’ezhi o vont enn Urs a ioa nevez savet evit tenna ar gaptived euz a dre zaouarn ann Turked. Remon, o veza kounje digant he dad, a skoaz raktal etrezek Barseloonn evit goulenn beza resevet enn Urs-se. Resevet e oue gant sant Per Nolask.

A benn tri bloaz goude beza great he veuiou, e oue kaset he-unan d’ann Afrik, hag enn eur erruout e kear Aljer e prenaz eur maread kaptived. Mes kalz re all a jome c’hoaz ha n’en doa mui a arc’hant da baea ho ransoun. Neuze Remon a lavaraz d’ann Turked : « — Mar kirit lezel ar gaptived all-ze da zistrei ive d’ho bro, me ro d’ehoc’h va ger e vezo paet ho ransoun divezatoc’h, ha da c’hortoz, me jomo da gred evitho. » Great e oue evel a lavarear Zant ; ar gaptived a oue laosket holl da vont kuit, ha Remon a jomaz da gred evit ar re n’oa ket c’hoaz paet ho ransoun.

Raktal ec’h en em lakeaz da brezeg ann Aviel d’ann Turked, petra bennag m’oa difennet ann dra-ze dindan boan a varo, ha bez’en devoue ann eur da c’hounit meur a hini anezho da feiz Jezuz-Krist. Mes diskuillet e oue d’ar gouarner, hag hema her c’houndaonaz da vervel dre ar peul. Ann nep a veze koundaonet d’ar seurt maro-ze a veze treuzet he gorf gant eur peul euz ann eil penn d’egile.

Ar Zant a zridaz he galoun gant ar joa pa glevaz pe seurt setans a ioa douget enn he enep. Goulskoude ar zetans-ma a oue chenchet enn eunn all hag her c’houndaone hebken da reseo taoliou baz var blantou he dreid; rak ann Turked o doa aoun da goll ar ransoun a ioa dleet d’ezho c’hoaz evit lod euz ar gaptived o doa lakeat e liberte. Hogen, Remon a gendalc’haz da brezeg enn despet d’ann taoliou baz en doa bet. Mes diskuillet e oue adarre d’ar gouarner, hag enn dro-ma ar gouarner a ordrenaz toulla he vuzellou d’ezhan ha staga outho eur potaillik hag a ioa alc’houez varnhan. Goudeze e reaz he deuler enn eur prizoun tenval dindan ann douar, hag ar Zant a dremenaz eiz miz er prizoun heuzuz-se, karget a jadennou hag he c’hinou ato alc’houezet nemed da vare ann tammou prejou a veze servichet d’ezhan.

Abarz ar fin ec’h erruaz menac’h euz he Urs gant ann arc’hant en doa lavaret a vije roet evit ar gaptived n’oa ket c’hoaz paet ho ransoun. Remon a vije bet joa ganthan chom pelloc’h etre daouarn ann Turked, enn esper echui he vuez dre ar verzerenti; mes distrei a renkaz d’he gouent asambles gant ar venac’h a ioa deuet d’he gerc’hat.

Ar pab Gregor IX, o veza klevet hano eus ar pez en doa bet da c’houzanv enn Afrik, her greaz kardinal hag her galvaz da vont da Rom. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu enn hent; mes klenver a eure e Kardoonn, hag eno e varvaz leun a veritou d’ann 31 a viz eost euz ar bloaz 1240, goude beza bet kommuniet gant ann elez ; rak ar belek a oue klasket da zont var he dro n’edo ket er gear. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz ha tregont.

O veza ne c’houiet ket e pe leac’h he enterri, e oue lakeat he gorf var gein eur mul dall enn eur lavaret e vije enterret el leac’h ma chomje ar mul a za. Hogen, al loan dall a gendalc’haz da vont araok ken na erruaz e kichen dor chapel sant Nikolas, ar chapel m’oa bet boaz Remon d’en em denna ennhan enn he iaouankiz evit pedi dirak imach ar Verc’hez. Er chapel-ze e oue enterret, hag a-c’houdevez ez euz bet savet eno eur gouent euz he Urs.


SONJIT ERVAD

Nag a gaptived n’en deuz ket prenet ar zant-ma ! Nag a eneou n’en deuz great ma vije bet lezet da vervel varlerc’h he vamm evel ma lezer siouaz ! ken aliez a vugel all. Ar re a zo var dro eur c’hreg, hag a varv er stad m’edo mamm Remon Nonnat, a zo eunn dever evitho, hag eunn dever striz, ober ar pez a zo enn ho galloud evit savetei he vuez d’ar c’hrouadur. Ann amiegezed, dreist holl, a dle gouzout penaoz en em gemeret evit kement-se, ha ma ne c’houzont ket, eo red d’ezho deski. Pebez samm var ho c’houstians ma vent kaoz da eur c’hrouadur da vervel, ha da vervel heb badiziant !