Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Raphael

Eus Wikimammenn
◄   Frumans Raphael Gouenou   ►


ar pevare var ’nn ugent a viz here


SANT RAPHAEL, ARC’HEAL
————


Sant Raphael, arc’heal, eo prins ann Troned, ann trede keur elez euz ar baradoz, evel ma’z eo sant Gabriel prins ar Cherubined, ha sant Mikeal prins ar Seraphined. He hano a zinifi Medisin ann Aotrou Doue, hag abalamour da ze ann Iliz her ped da barea ann holl dud klanv, koulz ar re a zo klanv a spered evel ar re a zo klanv a gorf.

Sant Raphael a oue karget guech all da ober koumpagnunez da vab Tobias, pa oue kaset hema gant he dad da gear Rajes, da c’houlenn eur guchenn arc’hant a ioa bet prestet gant Tobias koz da eunn den euz ar gear-ze. Mab Tobias ne c’houie ket ann hent da vont di ; mes ann arc’heal Raphael, o veza kemeret furm eur beachour, en em ginnigaz d’hen diskouez d’ezhan, hag a lavaraz d’he dad : « — Bezit dinec’h divar benn ho mab ; me her c’haso da Rajes, hag hen digaso d’ar gear enn dro heb na c’hoarvezo drouk ebed ganthan. » « — Mad, eme Dobias, it eta ho taou enn hent, ha beach vad d’ehoc’h ! Doue hag he elez ra vezint ganehoc’h bepred ! »

Da fin ann daou zevez kenta, ann daou veachour a erruaz gant eur ster vraz. Mab Tobias a c’hoanteaz goalc’hi he dreid er ster-ze, ha kerkent setu eur pikol pesk o tilammet varnhan egiz p’en devije c’hoant d’he lonka. Tobias a oue spountet ; mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Krogit e diouskouarn ar pesk, ha chachit-hen varzu enn-hoc’h. » Tobias a zentas, ha neuze ann eal a lavaraz d’ezhan adarre : « — Digorit ha goullonderit ar pesk ; mes diouallit avad da deuler kuit ar galoun, ar vestl hag ann evu ; rak ann traou-ze a zo mad da ober louzou. » Tobias a heuliaz ann ali a roet d’ezhan, ha goudeze he goumpagnoun hag hen a boazaz ar pesk, hag ar pez ne c’helljont ket da zibri dioc’htu a oue sallet gantho da zibri enn hent.

Enn eur zigouezout enn eur gear, ann eal a lavaraz da Dobias : « — Ama ez euz eunn den, he hano Ragel, hag a zo kar d’ehoc’h. Ann den-ze en deuz eur verc’h, hanvet Sara ; goulennit houma da bried hag o pezo anezhi, ha goude ann eured tremenit ganthi ann tri devez kenta o pedi Doue. »

Var gement-se ez ejont ho daou da di Ragel, hag hema ho digemeraz gant joa p’en devoue Tobias en em roet da anaout. « — Va bennoz d’ehoc’h, va mab, emezhan ; ho tad eo guella den a zo var ann douar. » Raktal e reaz pourchas koan d’ann daou veachour ; mes Tobias a lavaraz : « — Evidon-me ne zebrinn na ne evinn ken n’o pezo selaouet va fedenn : me c’houlenn diganehoc’h ho merc’h Sara da bried. » Kerkent ann eal a lavaraz ive : « — N’oc’h euz ket da varc’hata ; rak Tobias a zo eunn den a zoujans Doue. » Neuze Ragel a asantaz dioc’htu, hag o veza great da Dobias ha da Zara rei ho dorn ann eil d’egile, e vennigaz anezho a vouez huel. Goudeze ec’h en em lakejont holl ouz taol da goania. Tobias ha Sara a dremenaz ann tri devez kenta euz ho eured o pedi Doue, hag ann eal, evit ober plijadur da Dobias, a ieaz he-unan da Rajes da gerc’hat ar guchenn arc’hant m’oant deuet da glask.

Goulskoude Tobias en doa mall da zistrei d’ar gear abalamour d’he dad ha d’he vamm ; rak ar re-ma a ioa dija koz. O veza bet eta argoulou Sara digant Ragel, ec’h en em lakeaz adarre enn hent asambles gant he bried hag ann eal. Hogen, he dad a ioa dall eunn tachad a ioa ; mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Pa viot erruet er gear, frottit daoulagad ho tad gant vestl ar pesk oc’h euz lazet enn eur zont, ha raktal ho tad a velo adarre ker sklear ha biskoaz. »

Tobias, en eur erruout er gear, a reaz ar pez a ioa bet lavaret d’ezhan gant he goumpagnoun, ha ker buhan e oue pare he dad. Neuze, ema hag hen en em glevaz da rei eur rekoumpans kaer d’ann eal, a gemerent ato evit eur beachour. Mes ann eal a respountaz d’ezho : « — Trugarekait ann Aotrou Doue dre ma’z eo bet trugarezuz enn ho kenver. Ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn a dal hirroc’h eged holl denzoriou ann douar. Selaouit, Tobias : pa bedac’h enn eur vouela, ha pa’z eac’h enn noz da zebelia ar re varo, me a gase ho pedenn betek ann env ; rak me eo Raphael, unan euz ann elez a vez ato enn ho za dirak tron ann Aotrou Doue. »

O klevet ar c’homzou-ma, ann daou Dobias a oue estlammet-holl, hag en em strinkaz var ho fenn d’ann douar. Mes ann eal a lavaraz d’ezho : « — Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, ha n’o pezet aoun ebed, Doue eo en deuz va digaset d’ho kaout ; trugarekait anezhan ha kanit he veuleudiou. » O veza komzet evelse, ann eal ho c’huiteaz ha n’her gueljont mui : nijet oa adarre d’ar baradoz.


SONJIT ERVAD

Ann arc’heal Raphael eo Medisin ann Aotrou Doue. N’euz klenved ebet eta na c’helfe parea. Penaoz bennag ec’h en em gafemp eta skoet, a gorf pe a spered, goulennomp ar iec’hed diganthan. Pedomp anezhan dreist peb tra da barea klenvejou hon ene, ha d’hor zikour da drec’hi hon techou fall ha da enebi kalounek ouz tentasionou ar bed, ar c’hig hag ann drouk-spered.