Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Prim ha Felisian

Eus Wikimammenn
◄   Medard ha Godard Prim ha Felisian Mac’harit, Rouanez a Skos   ►



ann naved devez a viz even


SANT PRIM HA SANT FELISIAN, MERZERIEN
————


Prim ha Felisian a ioa daou vreur ginidik euz a Rom. O veza bet gounezet d’ar feiz gant ar pab Felis, ec’h en em daoljont holl d’ann oberiou a drugarez. Kement tra o devoa a ioa daou-hanter etre ar beorien hag hi ; aliez e vezent guelet er prizouniou, ha meur a vech e tremenent ann deiz hag ann noz o konsoli ar gristenien a veze ennho, hag o rei nerz d’ezho da c’houzanv ar maro gantjoa evit Jezuz-Krist : ho heul a reant zoken betek tachenn ar verzerenti.

Abarz ar fin e ouent diskuillet d’ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian. Ann daou impalaer-ma ne espernjont netra evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz ; mes, o velet e kollent ho amzer gantho, e lakejont anezho etre daouarn ar vourrevien, gant urs d’ho skourjeza, da zispenn ho c’horf gantann durkez ha d’ho diskroc’henna.

Hogen, kaer a ioa ober d’ezho goasa a c’hellet, ann daou vreur a zalc’he mad ato da adori ar guir Doue. Neuze e ouent kaset da Nomento da gaout ar barner Promotus, hag hema ho dispartiaz ann eil dioc’h egile. Goudeze e klaskaz, da genta, dont a benn euz a Felisian ; mes Felisian a reaz goab euz he bromesaou evel euz he c’hourdrouzou, hag a respountaz d’ezhan krak ha berr : « — Me fell d’inn mervel e servich Jezuz-Krist, a anavezann tregont vloaz zo evit va Mestr ha va Doue. »

O klevet ar respount-se, Promotus a reaz staga ar Zant oc’h eur peul, ha sanka tachou ha minaouedou enn he zaouarn hag enn he dreid. Mes, o veza ma kreske he nerz kaloun dre m’her bourrevet, ar barner a ordrenaz he lezel a-istribill ouz ar peul epad tri devez dioc’htu heb rei tamm d’ezhan da zibri na banne da eva. Eur skrij eo sonjal er boan en devoue Felisian o chom keit all er stad-se. Mes dont a eure boued d’ezhan euz ann env, hag ar boued-ma her c’hrenveaz kement ma’z oa prest da c’houzanv poaniou krisoc’h c’hoaz. Evelato, a benn tri devez, e oue distaget dioc’h ar peul ha kaset enn dro d’ar prizoun, el leac’h m’edo araok.

Neuze Promotus a c’halvaz he vreur Prim, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Ac’hanta, emezhan, ho preur Felisian a zo bet furoc’h evidhoc’h ; sentet en deuz ouz ann impalaered, hag ar re-ma o deuz her c’harget a henor. Mar kirit ober eveldhan, o pezo ive perz enn he c’hloar. » Mes Prim a respountaz raktal : « — Me c’hoar aoualc’h petra zo erruet gant va breur ; eunn eal en deuz kountet d’inn ar pez oc’h euz great d’ezhan, ha plijet gant Doue em befe ann eur da c’houzanv va-unan evit Jezuz-Krist kement hag en deuz-hen gouzanvet. »

Ar respount-ma a lakeaz ar barner da vont enn egar ha setu hen ha rei urs da vrevi korf ar Zant a daoliou baz, ha da zevi he gostou d’ezhan gant goulou var elum ; mes Prim a ioa ato laouen e kreiz ar iudazerez-se. Etre daou, Promotus, drouk ennhan goasoc’h eget biskoaz, a gasaz unan bennag da gerc’hat Felisian, ha pa oue digouezet hema, e lakeaz skuill dirazhan ploumm teuzet e ginou he vreur. Mes Prim n’en devoue ket muioc’h a boan gant ar ploumm-ze eget n’en devije bet oc’h eva eur banne dour fresk.

Goulskoude ar barner, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ann daou verzer, a ordrenaz leusker daou leon varnho. Mes al leoned, e leac’h kregi ennho, a c’hourvezaz eharz ho zreid enn eur ober chalantiz d’ezho.

Ouspenn daouzek mil den a oue test euz ar mirakl-ma, ha var ann niver-ze pemp kant da nebeuta a anavezaz dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen. Evelato Promotus a jomaz bepred aheurtet, ha gant he gounnar e koundaonaz ann daou vreur kalounek da veza dibennet. Ho merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 286.


SONJIT ERVAD

Doue en deuz konsolet ha kennerzet ann daou verzer santel-ma e kreiz ho foaniou. En em roomp holl da Zoue, ha Doue a vezo ive holl evidomp. Seul-vui m’or bezo poan, ma vezimp ankeniet ha dilezet gant ann dud, seul-vui ive e teuio Doue d’hor c’harga euz he c’hrasou. Doue eo ar mignoun fidel ne abandoun morse ar re her c’har. Avechou ec’h en em zalc’h kuzet evit guelet ha ni hor bezo fizians ennhan. Mes, kerkent ha m’her galvomp, ema ouz hor sikour.