Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Perpet

Eus Wikimammenn
◄   Aphraat Perpet Valtrud   ►



ann eizved devez a viz ebrel


SANT PERPET, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Aovergn hag en devoa kalz leve; mes ober a reaz ato eunn implij mad euz he zanvez. Piz oa outhan he-unan, mes e kenver ar beorien oa brokuz ha foran zoken, o veza bet hanvet da eskop e Tour, e labouraz aketuz da lakaat urs e peb tra enn he eskopti. Dougen a eure lezennou leun a furnez ken evit ann dud a iliz, ken evit ar bobl : unan euz al lezennou-ma a goundaone ann nep a vije bet mezo da jom eur miz heb tostaat ouz ar gommunion.

Sant Perpet en devoa eunn devosion vraz evit ar Zent, ha ne gave morse re vrao ann ilizou a veze savet enn ho henor hag ar voestou a veze great da lakaat ho relegou. Kement a dud a deue da bardouna var bez sajnt Martin ma n’oa ket mui a blas aoualc’h evitho enn iliz a ioa bet savet gant sant Bris. Perpet a reaz sevel unan nevez, kalz brasoc’h ha kalz kaeroc’h eged ann hini goz, ha pa oue echu ha konsakret, e lakeaz kas di korf ar Zant. Eunn iliz all a zavaz c’hoaz e kear enn henor d’ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag eur maread re all var ar meaz.

Mes ar vertuz a remerket ar muia er zant-ma oa he garantez evit ar beorien. Netra ne ziskouez guelloc’h ar garantez-se eged ann testamant a reaz er bloaz 475, pemzek pe c’houezek vloaz araok he varo. Dre ann testamant-ma, da genta, e pardoune ho dle da gement hini a vanke d’ezhan eunn dra bennag. Goudeze e roe he levriou d’he iliz kathedral hag e stage outhi tammouigou leve; mes ann nemorant euz he zanvez a zine holl d’ar beorien. Setu ama penaoz e komze :

« Enn hano Jezuz-Krist, evelse bezet great ! Me, Perpet, pec’her hag eskop Tour, am euz c’hoanteat diskleria ama va bolontez diveza abarz mervel, gant aoun na ve ankounac’heat ann dud paour goude va maro ha n’o defe ket ho lod euz va heritach. O c’houi a zo da dosta d’am c’haloun, c’houi, va breudeur muia karet, va c’hurunenn, va joa, va aotrounez ha va bugale! C’houi, peorien Jezuz-Krist, a zo bepred enn dienez hag a renk mont da glask ho poued; c’houi tuk klanv, intanvezed hag emzivaded keiz! Me hanv hag a ra ac’hanhoc’h heritourien euz va ho danvez, nemed ar pez am euz dija testamantet d’an iliz kathedral. Me a ro d’ehoc’h eta, dre ar skrid-ma va holl douarou, douarou labour ha douarou peuri, va foenneier, va c’hoajou, va guiniennou, va ziez, va jardinou, va lennou, va milinou, va aour, va arc’hant, va dillad, ha kement tra all am euz.

« Me fell d’inn e ve guerzet ann traou-ze holl dioc’htu goude va maro, hag e ve great teir lodenn euz ann arc’hant. Diou lodenn a vezo ingalet etre ar goazed paour gant ar belek Agrarius hag ar c’hount Ajilon, hag ar seur Dadoleen a vezo karget da ingala al lodenn all etre ar merc’hed. »

Ar Zant a lavare goudeze d’ann hini a vije lakeat da eskop enn he blas : « Ha c’houi, va breur ker, karit va beleien, va zud a iliz ha va guerc’hezed ; bez’ez int ive ho peleien, ho tud a iliz hag ho kuerc’hezed-c’houi. Roit nerz d’ezho dre ho skouer vad, ha bezit leun a vadelez evitho. Grit ma c’houezint ez int ho pugale ha nann ho servicherien, ez oc’h ho zad ha nann ho mestr. »

Achui a rea erfin he destamant enn eur alia ann holl da veva e peoc’h ann eil gant egile ha da viret ato doujans Doue enn ho c’haloun, hag enn eur rei ive eunn dra bennag d’he c’hoar Julia, d’he vignouned ha d’he veleien. D’he c’hoar Julia e roe eur groaz aour vihan relegou ennhi, ha da unan euz he vignouned, eur voest arc’hant relegou ennhi ive, D’ar veleien e roe kroaziou ha kaliriou aour hag arc’hant, enn eur lavaret d’ezho diouall da ankounac’haat anezhan enn ho fedennou.

Sant Perpet a varvaz leun a veritou er bloaz 491, goude beza gouarnet eskopti Tour epad tregont vloaz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, goude beza roet he levriou d’he iliz kathedral ha staget outhi tammouigou leve, a zinaz ann nemorant euz he zanvez d’ar beorien. Mar d-eo eaz d’ehoc’h, ne c’houfac’h ober netra guelloc’h ken neubeut, abarz kuitaat ar bed-ma, eget testamanti eunn dra bennag d’ar paour, pe d’ann iliz, pe da lakaat pedi Doue evidhoc’h. Ar Zent, goude eur vuez a binijenn, o devoa aoun rak ar purkator ; penaoz c’houi n’o pefe ket, goude eur vuez karget a bec’hejou ? Hogen, mar bezit koundaonet da vont di ne c’hellot mui en em zikour hoc’h-unan, hag eunn taol ral eo e veac’h sikouret gant ar re all kement ha m’o pefe c’hoant. Grit eta brema ar pez ne vezo ket neuze enn ho kalloud, ha Doue, o velet ar volontez o pezo bet da baea ho tle d’he justis dre ann aluzennou, ar profou hag ar pedennou o pezo lakeat ober goude ho maro, en devezo truez ouz hoc’h ene, a zousai ho poan er purkator hag ho resevo kentoc’h enn he varadoz.