Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Per Nolask

Eus Wikimammenn



ann unan ha tregont a viz genver


SANT PER NOLASK
————


Ar zant-ma, ginidik a eskopti Karkasoonn e Frans, en devoa a vihanik eur galoun ken tener evit ar beorien ma n’oa ket evit sellet outho heb diroll da vouela. Ingala a rea etrezho ar guenneien a veze roet d’ezhan da c’hoari, ha kemeret a eure ar voazamant santel da rei bep mintin eun dra bennag d’ar paour kenta a gave var he hent heb lezel amzer ganthan da c’houlenn.

N’en doa nemed pemzek vloaz pa varvaz he dad. He vamm a vije bet joa ganthi guelet anezhan o timezi, rak n’e devoa ken mab nemethan; mes hen, n’e ket er delez edo he zonj: Doue her galve da ober eur fortun all kalz kaeroc’h.

D’ann oad a bempbloaz var’nn ugent, e oue karget da skolia mab roue Aragon, hag ez eaz d’ar Spagn. Lakaat a eure he holl boan da rei eunn deskadurez kristen d’ar prins iaouank. He-unan e veve evel eur manac’h, ha tremen a rea peder heur bemdez o pedi Doue, div heur en deiz ha div heur enn noz. N’edo ket o chom er palez, mes enn eunn ti a gostez, a ioa bet roet d’ezhan gant ar roue.

D’ar mare-ze, eul lodenn euz ar Spagn a ioa c’hoaz etre daouarn ann Turked, hag ar re-ma, pa gavent ho zro, a zaille var douarou ar gristenien hag a gase gantho e kaptivite ann dud a c’hellent da baka, goazed, merc’hed ha bugale. Ann Turked a ioa o chom enn Afrik, enn tu all d’ar mor, a rea ar memes tra pa deuent enn tu-ma.

Per Nolask a ioa rannet he galoun o sonjal e stad ann dud keiz-se, hag he spered a veze dalc’h-mad o klask ann tu d’ho zikour. Eunn nozvez m’edo o pedi, ar Verc’hez he-unan a blijaz ganthi rei d’ezhan da anaout penaoz e tlie en em gemeret evit kement-se. He Mab hag hi emezhi, a garje e vije savet eunn Urs nevez a venac’h, dindan ann hano a Introun-Varia-a-Druez, evit prena ar gaptived kristen a ioa er prizoun pe enn esklavach e bro ann Turked.

Ar Zant a ieaz dioc’htu da gounta ann dra-ma d’ar roue ha da zant Remon Pennafort, he gonfesour. Hogen, he joa a ioa dija braz; mes brasoc’h e oue c’hoaz pa glevaz gant ar roue ha gant sant Remon e devoa ar Verc’hez Vari, enn nozvez-se ive, lavaret ar memes tra da bep hini anezho. Poania a rejont neuze ho zri da gas da benn ar pez a c’houlenne mamm Doue. Per Nolask a oue choazet evit beza ar c’henta superior jeneral euz ann Urs nevez, hag eskop Barseloonn a lakeaz d’ezhan ar viskamant a dlie da zougen. Ar viskamant-se a ioa eur zae venn gant eur skapular guenn var c’horre. Daou zijentil all a oue guisket evelse er memes devez, hag ouspenn ar veuiou ordinal, a reer er c’houenchou, ar Zant hag hi a reaz c’hoaz veu da implija ho holl danvez evit prena ar gaptived, ha da jom ho-unan e kaptivite enn ho flas mar bije red. Ar roue a roaz eur penn euz he balez evit loja ar venac’h nevez.

Doue a skuillaz he vennoz var ann Urs-ma gant kement a largentez ma oue renket heb dale sevel eur maread kouenchou all. Per Nolask a ieaz a benn diou vech da ober eur bale etouez Turked ar Spagn, hag en diou zro-ze e tennaz euz a dre ho daouarn, gant ann aluzennou en doa gellet da zastum, ouspenn pevar c’hant esklav pe brizounier. Goudeze ez eaz d’ann Afrik ; mes eno e oue taolet er prizoun ha karget a jadennou. Goulskoude, ne oue ket lakeat d’ar maro daoust d’ann ioul en doa da rei he vuez evit Jezuz-Krist. Laosket e oue da zont kuit, hag o veza distro d’ar Spagn, en devoue ann eur da gaout dioc’htu arc’hant aoualc’h evit paea ransoun ann holl gaptived a ioa chomet var he lerc’h.

Neuze e c’hoanteaz rei ann dilez euz he garg a zuperior jeneral, mes n’en devoue ket a gounje digant ar venac’h all. Kendelc’her a reaz eta da c’houarn he Urs ha da zervichout da skouer d’ann holl dre he humilite hag he basianted, dre he spered a binijenn hag he garantez evit he nesa. Doue a zigasaz d’ezhan eur c’hlenved hirr ha poaniuz; mes e kreiz holl nerz ar c’hlenved-se ne gollaz morse netra euz he zousder ordinal : he blijadur oa beza stag ouz ar groaz evel Jezuz-Krist.

Erfin, o santout e fallea, e c’houlennaz he zakramanchou diveza, ha goude beza ho resevet gant devosion eunn eal, e varvaz leun a veritou er bloaz 1258, oajet a noa bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma en deuz risklet he liberte hag he vuez evit prena ar gaptived ; n’euz ket brasoc’h karantez eged hounnez. Evidhoc’h-hu, ma ne c’hellit ket mont keit-se, roit da vihana ar pez a zo eaz d’ehoc’h da zioueret evit sikour ho preudeur enn ho ezommou. Euruz ar re o deuz truez ouz ho nesa, rak Doue en devezo ive truez outho! Mes ann nep a zo kriz e kenver he vreudeur, ha leac’h en deuz-hen da esperout e vezo Doue trugarezuz enn he genver ? Ha c’houi, tadou ha mammou, boazit abred ho pugale da garet ar paour ha da rei ann aluzenn d’ezhan, evel a rea sant Per Nolask ; n’euz netra guell evit tenna bennoz Doue varnho ha varnhoc’h hoc’h-unan.