Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Per, Merzer

Eus Wikimammenn
◄   Paol ar Groaz Per, Merzer Katell a Sienn   ►



ann naved var ’nn ugent a viz ebrel


SANT PER, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Veroonn, el Lombardi, e tro ar bloaz 1205. He dad hag he vamm a ioa heretiked ho daou; mes dre chans e oue lakeat er skol gant eur mestr hag a ioa kristen katholik, hag ar mestr-ma her c’helennaz ervad var guirioneziou ar relijion. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa c’houlennaz unan euz he eontred diganthan : « — Ac’hanta, Perik, petra ec’h euz desket er skol ? » « — Simbolenn ann Ebestel, » eme ar paotr; ha setu hen raktal ha lavaret he Gredo difazi. « — Bah! eme he eontr n’e ket Doue eo en deuz krouet ann env hag ann douar ann diaoul eo. » « — Ann diaoul! eme Berik ; nann, Doue hebken eo en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. »

Goudeze e oue kaset da Vologn da ober he studi. Eno e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h, ha p’edo o ren he c’houezek vloaz, e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik. Resevet e oue, ha kerkent e poaniaz, n’e ket hebken da gerzet var roudou ar venac’h all, mes c’hoaz da veza treac’h d’ezho holl dre he zevosion hag he spered a binijenn.

O veza bet beleget, Per a oue karget da rei misionou dre ann Itali. Hogen, prezeg a eure gant kement a frouez ma ne c’houie den niveri ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, hag ann heretiket a lakeaz da guitaat ho c’hredennou faoz. Ar c’halounou ar muia kaledet n’oant ket evit herzel ouz ann nerz euz he gomzou, ha diskouez a rea ker sklear d’ann keretiked n’edo ket ar virionez gantho ma ne gavent netra da respount d’ezhan. Kement a dud a zirede a bep tu d’he zelaou ma ne veze ket a blas evitho enn ilizou ha ma renke aliez sarmoun er meaz.

Etre daou, e oue tamallet da veza great eur faot braz, hag o veza ne glaske ket en em zifenn, he zuperior a gredaz oa guir ar pez a ioa bet lavaret anezhan, hag her c’hasaz da eur gouent all el leac’h ma oue dalc’het evel enn eur prizoun heb gellout mont mui da brezeg e nep leac’h. Per a zentaz heb lavaret ger; mes gant ann amzer e kavaz ann dra-ze tenn, hag eunn devez ne oue ket evit miret d’en em glemm ouz he grusifi. « — Va Doue, emezhan, c’houi a c’hoar n’em euz ket great ar faot a damaller d’inn; penaoz eta e c’houzanvit-hu e padfe keit va mez ha va dismegans? » Kerkent e klevaz eur vouez o respount d’ezhan : « — Ha me, petra am boa-me great evit beza staget ouz ar groaz ? » Ar c’homzou-ma a ieaz ken doun enn he galoun ma’c’h en em istimaz euruz hiviziken da veza disprijet ha goall-gaset evel m’oa bet he Zalver Jezuz.

He zuperior a anavezaz erfin oa bet tamallet e gaou, hag her c’hargaz adarre da rei misionou. Staga a eure d’al labour-ze gant muioc’h a herr eget biskoaz. Ne ehane da ziskleria brezel d’ann techou fall, ha dreist holl d’ar fals kredennou. Brud en doa da veza bet choazet gant Doue evit karza ar vro euz ann heretiked, hag e guirionez Doue her sikouraz da skleraat ho sperejou enn eur rei d’ezhan ann donezoun a viraklou. E kement leac’h ma’z ea, e paree, kouls lavaret, ann holl dud klanv pe vac’hagnet.

Eunn droiad, eunn heretik a reaz ann neuz da veza klanv evit tenna eunn taol fin d’ar Zant. « — Me bedo ar misioner d’am farea, eme ann heretik-se. Ar misioner a lakai he zorn varnon enn eur lavaret: Bezit pare, ha neuze me roio da anaout d’ann holl ne d-eo nemed eunn azenn. » Mes, enn eur lakaat he zorn varnhan, Per a lavaraz enn dro-ma : « — Mard-oc’h klan e guirionez, bezit pare ; ma n’oc’h euz klenved ebed avad, ra zeui unan d’ehoc’h ! »

Raktal ann heretik fallakr a guezaz ken toc’hor ma’z oa dare da vervel. Mes, o veza ma’c’h anzavaz he fallagriez ha ma tiskleriaz e felle d’ezhan dilezel he gredennou faoz euz a greiz he galoun, e kavaz adarre ar iec’hed dre bedennou ar Zant.

Per en doa c’hoant pell a ioa da skuill he c’hoad evit ar feiz ; bemdez ha meur a vech bemdez e c’houlenne ar c’hras-se digant Doue : he obten a eure erfin. Eunn devez m’edo o tistrei euz a gear Kom da Vilan, eunn den paet gant ann heretiked a zarc’hoaz ganthan daou daol sabrenn var he benn, hag her pilaz d’ann douar.

Ar Zant en devoue c’hoaz nerz aoualc’h evit sevel var bennou he zaoulin da lavaret evit ar vech diveza simbolenn ann Ebestel, en doa desket ker brao enn he vugaleach. Goudeze, pa ne c’helle mui parlant, e soubaz he vizied enn he c’hoad hag e skrivaz gantho var ann douar ar c’homzou kenta euz ar Gredo : Me gred e Doue. N’en devoue ket amzer da vont larkoc’h ; rak ar muntrer a ioa inouet o c’hortoz anezhan da vervel hag her peurlazaz gant eunn taol kleze. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ann 23 a viz ebrel 1252.


SONJIT ERVAD

Buez ar zant-ma a ziskouez d’ehoc’h peger soursiuz e tle beza ann tadou hag ar mammou da zeski ar Gredo d’ho bugale. O veza ma c’houie mad he Gredo, ar zant-ma a zalc’haz penn, d’ann oad a zeiz vloaz, da unan euz he eontred, a felle d’ezhan lavaret oa ann diaoul en doa krouet ann env hag ann douar, ha pa oue lakeat d’ar maro gant ann heretiked, ar Gredo a oue adarre he gonfort e kreiz poaniou he verzerenti. E simbolenn ann Ebestel ema e berr gomzou ar pez a renker da gredi evit beza salvet. Abalamour da ze, ar zimbolenn-ze lavaret gant devosion a zervich kalz da grenvaat ar feiz, ann esperans hag ar garantez e kaloun ar c’hristen. Ne vankit eta devez ebed d’he lavaret noz ha mintin, ha mar oc’h euz bugale, boazit anezho abred da ober eveldhoc’h.