Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Paol, Kenta ermit

Eus Wikimammenn
◄   Hiler Paol, Kenta ermit Marsell   ►



ar pemzekvet devez a viz genver


SANT PAOL, KENTA ERMIT
————


D’ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, sant Anton, abad, a deuaz enn he spered ne oa nikun all ebed hag en devije gouezet en em zantifia ha servicha Doue kerkouls hag hen, o veva pell dioc’h trouz ar bed. Enn noz var-lerc’h e oue roet d’ezhan da anaout epad he gousk ez oa eunn all enn he raok, eunn all hag a ioa eat larkoc’h evithan var hent ar zantelez, ha larkoc’h ive e leac’h ne oa den, ebed o chom. « — Poent e d’ehoc’h hasta affo, eme ar vouez, mar oc’h euz c’hoant d’he velet. »

Kerkent ha goulou-deiz, sant Anton en em lakeaz enn hent, eur vaz ganthan enn he zorn. Bale a reaz epad daou zevez dioc’htu heb gouzout da be leac’h ez ea. Da fin ann eil devez, e tremenaz ann noz holl o pedi, ha pa darzaz ann trede deiz, e velaz eur menez dirazhan, hag e traon ar menez-se e kavaz eur c’havarn. Ar c’havarn-ma a ioa du ha tenval, mes ar Zant a ieaz ebars evelato enn eur vale goustadik. Abarz ar fin e remerkaz eur sklerijenn a bell, hag hen mont etrezek ar sklerijenn-ze enn eur astenn he vaz. Hogen, he droad a stokaz ouz eur mean bennag, hag a reaz trouz. Sant Paol a glevaz ann trouz-ma, ha raktal e serraz he zor, en doa lezet digor, hag e prennaz anezhi dioc’h ann diabarz : (euz a ermitach sant Paol eo e teue ar sklerijenn en doa remerket sant Anton).

Ar zanl-ma a c’hourvezaz var ann treujou, hag a jomaz eno betek goude kreisteiz enn eur c’houlenn digor heb ehana. Sant Paol a zigoraz erfin, hag ann daou zant en em vriataz gant karantez enn eur drugarekaat Doue, hag enn eur lavaret ho hano ann eil d’egile. Goudeze ec’h azezchont eur pennad da gaozeal.

Sant Paol n’en doa lavaret ger ouz den ebed dek vloaz ha pevar-ugent a ioa. Hen eo a gomzaz da genta evel-henn : « — Setu ama ann hini oc’h euz klasket gant kement a boan; he gorf torret gant ar gozni a zo dija prest da vont e poultr hag e ludu. Mes livirit d’inn, mar plij, penaoz ez a ar bed. Sevel a reer ato tiez nevez er c’heariou? Piou a zo impalaer brema? Ha be’z ez euz ato tud dall aoualc’h evit adori ann drouk-sperejou? »

Goude beza respountet d’ar goulennou-ze, sant Anton a c’houlennaz d’he dro ouz sant Paol perak oa en em dennet el leac’h ma edo, pegeit a ioa abaoue m’oa deuet di, pe oad en doa ha penaoz e veve. Evit ober plijadur da zant Anton, sant Paol en em lakeaz neuze da gounta d’ezhan he vuez.

« Euz ann Thebaid oa ginidik, ha goude beza great he studi, oa chomet emzivad, d’ann oad a bemzek vloaz, gant eur c’hoar dimezet en devoa. Enn amzer-ze, e lakeat ar gristenien d’ar maro dre urs ann impalaer Des. Evit tec’het araok ar bersekusion, sant Paol en em dennaz da genta enn eunn ti var ar meaz; mes eno ne oue ket muioc’h e savete ; rak he vreur-kaer a felle d’ezhan he ziskuill evit kaout he zanvez. Neuze e sonjaz mont da guzat enn eur plas distrooc’h c’hoaz, da c’hortoz ma teuje adarre ar peoc’h. Setu hen eta enn hent. Hogen, var bouez bale ato dirazhan, ec’h erruaz gant ar menez el leac’h m’edo brema, hag o veza eat er c’havarn a ioa e traon ar menez-ze, e kavaz eno eur vezenn balmez, skourrou braz d’ezhi hag eur feunteunn dour sklear. Raktal e kredaz oa bolontez Doue e chomje er plas-se da ober he ermitach. Frouez ar vezenn balmez a zerviche d’ezhan da derri he naoun, he deliou a zerviche d’ezhan d’en em viska, ha gant dour ar feunteun e torre he zec’hed. A hent all e tremene ann deiz hag ann noz holl, kouls lavaret, o pedi Doue a galoun. »

Epad m’edo ann daou zant o kaozeal evelse, eur vran a deuaz da lakaat eharz ho zreid eur bara enn he bez. Kerkent sant Paol a lavaraz da zant Anton : « — Guelit peger mad eo ann Aotrou Doue ! Tri-ugent vloaz zo ma tigas d’inn evelse eunn hanter-bara bemdez ; mes hirio en deuz digaset eur bara enn he bez abalamour d’ehoc’h-hu. » Ann daou zant a rannaz ar bara-ze entrezho, hag a zebraz peb hini he lod; goudeze ec’h evchont dour euz ar feunteun, hag, epad ann noz var-lerc’h e chomjont ho daou var zao da bedi Doue.

Antronoz-vintin, sant Paol a lavaraz da zanf Anton : « — Enn han’ Doue, it da gerc’hat ar vantell oc’h euz bet digant sant Athanaz evit liena va c’horf goude va maro; rak Doue n’en deuz ho tigaset ama nemed evit va enterri. » Sant Anton a zirollaz da vouela o klevet ar c’homzou-ze; goulskoude, mont a reaz dioc’htu da gerc’hat ar vantell en doa bet digant sant Athanaz.

Pa erruaz enn he gouent, daou euz he ziskibien a c’houlennaz outhan : « — E pe leac’h oc’h chomet evelse keit all? » Sant Anton a respountaz : « — Ne d’ounn siouaz ! nemed eur pec’her paour, ha n’oun ket din da zougen ann hano a vanac’h. Guelet em euz Elias, guelet em euz Iann-Vadezour o veva pell dioc’h ar bed, pe, evit lavaret guell, guelet em euz Paol er Baradoz. » Ne lavaraz ket hirroc’h, ha goude beza tapet krog e mantel sant Athanaz, setu hen o skei adarre etrezek ermitach sant Paol, heb kemeret amzer zoken da zibri eunn tamm bara. Mes a veac’h en doa great teir heur vale ma velaz ene ann ermit santel o pignat enn Env, kaer ha skeduz, e koumpagnunez ann elez, ar bropheted hag an ebestel. Neuze ec’h en em strinkaz d’ann douar enn eur lenva hag enn eur lavaret: « — Paol, perak am lezit-hu enn abandoun evelhenn? Ha red oa d’inn-me hoc’h anaout ken divezad evid ho koll ken abred? »

O veza digouezet er c’havarn, sant Anton a gavaz eno korf sant Paol var he zaoulin, he benn hag he zaouara savet varzu ann Env. Lakaat a reaz d’ezhan mantell sant Athanaz, ha goude beza kanet ar pedennou m’eo kustumm ann Iliz da gana, ec’h enterraz anezhan enn eur bez hag a oue toullet gant daou leon. Enn eur zistrei d’he gouent, sant Anton a zigasaz ganthan ar zae en doa great sant Paol gant deliou palmez, hag hiviziken ne vankaz morse da viska ar zae-ze da c’houeliou Pask ha Pantekost.

Sant Paol a varvaz er bloaz 341, pe 342, d’ann oad a drizek vloaz ha kant.


SONJIT ERVAD

Buez ar zant-ma a zo unan euz ar bueziou burzuduz-se n’int ket da veza kemeret evit skouer. Ann holl a dle kounta bepred var gras Doue; mes Doue ne ra ket a vurzudou e kenver ann holl. Arabad eo eta da zen klask mont da veva evelse euz he benn he-unan ; rak neuze, e leac’h en em zavetei easoc’h a ze, ec’h en em lakafe, er c’hountrol, e riskl d’en em goll da viken.