Buhez ar Sent/1894/Paol, Abostol

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Per, Prins ann Ebestel Paol, Abostol Ann Introun-Varia-a-Joa   ►


ann tregontved a viz even


SANT PAOL, ABOSTOL
————



Goude beza bet gounezet d’ar feiz er feson m’on euz merket d’ar pemp var’nn ugent a viz genver, sant Paol en em lakeaz dioc’htu da brezeg ann Aviel e Damas. Kement hini her c’hleve a ioa souezet ; rak ann holl a c’houie peger kounnaret oa diagent a enep relijion Jezuz-Krist. Ar Iuzevien, o velet e tifenne brema ar relijion-ze, a gemeraz kaz outhan hag a glaskaz ann tu d’he lakaat d’ar maro. Mes ann dud fidel hen diskennaz enn eur baner dreist mogeriou kear, hag evelse e c’hellaz en em denna euz a dre zaouarn he enebourien.

Neuze ez eaz da Jerusalem da velet sant Per, hag e chomaz pemzek dez e ti ann abostol-ma. A benn pevar bloaz goude, edo e kear Antioch asambles gant sant Barnabas pa lavaraz ar Spered-Santel dispartia Barnabas hag hen evit al labour en doa da rei d’ezho. Al labour-ze oa prezeg ar feiz d’ar baianed, ha sant Paol a stagaz d’ezhan raktal.

He genta beach abostolik a reaz enn enez Chipr hag enn Azii-Izela asambles gant sant Barnabas ; ar veach-ma a badaz tri bloaz. Goudeze e tremenaz pevar bloaz o prezeg er Sirii hag er Judee. Da fin ar pevar bloaz-se e skoaz adarre etrezek ann Azii-Izela, hag ac’hano ez eaz d’ar Masedoan ha d’ar Gres. Ar veach-ma a badaz hirroc’h eged ar genta ; goulskoude ne oue ket ann diveza. Pa oue echu, sant Paol a jomaz tost tri bloaz e kear

Ephez ; mes goudeze e reaz c’hoaz eunn trede bale
abostolik e kement bro m’oa bet dija hag e meur a vro all

ouspenn.

Hogen, ne c’houfe den niveri ann eneou a c’hounezaz da Zoue epad ann holl beachou-ze, ha ne c’houfe den lavaret ken nebeut pegement a boaniou en devoue da c’houzanv. Kaout a eure var he hent a bep seurt danjeriou, evel a verk he-unan enn he liziri : danjeriou var vor ha danjeriou var zouar, danjeriou e kear ha danjeriou var ar meaz, danjeriou a berz ar Iuzevien ha danjeriou a berz ar baianed, danjeriou a berz al laeroun ha danjeriou a berz ar gristenien fall pe ar fals breudeur. Aliez e oue lakeat er prizoun, goloet he gorf a c’houliou ha dare d’ezhan mervel.

A benn pemp guech, en devoue nao ha tregont taol baz digant ar Iuzevien ; eur vech e oue bannet mein outhan evit he laza, teir guech e oue skourjezet, teir guech all e reaz pense, hag eunn droiad e oue eunn devez hag eunn nosvez e goeled ar mor.

Mes sant Paol ne rea van ebed evit kement-se: « — Ne vevann nemed evit Jezuz-Krist, emezhan, ha guell a ze evidon mar teuann da vervel. » He galoun a verve gant ar garantez en doa evit he Zoue hag he Zalver. « — Piou, emezhan c’hoaz, a c’hello diframma euz va c’haloun ar garantez am euz evit Jezuz-Krist ? Trubuillou hag ankeniou ar vuez-ma ? Ann naoun, pe ann dienez, pe ar c’hleze savet azioc’h va fenn ? Nann, sur ounn nag ar poaniou a vrema, nag ar re a zo c’hoaz da zont, ne lamint biken euz va c’haloun ar garantez am euz evit Doue enn hor Zalver Jezuz-Krist. »

Doue a rekoumpansaz ann abostol kalounek o karga anezhan a c’hrasou dreist-ordinal. Bez’en devoue da genta ann donezoun a viraklou, hag evit parea ar re glanv n’oa ken da ober nemed lakaat varnho tammou dillad hag a veze bet enn dro d’ezhan. Mes Doue a reaz kaeroc’h c’hoaz enn he genver : eunn devez e oue douget betek ar penn huela euz ann envou, ne c’houie ket he-unan pe gant he gorf pe heb he gorf oa, hag eno e klevaz traou ha ne c’hell ket teod ann den komz anezho,

keit emaint dreist ar pez a c’heller da zonjal er bed-ma.

Goulskoude, evit miret na zavche foug ennhan gant ann dra-ze, Doue a lezaz Satan d’he denti enn eur feson kasauz. Satan a zalc’he ato eunn drouk-eal enn he gichen, hag ann drouk-eal-ma ne ehane da vrouda he gorf evit hen dougen d’ar pec’hed. Betek teir guech e pedaz hor Zalver da bellaat diouthan eal Satan, ha Jezuz a respountaz d’ezhan bep vech : « — Va gras a zo aoualc’h evidhoc’h ; ann dentasion a ro muioc’h a lufr hag a briz d’ar vertuz. »

Sant Paol o veza distro euz he drede beach abostolik a oue lakeat er prizoun e Jerusalem, hag a benn daou vloaz goude e oue kaset da Rom. Eno en devoue kounje da fermi eur gambr e kear, hag er gambr-ma e oue prizounier epad daou vloaz all ; rak eur zoudard a veze ato oc’h he ziouall hag hen a ioa stag ouz ar zoudard var bouez eur jadenn. Da fin ann daou vloaz all-ze e oue laosket da redet, ha neuze ez eaz da ober eunn dro ziveza dre ann holl broiou m’oa bet ennho o prezeg ann Aviel. Pa oue echu he dro ganthan, e teuaz adarre da Rom, hag er gear-ma e oue lakeat d’ar maro dre urs ann impalaer Neron, er memes bloaz hag er memes devez gant sant Per, mes nann er memes feson. Sant Paol a oue dibennet. Hogen, he benn a reaz tri lamm goude m’oa distaget diouz he ziouskoaz, ha, bep lamm, e oue klevet c’hoaz ann hano santel a Jezuz o tont euz he c’hinou.


SONJIT ERVAD

Ann dentasion a ro muioc’h a lufr hag a briz d’ar vertuz. Eunn den ha n’e ket tentet n’en deuz mirit ebed o veza vertuzuz. Ne d-it ket eta d’en em jala re, na d’en em glemm, mar bezit tentet aliez ; mes en em humiliit dirak Doue, difizit ac’hanoc’h hoc’h-unan ha bezit aketuz d’ar bedenn. Evelse ann dentasion, e leac’h ober drouk d’oc’h ene, a zervicho d’ehoc’h da greski ho kloar hag ho rekoumpans er baradoz ; dreizhi ec’h anavez ann Aotrou Doue piou en deuz kaloun ha guir

c’hoant d’her servicha ervad.