Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Onesim

Eus Wikimammenn
◄   Faostin ha Jovit Sant Onesim Guevrok   ►



ar c’houezekved devez a viz c’houevrer


SANT ONESIM, ESKOP HA MERZER
————


Onesim a ioa ganet enn esklavach : e kear Kolos, enn Azii-Izella, edo o chom. He vestr hanvet Philemon, a ioa bet gounezet d’ar feiz gant ann abostol sant Paol, hag abaoue oa deuet da veza mignoun braz d’ann abostol-ma. Bep tro ma’z ea da Golos, sant Paol a ziskenne e ti Philemon.

Onesim, araok beza kristen, ne oa nemed fallagriez enn he gorf. Enn despet d’ezhan e laboure, ha ne zonje nemed enn eunn dra: en em denna euz ar stad a esklavach. Eunn devez e laeraz he vestr, ha goudeze e tec’haz kuit. Ne oue ket pell evit dispign ar pez en doa laeret. Neuze ec’h en em lakeaz da redet bro, hag abarz ar fin ec’h erruaz e Rom : Doue a ioa eno ouz he c’hortoz.

D’ann ampoent-se sant Paol a ioa kaptiv e Rom, da lavaret eo, stag var bouez eur jadenn ouz eur zoudard hag a ioa karget da deuleur evez anezhan ; rak n’oa ket dalc’het er prizoun ; mont ha dont a c’helle dre ruiou kear, nemed e veze ato ar zoudard oc’h he heul. Eunn droiad Onesim en em gavaz ganthan hag a gountaz d’ezhan he histor ; rak anavezet en doa dioc’htu ann abostol evit beza he velet meur a vech e ti he vestr.

Sant Paol a gemeraz truez ouz ann esklav paour. Diskouez a reaz d’ezhan peger grevuz oa ar faot en doa great, he gelenn a eure var guirioneziou ar relijion ha goudeze her badezaz. Onesim a jenchaz raktal evel eunn all enn he blas, hag a deuaz da veza eunn diskib fidel d’ann abostol. Hema her c’harie evel he vab, hag Onesim, dioc’h he gostez, a garie sant Paol evel he dad.

Sant Paol en doa c’hoant da zelc’her Onesim ganthan; mes ne falvezaz d’ezhan ober netra e kenver ar poent-ma heb asant Philemon. Kas a reaz eta ann esklav dizertour enn dro da di he vestr, enn eur bedi Philemon da bardouni d’ezhan. « Guir em bije bet, a skrive ann abostol d’he vignoun, guir em bije bet da c’hourc’hemenn d’ehoc’h ; mes guell eo ganen ho pedi. Me ho ped eta evit va mab Onesim, am euz gounezet da Jezuz-Krist abaoue m’ounn chadennet. Digemerit anezhan, evel ma em digemerfac’h va-unan. Digemerit anezhan, ne lavarann ket evel eunn esklav, mes evel eur breur muia karet, ha mar en deuz great eur gaou bennag ouzhoc’h, ma vank d’ehoc’h eunn dra bennag, list ann dra-ze em c’hount-me. Enn han’Doue, va breur, grit d’inn ar blijadur a c’houlennann diganehoc’h. »

Philemon a zentaz ouz ann abostol. Reseo a reaz Onesim gant ar garantez ann denera, pardouni a eure d’ezhan he laeronsi hag he dec’hadenn, hag he liberte a roaz d’ezhan var ar marc’had. Onesim a zistroaz raktal da Rom da gaout sant Paol. Bez’e oue evithan eur c’houmpagnoun hag eur zervicher fidel epad he gaptivite. Mont a reaz, asambles gant eunn diskib all, da gas eul lizer euz he berz da gristenien Kolos, hag o veza bet beleget goudeze, e sikouraz anezhan ive da brezeg ann Aviel. Lakeat e oue erfin da eskop e Ephez goude merzerenti sant Timothee.

Onesim a gerzaz bepred var roudou sant Iann ha roudou sant Timothee hervez ann testeni a ro d’ezhan sant Ignas, merzer, enn unan euz he liziri. Ne esperne nag he boan nag he amzer evit kelenn ar bobl a ioa enn he garg, evit maga ar feiz hag ann devosion etouez ann dud fidel ha miret na vijent touellet gant ann heretiked hag ar fals doktored. Goude beza labouret evelse epad tost da dregont vloaz, hag heb ehana tamm, evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, ar Zant a echuaz he vuez dre eur verzerenti gloriuz, d’ar c’houezek a viz c’houevrer euz ar bloaz 95 goude donedigez hor Zalver.

SONJIT ERVAD

Ann esklaved pe ann esklavourien guech all a ioa tra ho mistri, da lavaret eo, ar re-ma o doa varnho guir a vuez hag a varo, hag a c’helle ho guerza hag ho laza zoken evel ma vez guerzet ha lazet ar chatal pe al loaned. Setu aze e pe stad e ve c’hoaz hirio ar re a renk mont da zervicha evit gounit ho boued pa n’efe ar relijion gristen. Ar relijion gristen, hag hi hebken, eo e deuz a nebeut a nebeut lakeat fin d’ann esklavach e kement leac’h m’eo en em skignet. Pebez anaoudegez vad eta, pebez karantez ne dlefe ket da gaout evithi ar zervicherien hag ar zervicherezed ! Ha goulskoude siouaz ! ha n’e ket hi eo o deuz aliez ann nebeuta feiz hag ann nebeuta respet evit ar relijion ? Ped n’euz ket ive enn ho zouez hag a labour enn despet d’ezho evel ann esklav Onesim d’ar mare ma’z oa c’hoaz paian ? Ped all hag a laer ho mistri evel a reaz ann esklav-se araok tec’het euz a di Philemon ? Mar oc’h euz great evelse bete vrema, hastit affo chench buez evel Onesim pa oue badezet gant sant Paol. Onesim a deuaz goudeze da veza eur zant, ha c’houi a deui da veza sent ive mar kirit kemeret skouer diouthan, da lavaret eo, mar kirit poania da rapari ann amzer dremenet dre hoc’h aked da zervicha Doue hag ho mistri egiz ma’z eo dleet.