Buhez ar Sent/1894/Mikeal, Arc’heal, var menez Gargan

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Stanislas Mikeal Gregor a Nazians   ►
ann eizved devez a viz mae


SANT MIKEAL ARC’HEAL, VAR MENEZ GARGAN
————



Sant Mikeal eo prins ann elez mad, hag a zalc’haz penn da Lusifer pa falvezaz d’ann eal ourgouilluz-ma en em zevel enn env a enep Satan hag a enep ar mevellien en deuz Satan ann douar.

Abalamour da ze ar gristenien o deuz bet ato eunn devosion vraz evit sant Mikeal. Mes ann devosion-ze a zo deuet c’hoaz de greski dre m’eo bet plijet gant anu arc’heal-ma en em ziskouez meur a vech d’ann dud fidel evit rei d’ezho merkou anat euz he garantez enn ho c’henver hag euz he c’halloud dirak Doue. Petra bennag ma’z int sperejou pur, ann elez a c’hell, pa ro Doue kounje d’ezho, en em ziskouez d’ann dud dindan eur furm hag a veler. Er Skritur Sakr e kavomp eur maread testeniou euz ar virionez-ma. Evelse, ann eal Raphael a gemeraz furm eunn den iaouank evit ober koumpagnunez da vab Tobias epad eur veach hirr ha danjeruz. Mad, hirio ann Iliz a ra eunn offis a gostez e memor euz ann deiz ma’c’h en em ziskouezaz sant Mikeal var menez Gargan enn Itali er bloaz 492. Setu ama penaoz ec’h erruaz ann dra-ze.

Eunn den pinvidik euz ar vro en devoa bandennadou saout var ar meaz. Eunn devez, eunn taro a guiteaz he vandenn hag a dec’haz etrezek ar meneziou. Chom a
rejot d’he glask epad pell amzer, ha kaer a oue, ne oue guelet roud na klevet menek ebed anezhan e nep leac’h. Abarz ar fin evelato e oue kavet enn eur c’havarn a ioa e traon menez Gargan. Neuze unan bennag a laoskaz eunn tenn bir varnhan. Mes tra eston ! ar bif & zistrin-kaz var ann hini en devoa he vannet hag her glazaz. Ar brud euz eunn hevelep burzud a redaz buhan dre ar c’harter, ha setu ann holl nec’het o klask gouzout petra zinifie ann dra-ze : den ne grede mui tostaat ouz ar c’havarn.

Mont a rejot da c’houlenn kuzul digant eskop Siponto, hag ann eskop-ma a ordrenaz iun epad tri devez dioc’htu, ha pedi Doue heb ehana evit ma plichese ganthan rei da anaout petra zinifie ar pez a ioa c’hoarvezet. Abenn ann trede deiz, sant Mikeal en em ziskouezaz d’ann eskop hag a lavaraz d’ezhan : « — Me eo a zo o tiouall ar c’havarn-ze, ha c’hoant am euz e ve savet eno eunn iliz em henor hag enn henor d’ann holl elez all euz ar baradoz.»

Ann eskop a ieaz raktal da velet ar c’havarn asambles gant he veleien hag ann dud fidel divar dro. 0 veza ma’z oa dija henvel ouz eunn iliz dioc’h ann diabarz, ar veleien o devoue kounje da offerenna ennhan pa garchent, hag heb dale e teuaz eur maread tud di da bardouna. Divezatoc’h e oue savet eunn iliz kaeroc’h var c’horre ar menez, hag ann niver braz a viraklou en deuz great Doue enn iliz-se a zo eunn testeni sklear eo en em ziskouezet e guirionez ann arc’heal sant Mikeal da eskop Siponto.

Sant Mikeal en em ziskouezaz ive e Frans, e tro ar bloaz 709, da zant Aobert, eskop Avranch, hag a lavaraz d’ezhan sevel eunn iliz enn he henor var eur garrek a i ioa er mor, tost d’ann aod, etre Breiz hag ann Normandi. Ann eskop-se ne zentaz ket dioc’htu, hag ann arc’heal en em ziskouezaz d’ezhan diou vech all. Ann drede guech e voustraz gant he viz var dal sant Aobert, ha neuze ar zant-ma a reaz ar pez a c’houlennet diganthan. Sevel a eure eunn iliz el leac’h m’oa lavaret d’ezhan, hag ar garrek-se a zo hanvet abaoue Menez-Sant-Mikeal ;

ann iliz savet varnhi a zo ive eur plas a zevosion euz ar re vrudeta.


SONJIT ERVAD

Sant Mikeal eo difennour ann Iliz hag ann dud fidel a enep Satan hag ar mevellien en deuz Satan var ann douar. Pedit-hen eta gant fizians evit ann Ilizz hag evidhoc’h hoc’h-unan. Pa deui eur sourrad avel fall bennag da c’houeza var hoc’h ene, p’o pezo beac’h o telc’her penn d’ann drouk-spered, goulennit sikour digant ann arc’heal gallouduz-se. Livirit d’ezhan neuze euz a greiz ho kaloun : « — Aotrou sant Mikeal, o c’houi a zo bet treac’h da Lusifer, pa falvezaz d’ann eal ourgouilluz-ma en em zevel enn env a enep Doue, bezit treac’h d’ezhan c’hoaz o rei sikour d’inn-me, o viret ouz va ene paour da goueza etre he skilfou. »