Buhez ar Sent/1894/Mari-Madalen Pazzi

Eus Wikimammenn
◄   Philipp Neri Mari-Madalen Pazzi Aogustin a Gantorberi   ►



ar seizved var ’nn ugent a viz mae


SANTEZ MARI-MADALEN PAZZI, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ginidik a Florans evel sant Philipp Neri, ha n’e devoa ket brasoc’h plijadur enn he bugaleach eged o teski ho Fater, ho Ave, Maria, hag ho C’hredo d’ar vugaligou all euz he oad. Dija d’ann ampoent-se e devoa ive eunn devosion dener evit Jezuz-Krist e sakramant ann aoter, ha pa veze bet he mamm o kommunia, ar pez a errue aliez, e klaske tostaat outhi muia ma c’helle, hag ez ea da azeza var bord he zavancher pe var bord he lostenn. He mamm o veza goulennet outhi perak e rea ann dra-ze, ar verc’hik a respountaz : « — Abalamour ma klevann c’houez ann Aotrou Doue ganehoc’h. »

Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz pa reaz he zonj da jom bepred guerc’hez, ha divar neuze e kouske peurvuia var ar c’halet hag e kastize he c’horf dre ar rusta pinijennou : eur vech zoken e stagaz eur gurunenn spern enn dro d’he fenn hag e talc’haz ar gurunenn-ze epad ann noz enn despet d’ar boan e devoa ganthi.

D’ann oad a bevarzek vloaz e oue kaset d’ar gouent, hag eno e tremene teir heur bemdez o vedita, div heur dioc’h ar mintin hag eunn heur dioc’h ann noz. Tremen a rea ive kalz amzer o lenn levriou devot ; mes ne grede ket e vije din da veva etouez al leanezed na da gomz outho, abalamour al leanezed a ioa priejou da Jezuz-Krist hag hi ne oa ket choaz. Skuba ann ti avad hag ober ar gueleou pe eul labour all bennag evelse, ann dra-ze oa he flijadur pa veze roet kounje d’ezhi. Al leanezed, er c’hountrol, a lavare entrezho : « Hounnez a vezo eunn deiz eunn eil santez Jertrud pe eunn eil santez Katell a Sienn. » C’hoant o doa holl e vije chomet da leanez enn ho c’houent ; mes Doue he galve da vont enn eunn Urs all.

Choaz a eure Urs Karmes abalamour enn Urs-ma e kommuniet bemdez kouls lavaret. Hogen, n’oa ket seitek vloaz echu pa viskaz sae ar C’harmelitezed, ha kerkent e oue evit al leanezed all eur skouer a bep seurt vertuziou. He mestrez a lavare : « — Ar seur Mari-Madalen eo a dlefe beza e va flas-me ha me enn he hini ; evidon-me a ve joa ganen senti outhi. »

Evit guir, ar Zantez a verve kement he c’haloun gant ar garantez e doa evit Doue ma renke terri gant dour ien nerz ann tan a ioa ennhi. Aliez e veze klevet o lavaret : « O Karantez, perak n’oc’h-hu ket anavezet, perak n’oc’h-hu ket karet ? » Avechou all e lavare c’hoaz : « Penaoz n’oc’h-hu ket holl deod, o krouadurien, evit meuli va C’harantez, hag holl galoun evit karet ar Garantez n’euz fin na muzul ebed d’ezhi ? »

Doue, dioc’h he gostez, a garge he zervicherez a c’hrasou burzuduz. Aliez, goude beza bet o kommunia, e veze douget a spered betek ann env. He chorf a jom enn he blas egiz pa ne vije buez ebed ennhan ; me epad ann amzer-ze he ene a vele Doue ha kement tra gaer ha dudiuz a zo er baradoz.

Eunn devez, hor Zalver a lavaraz d’ezhi iun bemdez epad pemp bloaz divar bara ha dour, abalamour dâ ober pinijenn evit ar pec’hejou braz a reat er bed. Mari-Madalen a zentaz raktal. Evelato da zul ha da c’houel e doa kounje da zibri ar pez a c’heller da zibri er c’horaiz.

Goudeze Doue a roaz d’ezhi da anaout e vije tentet enn eur feson skrijuz epad pemp bloaz all. Tentet e oue e guirionez ha tentet e peb giz, a ourgouill hag a zizesper, e kenver ann dibri hag ann eva, a enep ar feiz hag ar burete. He ene a ioa evel devet gant ar zec’hor ha ne gave mui saour ebed gant ar bedenn ; he c’haloun a ioa beuzet enn eur mor a c’houervder hag eur beac’h enkrez a veze noz-deiz var he spered. Mes en em abandouni a rea ato gant fizians etre. daouarn ann Aotrou Doue, ha da fin ar pemp bloaz e teuaz adarre ar peoc’h hag ar joa enn he c’houstians.

Divar neuze n’e devoue mui ken ioul nemed da labourat ha da c’houzanv poan evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou ; rak Jezuz en doa lavaret d’ezhi e renke beza tentet evelse evit ma c’heljje sikour he nesa da vont d’ar baradoz. Aliez e lavare d’he C’hoarezed : « — Goulennomp hirio digant Doue silvidigez ken aliez a ene hag a gammed a raimp enn eur vale, pe a grav a raimp gant hon nadoz enn eur c’hriat, pe c’hoaz silvidigez ken aliez a ene hag a vech ma soubimp hon daouarn enn dour da voalc’hi ar c’houez. »

Goude eur c’hlenved hirr ha poaniuz, ar zantez-ma a roaz he ene d’he c’hrouer er bloaz 1607, d’ann oad a eur bloaz ha daou-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Klevet a reer avechou tud o lavaret : « Petra ra enn ho c’houenchou kement all a venac’h hag a leanezed ? N’euz ket a vugale gantho er skol; penaoz eta e tremenont-hi ho amzer ! » Penaoz e tremenont ho amzer ? O pedi evit ar re ne bedont ket hag oc’h ober pinijenn evit pec’hejou ar bed. Pe seurt vad a reont-hi ? Dre ho fedennou, dre ho labour hag ho finijennou, e tiarbennont breac’h justis Doue prest da skei, hag ec’h obtenont pardoun ha trugarez evit ar bec’herien. Nag a baianed ne anavezfent morse ar guir relijion, nag a dud a ve kollet da viken, ma na ve ket evelse er c’houenchou eneou santel o kinnig da Zoue heb ehana ho iuniou, ho foaniou, ho distera oberiou evit silvidigez ho nesa !