Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Maorill

Eus Wikimammenn
◄   Gi, pe Gion Maorill Ar Groaz Savet   ►



ann trizekved devez a viz guengolo


SANT MAORILL, ESKOP
————



Maorill a ioa ganet enn Itali, hag a deuaz e Frans da zeski gant sant Martin ar feson da erruot enn huela pazenn euz ar zantelez. Sant Martin a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr, ha goudeze ec’h en em dennaz enn Anjou ; eno e oue hanvet da bersoun e Chaloon. Divezatoc’h e oue choazet evit beza eskop enn Anjer, hag ober a eure he zever er garg-ma gant kement a aked hag a furnez ma c’hounezaz kalounou ann holl.

Eunn devez, eur c’hreg a lakeaz he glask da vont da rei ar gonfirmasion da eur mab d’ezhi hag a ioa goall glanv. O veza m’edo neuze o lavaret he offerenn, ne c’hellaz ket mont dioc’htu, hag etre daou ar c’hrouadur a varvaz. Ann dra-ze a reaz kement a boan d’ezhan ma lakeaz enn he benn n’oa ket din da veza eskop, ha setu hen ha kuitaat Anjer dre guz evit tec’het da Vro-Zaoz.

Goulskoude, araok treuzi ar mor, e skrivaz he hano var eur garrek, hag eur vech el lestr e remerkaz en doa kaset ganthan alc’houeziou relegeier he iliz. Hogen, d’ann ampoent n’edo ket o sonjal, ann drouk-spered a lakeaz ann alc’houeziou-ze da goueza er mor, ha kerkent ar Zant a lavaraz enn eur vouela : « — Ma ne gavann ket va alc’houeziou, biken ne zistroinn da Anjer. »

Enn eur erruout e Bro-Zaoz, e viskaz dillad eunn devezour hag e c’houlennaz beza kemeret da jardiner e ti eunn dijentil euz ar vro. Kemeret e oue, ha Doue a vennigaz he labour enn eunn hevelep feson ma teue a bep seurt legumach enn he jardin.

Epad ann amzer-ze, tud a iliz ha tud fidel Anjer a ioa glac’haret-holl abalamour m’o doa kollet ho eskop. Kas a rejont pevar den d’he glask, hag ar re-ma a oue seiz vloaz o redet kement korn a ioa enn Europ, kouls lavaret ; mes, kaer o devoue, ne glevchont menek ebed anezhan e nep leac’h.

Evelato n’oant ket bet c’hoaz e Bro-Zaoz, he setu hi ha sonjal mont di ive. Epad m’edont enn aod o c’hortoz eul lestr, e lennjont ar c’homzou-ma var eur garrek : « Maorill, eskop Anjer, a zo tremenet dre ama er bloaz-m’ar bloaz ha d’ann deiz-m’ann deiz. » Ar gavadenn-ze a gargaz ho c’haloun a esperans, ha setu hi enn hent laouen-braz.

N’oant ket eat c’hoaz goall bell dioc’h ann douar pa lammaz eur pesk var bount al lestr enn eunn taol kount. Ar pevar beachour a oue souezet o velet kement all ; mes souezetoc’h e ouent c’hoaz o kaout e kof ar pesk-se alc’houeziou relegeier iliz Anjer. Da genta, o devoue aoun na vije kouezet ive ho eskop er mor ; mes enn noz varlerc’h eunn eal a lamaz ann nec’hamant-ma divar ho spered, ha pa ouent diskennet e Bro-Zaoz, ar memes eal ho c’hasaz var ehun da di ann dijentil el leac’h m’edo ar Zant.

Enn eur erruout er porz, e veljont Maorill eno, eur pakad legumach ganthan evit he vestr. Raktal ec’h en em strinjkchont d’he dreid enn eur bedi anezhan a dreuz ho daelou da zistrei d’he eskopti. Mes hen a respountaz, enn eur vouela eveldho, en doa touet var he le ne zistroje biken da Anjer nemed kaout a raje alc’houeziou ar relegeier en doa lezet da goueza er mor enn eur zont euz a Frans. Neuze ar pevar beachour a gountaz d’ezhan penaoz o doa kavet ann alc’houeziou-ze, hag ar Zant a anavezaz dioc’htu oa bolontez Doue e tistroje d’he eskopti.

Hogen, ne c’houfe den lavaret gant pebez henor ha pebez joa e oue digemeret enn Anjer ; ar bobl holl a ioa var zao evit saludi he dad hag he bastor, a ioa bet diank epad keit all a amzer. Goulskoude, maro ar c’hrouadur n’oa ket bet konfirmet, a ioa ato var spered Maorill, ha setu hen ha mont da bedi var bez ar c’hrouadur-ze. Goudeze e lakeaz he zigeri, ha kerkent, o burzud ! ar c’hrouadur a zavaz ac’hano leun a vuez. Ar Zant her c’honfirmaz raktal, hag ar c’hrouadur-ma a oue eskop var he lerc’h.

Tud Anjer a ioa kustumm d’en em zastum eur vech er bloaz, var eur garrek vraz ha ledan a ioa tost da gear, evit dansal, dibri hag eva ; mes Maorill a dorraz ar c’hiz fall-ze enn eur zevel eno eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez. Mervel a reaz erfin d’ar seiz a viz guengolo euz ar bloaz 437, brudet dre he viraklou hag oajet a zek vloaz ha pevar-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a lakeaz enn he benn n’oa ket din da veza eskop abalamour m’oa marvet eur c’hrouadur enn Anjer heb beza bet konfirmet. Nag a vugale a varv hirio heb ar zakramant-se ! E meur a barrez euz a Gerne edo ar c’hiz da lavaret n’euz ket c’hoaz pell, ma n’ema ket ato zoken : « Ann divezata ar guella beza konfirmet. » Petra ! ann divezata ar guella beza kristen parfet ! Ann divezata ar guella reseo ar Spered-Santel gant he holl donezounou ! Ann divezata ar guella kaout nerz da anzao ar feiz d’ann ampoent ma reer brezel d’ar relijion gant kement a gounnar ! Mes red eo beza dall pe veza kollet peb skiant evit komz evelse. Digorit eta ho taoulagad, tadou ha mammou, ha koumprenit eo eunn dever evidhoc’h, hag eunn dever striz, kas ho pugale da gonfirmi pa vezont enn oad, hag ho c’helenn pe lakaat ho c’helenn var ar pez a renkont da c’houzout evit kement-se.