Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Maksimin

Eus Wikimammenn
◄   Aogustin a Gantorberi Maksimin Ferdinand   ►



ann naved var ’nn ugent a viz mae


SANT MAKSIMIN, ESKOP
————


Maksimin a ioa ganet e kostez Poatie e Frans, hag a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. O veza c’hoaz iaouank, e kuiteaz he vro evit mont da gear Trev enn Allemagn, hag eno e reaz he studi gant sant Agris, eskop ar gear-ze. Eno ive e oue beleget ha goude maro sant Agris e oue choazet da eskop enn he blas.

Ebarz er garg-se e oue eur skouer a bep seurt vertuziou evit tud he eskopti. Ne espernaz netra evit kelenn ha delc’her stard er feiz ann eneou a ioa fiziet ennhan. D’ann ampoent, ann Arianed a rea kalz freuz dre ar bed katholik ; mes kavet o doa ho mestr e sant Athanaz, eskop Aleksandrii enn Ejipt, hag abalamour da ze n’oant ket evit gouzanv ann doktor braz-ma. Obten a rejont erfin digant ann impalaer ma vije koundaonet d’ann harlu, hag Athanaz en devoue urs d’en em denna e Trev.

Hogen, sant Maksimin hen digemeraz evel ma tigemerer eur c’habiten pa vez o tistrei euz ar vrezel goude beza gounezet viktoriou kaer var enebourien he vro. Ober a reaz stad anezhan, hag enn aoun e veze ato na c’hellje ket beva enn he eaz pe ne vije ket great henor aoualc’h d’ezhan.

Sant Athanaz dioc’h he gostez a ra meuleudi sant Maksimin enn he skridou. « Bez’ez oa, emezhan, eur pastor hag a veze bepred var evez evit pourvei da holl ezommou he zenved hag ho diouall rak ar bleiz. He galoun a ioa leun a garantez, evit Doue hag evit he nesa, ha n’en doa ken sounj na ken ioul nemed d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. Ober a rea dija miraklou d’ar mare-ze. »

Sant Maksimin a roaz ive digemer da zant Paol, eskop Konstantinopl, a ioa bet kaset kuit euz he eskopti dre urs ann impalaer Konstans. Poania a eure er memes amzer da viret na deuje ann impalaer Konstant da gemeret skouer dioc’h he vreur Konstans, ha d’en em lezel eveldhan da veza touellet gant ann Arianed. Dizelei a reaz finesaou ha troiou kamm ann heretiked-ma, ha bez’e oue unan euz ar re a ziarbennaz guella ho fals kredennou. Setu perak e virit ma ve lakeat he hano e kichen hanoiou ann daou zoktor braz sant Athanaz ha sant Hiler.

E konsil Milan hag e konsil Sardik, sant Maksimin a oue c’hoaz unan euz ann eskibien a zifennaz feiz Nisee gant ar muia nerz. Erfin, ober a reaz kement var ann impalaer Konstant, hag ann impalaer-ma en doa kement a respet evit he gomzou, ma oue roet kounje da zant Athanaz ha da zant Paol da zistrei d’ho eskopti.

Prest goude konsil Sardik, sant Maksimin a deuaz da ober eur bale d’he vro da velet he gerent hag he vignouned. Eno e kouezaz klanv hag e varvaz leun a veritou er bloaz 349. He gorf a oue enterret er barrez m’oa ganet; mes divezatoc’h e oue kaset da gear Trev, hag abaoue ez euz c’hoarvezet var he vez eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ann nep piou bennag, eme ann Aviel, a ro digemer d’ar re a gomz a berz Doue, abalamour ma’z int tud ann Aotrou Doue, en devezo he lod euz a rekoumpans ann dud-se er baradoz. Mar d-eo ann dud-se goall-gaset gant ar re all, evel ma’z oa sant Athanaz ha sant Paol a Gonstantinopl, e c’hounezo c’hoaz eur gurunenn gaeroc’h enn env oc’h ober stad anezho. Bezit eta prest ato da rei sikour ha merkou a istim hag a garantez da zifennourien ar relijion hag ann Iliz, dreist holl pa vez great ann heg outho er bed-ma, hag evelse o pezo perz ive enn ho gloar hag enn ho euruzded er bed all.