Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Maker

Eus Wikimammenn
◄   Valtrud Maker Leon I   ►



ann dekved devez a viz ebrel


SANT MAKER, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ginidig euz ann Armenii, ha fillor da eskop Antioch. Ober a reaz he studi gant he baeroun, hag hema, o velet he skiant hag he vertuz, a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr. Goude ma oue beleget, e tiskouezaz kement a aked da labourat evit silvidigez ann eneou, ha kement a furnez enn he holl oberiou, ma lavaraz eunn deiz ann eskop koz d’ar bobl : « — Gouzout a rit ounn dija oajet; mad, var a gredann-me, ar belek Maker a zo galvet gant Doue da veza eskop var va lerc’h. Mar kirit eta lavaret d’inn e choazot anezhan, me gavo easoc’h mervel. » Ar bobl a respountaz raktal: « — Ia, ia, ni joazo Maker ; » hag evit guir, goude maro he baeroun, Maker a oue hanvet da eskop enn he blas.

Gouarn a eure he eskopti gant eunn dousder hag eur vadelez hag a c’houneze d’ezhan kalounou ann holl. Henvel oa ouz ar pastor mad a zo bepred var evez gant aoun na ve taget he zenved gant ar bleiz. Prezeg a rea bemdez, he-unan ez ea da velet ann dud klanv, hag he di oa ti ar beorien. Kement a druez en doa ouz ar re-ma ma tenne ann tamm euz he c’hinou evit hen rei d’ezho. Mes poan en doa gant eunn dra: re a henor a veze great d’ezhan, var he veno. N’oa ket evit gouzanv, dreist holl, e vije kemeret evit eur zant. Setu perak e roaz ann dilez eus he garg, hag o veza kuiteat Antioch dre guz, e teuaz gant tri pe bevar goumpagnoun da vizita ann Douar Santel.

Ann darn vrasa euz ar vro-ze a ioa d’ann ampoent etre daouarn ar Zarrasined, tud hag a heulie fals kredenn Mahomet. Maker ne espernaz netra evit gounit ann dud-ma da feiz Jezuz-Krist. Diskouez a reaz d’ezho sklear n’edo ket ar virionez gantho ; mes hi a ieaz enn egar o velet ne c’hellent ket respount d’ezhan, hag her c’hasaz d’ar prizoun. Eno e lakejont anezhan da c’hourvez var ann douar noaz, he zivreac’h astennet e kroaz; goudeze e stagchont he zaouarn hag he dreid oc’h tachou sanket enn douar, hag erfin e taoljont eur mean pounner var he stomok. Mes ar Zant a c’houzanvaz ar iudazerez-se gant kement a nerz kaloun ma oue souezet he vourrevien, ha meur a hini euz ar re-ma en em c’hreaz kristenien.

Maker a oue tennet euz he brizoun gant eunn eal, evel sant Per guech all, ha neuze e treuzaz ar mor evit dont enn Europ. Remerket en doa ne c’helle ket chom pell er memes plas heb beza istimet hag henoret, hag abalamour da ze e reaiz he zonj da dremen he vuez o vont euz ann eil bro d’eben, evit na vije ket amzer d’he anaout ha da ober stad anezhan. Erruout a eure evelse enn Allemagn hag er Beljik ; mes, kaer en devoa, he viraklou hen diskuille e peb leac’h.

Enn Azii en devoa great dija kalz burzudou ; mes enn Europ e reaz muioc’h c’hoaz. E Kologn, e pareaz he hostiz dioc’h ann drouk-sant ; e Kambre, doriou ann iliz a zigoraz dirazhan anezho ho-unan, hag e Malin e vougaz dre he bedennou eunn tan goall hag en devije devet kear holl pa n’efe ze. E Tourne, e kavaz eur rouestl hag eur freuz braz etouez ar bobl ; ann dud a ioa armet ann eil a enep egile, ha prest d’en em zrailla ha d’en em laza. Ar Zant en em lakeaz raktal entrezho, eur grusifi ganthan enn he zorn, hag a gomzaz outho gant kement a nerz ma taoljont ho armou a gostez ha ma’c’h en em unanjont var ann heur.

Kear Gand a oue ann termen euz he veachou. Eno ez eaz da loja da gouent Sant-Bavon, hag er gouent-ma e oue dalc’het hirra ma oue gellet. A benn diou vech goulskoude e falvezaz d’ezhan mont kuit; mes a benn diou vech ive e klanvaz p’edo dija enn hent, pe o lavaret kenavezo. Enn dro genta e pareaz, mes enn eil tro e krogaz ar vosenn ennhan. Eur maread tud a veze skubet bemdez gant ar c’hlenved-se, ken e kear, ken var ar meaz. Hogen, Maker a bedaz Doue d’he gemeret ha da espern ar re all, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Mervel a reaz d’ann dek a viz ebrel euz ar bloaz 1012, ha kerkent ec’h ehanaz ar vosenn tro var dro.


SONJIT ERVAD

Henoriou ar bed ha meuleudiou ann dud ne d-int e guirionez nemed avel ha moged. Setu perak ar zent holl o deuz tec’het dioutho muia ma c’hellent ; penaoz eta e c’hellit-hu ho c’haret ? Pegement e viot-hu guelloc’h evit beza henoret gant ar bed ha meulet gant ann dud, ma n’oc’h ket istimet gant Doue? Ha fors zo d’ehoc’h, er c’hountrol, beza disprijet gant ar bed ha goapeat gant ann dud, mar d-oc’h mignoun da Zoue ? Klaskit dreist peb tra plijout da Zoue enn hoc’h holl oberiou ; ar pez a reot evit plijout d’ar bed ha d’ann dud ne zervicho ket d’ehoc’h goude ar vuez-ma, pe ne zervicho nemed d’ho koundaoni ; mes ar pez a reot evit Doue a dalvezo d’ehoc’h er bed all eunn tenzor a c’hloar hag a bado da viken.