◄ Mac’harit Mari Alakok | Lukas | Per a Alkantara ► |
ukas a ioa ginidik a Antioch,
hag a studiaz ar vedisinerez enn
he iaouankiz. Eur mestr penturer
oa ive var a gounter, hag ober a
eure seiz taolenn hag a ioa varnho
patrom pe imach ar Verc’hez. Unan
euz ann taolennou-ze a virer c’hoaz
hirio e Rom gant kalz a respet.
Goude ma oue gounezet d’ar feiz, Lukas a reaz koumpagnunez da zant Paol enn he holl veachou abostolik. Evelato bez’en devoue ive ann eur da anaout meur a hini euz ar re o doa heuliet hor Zalver epad he vuez var ann douar, ha deski a eure gantho ar peb brassa euz ar pez en doa great pe lavaret Jezuz-Krist keit ha m’oa bet o prezeg he Aviel, ar pez en doa gouzanvet e Jerusalem ha var menez Kalvar, hag ar pez a ioa c’hoarvezet pa zavaz adarre euz a varo da veo. Lakaat a reaz ann traou-ze holl dre skrid evit kelennadurez ann dud fidel, ha setu al levr a hanver Aviel sant Lukas.
Mes kement-se ne oue ket aoualc’h evit ar zant-ma.
Skriva a eure c’hoaz histor ann Ebestel ho-unan, hag
enn histor-ma e verk penaoz e pignaz hor Zalver Jezuz-Krist
enn env, petra reaz ann Ebestel goude m’oa diskennet
varnho ar Spered-Santel, dre be seurt burzudou
e teuaz ar feiz d’en em skigna dre ar bed, hag e pe feson
e veve ar gristenien genta. Lukas en doa skrivet he Aviel
dioc’h ar pez en doa klevet gant diskibien hor Zalver ;
mes histor ann Ebestel a skrivaz dioc’h ar pez en doa
guelet he-unan.
Sant Paol a ra d’eomp he veuleudi e nebeut komzou. « — Lukas, emezhan, a zo brudet e peb leac’h dre he aked da labourat evit silvidiguez ann eneou. » Enn eul lizer all, e hanve anezhan he vuia karet, hag epad m’edo er prizoun e Rom, e lavare c’hoaz : « — Ne jom ganen nemed Lukas. »
Goude merzerenti ann Abostol, Lukas a brezegaz ann Aviel enn Itali, enn Dalmasii hag er Masedoan. Ac’hano e teuaz d’ar Gres, hag eno e varvaz d’ann oad a bevar bloaz ha pevar-ugent. Ne c’houezer ket d’ar just pe seurt maro en devoue ; mes ar pez zo sur eo en deuz bet kalz da c’houzanv epad m’edo o prezeg ar feiz, hag evelse, ma n’e ket marvet dre ar verzerenti, e c’heller ato lavaret eo bet merzer aoualc’h epad he vuez. He relegou a oue kaset divezatoc’h da Gonstantinopl asambles gant relegou sant Andre, ha lakeat enn iliz ann Daouzek-Abostol.
Da genta. — Grit d’ar re all ar pez a garfac’h a ve great d’ehoc’h hoc’h-unan ma veac’h enn ho flas.
D’ann eil. — Grit vad d’ar re a ra drouk d’ehoc’h, ha pedit evit ar re ho tamall e gaou hag a voall-gomz ac’hanhoc’h.
D’ann trede. — Mab Doue n’e ket en em c’hreat den evit koll ann eneou, mes evit ho zavetei.
D’ar pevare. — Goulennit hag e resevot, klaskit hag e kavot, skoit var ann or, hag e vezo digoret d’ehoc’h.
D’ar pemped. — Euruz ar re a zelaou komzou Doue, hag a ra ar pez zo merket ennho.
D’ar c’huec’hved. — Ne varnit ket ar re-all, ha ne viot ket barnet.
D’ar seizved. — Ne’z euz netra kuzet na vezo, eunn deiz, dizoloet.