Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Loiz Gonzag

Eus Wikimammenn
◄   Silver Loiz Gonzag Paolin   ►



ann unan var ’nn ugent a viz even


SANT LOIZ GONZAG, JEZUIST, PATROUN ANN DUD IAOUANK
————


Loiz Gonzag a ioa ganet enn Itali er bloaz 1568. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel, mes tud a relijion oant ive. Kenta tra a zeskaz he vamm d’ezhan a oue ober sin ar groaz, lavaret ann hanoiou santel a Jezuz hag a Vari, karet Doue euz a greiz he galoun ha kaout aoun rak ar pec’hed. Dont a reaz evelse da veza ken devot enn he vugaleach ma veze guelet aliez oc’h en em denna a gostez da lavaret he Bater enn eur c’horn tro bennag.

Ne oa c’hoaz nemed pevar pe bemp bloaz pa’z eaz gant he dad da Gazal, el leac’h ma’z oa eur maread soudarded. Hogen, o klevet al leou-douet hag ar blasfemmou a laoske ar re-ma, ec’h en em lakeaz ive da ober eveldho. Ar paotrik keaz ne c’houie ket petra lavare, ha rak-se n’en doa ket a bec’hed. Goulskoude en devoue kement a geuz d’ann dra-ze ma ne ehanaz betek he varo da c’houlenn pardoun digant Doue abalamour m’oa bet ken direspet e kenver he hano santel hag adorabl.

D’ann oad a nao bloaz e reaz veu a jastete dirak aoter ar Verc’hez e Florans, ha Doue hen rekoumpansaz raktal o rei d’ezhan eur c’hras dreist-ordinal : hiviziken ne oue mui tentet a enep ar vertuz gaer-se e feson ebed. Mes ive nag hen a ioa aketuz da veilla bepred var he holl skianchou ! O veza e palez roue Spagn, en devoue tro epad meur a vloaz dioc’htu da zaludi ann impalaerez Mari, bemdez kouls lavaret ; mad, biskoaz ne zavaz he zaoulagad da zellet ouz ar brinsez-se : n’ho zave ket zoken da zellet ouz he vamm. Abalamour da ze ann holl a lavare pa veze menek anezhan : « — Hennez n’e ket eunn den eo, hennez zo eunn eal. »

Ouspenn ma veze ato var evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed, Loiz a gastize c’hoaz he gorf dre ar rusta pinijennou. Teir guech bemdez peurvuia e kemere ar fouet ganthan, ha teir guech er zizun e iune divar bara ha dour. Eur guele blod en devoa ; mes lakaat a eure ennhan dre guz tammou podou torret evit na vije ket ken ebat chom ebarz. Tremen a rea eunn darn vraz euz ann noz o vedita, var bennou he zaoulin, hag enn deiz e tremene adarre teir, peder, pemp heur evelse heb flach ; epad ann amzer-ze he spered a veze evel beuzet-holl e Doue.

Araok ober he bask kenta, en doa bet ann eur da velet sant Charles Borromee, hag ar zant-ma en devoa lavaret d’ezhan hasta buan en em lakaat e stad da reseo he Zoue, ha kendelc’her goudeze da gommunia aliesa ma c’hellje. Loiz ne ankounac’heaz morse ann ali-ze, hag a gommunie ato da nebeuta eur vech er zizun. Ann tri devez araok a implije o lakaat he galoun e stad da zigemeret Jezuz enn eur feson deread, hag ann tri devez varlerc’h o trugarekaat he Zalver evit ar vadelez en doa bet da zont daved eur pec’her paour eveldhan. He zevosion evit sakramant ann aoter a ioa ker braz ma n’oa ket evit miret da vouela bep vech ma kleve ann offerenn, dreist holl goude ar gorreou.

Ar zant-ma en doa c’hoant, pell a ioa, da guitaat ar bed ; mes he dad ne roe ket a gounje d’ezhan. Abarz ar fin evelato e oue lezet da ober he volontez, ha setu hen dioc’htu enn Urs ann Tadou Jezuisted. Eno ec’h en em gavaz evel er baradoz, hag e oue mui eget biskoaz eunn eal a vodesti hag eur skouer a humilite hag a zentidigez. Aoun en deveze ato da vankout d’ann distera poent euz a reolenn he Urs. Bez’e oue ive eunn eal a beoc’h evit he gerent. Etre he vreur hag eunn eontr d’ezhan ez oa savet trouz ha kasouni divar benn eunn heritach ; mes Loiz, o veza eat d’ho guelet, a lakeaz anezho da veza mignouned adarre evel kent.

Prest goude e pakaz he varo oc’h entent ouz ar re glanv enn hospital ; rak eur blijadur oa evithan beza var dro ar re glanv. Doue a roaz da anaout d’ezhan pe da zeiz e varvche, ha kerkent e kanaz ann Te Deum. D’ann deiz merket e resevaz he zakramanchou diveza, ha goudeze e lavaraz d’he zuperior : « — Emaomp o vont, va Zad. » « — Da be leac’h? » eme ar superior. « — D’ann env, » eme ar Zant. Tremen a eure sioulik d’ann 21 a viz even euz ar bloaz 1591, oajet a dri bloaz var’nn ugent, tri miz hag unnek devez. N’oa ket c’hoaz c’houec’h vloaz abaoue m’edo enn Urs ann Tadou Jezuisted. Ne oa ket c’hoaz belek ken nebeut, nag abostoler zoken : n’en doa resevet nemed ann Ursiou munud.


SONJIT ERVAD

Ar pab Beneat XIII, goude beza lakeat Loiz Gonzag e renk ar Zent, en deuz roet anezhan evit patroun hag evit skouer d’ann holl dud iaouank. Pedit-hen eta d’ho sikour da ren enn ho iaouankiz eur vuez ur evel he hini, hag evit kement-se bezit fidel eveldhan da veilla bepred var hoc’h holl skianchou, da dec’het dioc’h ar c’houmpagnunieziou danjeruz, ha da lakaat ho poan da ziarbenn dioc’htu ha da drec’hi ann ioulou fall euz ho korf. Evit terri nerz ho kual dechou, grit, evel sant Loiz, brezell d’ho korf, ha n’o pezet ket aoun rak ar binijen.