Buhez ar Sent/1894/Leon IX

Eus Wikimammenn
◄   Mari ann Inkarnasion Leon IX Agnes, Guerc’hez   ►



ann naontekved devez a viz ebrel


SANT LEON, NAVED EUZ ANN HANO, PAB
————


Sant Leon IX a ioa ginidik euz ann Alsas, hag a oue hanvet Bruno var fount ar vadiziant. A-vihanik oa douget d’ann devosion ha d’ar vertuz, ha d’ann oad a bemp bloaz e oue lakeat er skol gant eskop Toul. Enn he iaouankiz e oue flemmet gant eunn aer-viber, hag e oue dare d’ezhan mervel; mes parea a eure dre virakl.

Pa oue, echu he studi ganthan, ez eaz da lez ann impalaer Konrad, a ioa kenderv gompez d’he dad. Eno e kendalc’haz da veva e doujans hag e karantez ann Aoitrou Doue. Ker fur oa, hag he zoare a ioa ker mad ha ker chentil, ma’z oa karet gant ann holl. Ann impalaer hag ann impalaeres ho-unan o devoa eunn istim vraz evithan, ha ne reant netra heb goulenn kuzul diganthan. Reseo a eure ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude e oue hanvet da eskop e Toul, el leac’h m’en doa great he studi.

Ebarz er garg-se, Bruno a c’hounezaz adarre kalounou ann holl dre he humilite, he zousder hag he zantetez. Ne dremene devez ebed heb rei da zibri da eur maread peorien, hag he-unan e serviche anezho ouz taol. Bep vech ma lavare he offis, e tirede ann daelou euz he zaoulagad evel ann dour euz a ziou feunteun. O veza bet digaset e Frans da gaout ar roue Robert, e kaozeaz ker brao outhan ma lakeaz eur peoc’h paduz, n’e ket hebken etre ann impalaer Konrad hag hen, mes c’hoaz etre ho bugale.

Bruno en doa kement a zevosion evit sant Per ha kement a respet evit ar pab ma’z ea bep bloaz da Rom. Eur blavez, epad m’edo eno, ar vosenn en em lakeaz etouez ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag ar re-ma a ioa ouspenn pemp kant anezho etre tud a iliz ha tud all. Ar Zant a oue rannet he galoun o velet peger buhan e vezet skubet gant ar c’hlenved-se; mes ne zaleaz ket da gaout louzou outhan. Souba a eure ar relegou a ioa ganthan er guin, ha kement den klanv a danvea ar guin-ma a veze pareet dioc’htu.

Goude maro ar pab Damaz II, Bruno a oue choazet evit delc’her he blas. Ar Zant a oue spountet pa glevaz ar c’helou-ze, hag a glaskaz a bep seurt digareziou evit pellaat diouthan ar zamm a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz. Mes, kaer en devoue, red e oue d’ezhan senti ouz bolontez Doue; rak, p’e guir oa bet choazet gant ann holl heb na vije nikun a enep, oa eunn dra sklear hag anat e felle da Zoue e vije pab.

Neuze e kuiteaz he eskopti hag e kemeraz ann hano a Leon IX. Eur vech azezet var gador sant Per, e labouraz heb ehana da lamet ar giziou fall ha da ziarbenn ann dizursiou hag ar c’hredennou faoz e kement korn a ioa er bed katholik. Asambli a eure meur a gonsil, ken e Rom, ken e leac’h all, hag e daou anezho e koundaonaz Beranjer, eur fals doktor hag a lavare n’ema ket e guirionez korf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jezuz-Krist e sakramant ann aoter. A drugare Doue, lavar ar fals doktor-ze a reaz kement a heuz d’ar gristenien euz he amzer ma oue nebeut anezho, eunn tri c’hant bennag da hirra, hag en em lezaz da veza touellet ganthan.

Ar pab santel n’en doa damant ebed d’he boan nag aoun ebed d’en em skuiza, pa veze hano euz a c’hloar Doue hag euz a zilvidigez ann eneou. Distrei a reaz meur a vech d’ann Allemagn ha dont a eure ive e Frans evit mad ar relijion hag ann Iliz. Hogen, e kement leac’h ma tremene, e pourvee da ezommou ann dud fldel, e konsakre ilizou nevez pe e stage induljansou kaer ouz ar goz, hag e lakea ar feiz da greski hag ar peoc’h hag garantez da ren muioc’h-mui er c’halounou.

Ann Normanded digernez o veza saillet var ann Itali, Leon IX a c’houlennaz sikour digant impalaer ann Allemagn evit ho c’has kuit. Mes arme ann impalaer a oue trec’het gantho, hag ar pab he-unan a oue great prizounier. Santifia a eure he brizoun dre ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn. Dougen a rea bepred eur c’houriz reun, ha ne gouske nemed var eur pallenn a lede var zolier he gambr, gant eur mean dindan he benn.

A benn bloaz e kouezaz klanv, hag e c’houlennaz beza kaset da Rom. Kaset e oue, rak ann Normanded a ioa leun a respet hag a istim evithan abalamour d’he zantelez. Pa erruaz eno, e reaz eur brezegenn d’ann eskibien ha d’ar veleien, ha daou zevez goude, d’ann naontek a viz ebrel euz ar bloaz 1054, p’edot o paouez he noui hag he gommunia, e varvaz a greiz trugarekaat Doue, oajet a zaou vloaz hag hanter-kant.


SONJIT ERVAD

E sakramant ann aoter ema e guirionez korf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jezuz-Krist dindan spesou ar bara hag ar guin. Enn offerenn eo e teu Jezuz-Krist d’en em lakaat dindan ar spesou-ma dre ar c’homzou a lavar ar belek da vare ar Gorreou. Goude ar Gorreou, ne vez mui na bara, na guin var ann aoter : chenchet int e korf ha goad hor Zalver. Setu aze ar burzud heb he bar a c’hoarvez bemdez enn offerenn. Gant pebez devosion eta ne dleit-hu ket klevet ann offerenn! Pebez respet ne dleit-hu ket da gaout evit sakramant ann aoter, el leac’h m’ema e guirionez ho Toue, ho Salver hag ann hini a dle beza eunn deiz ho Parner !