Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Juliana Falkonieri

Eus Wikimammenn
◄   Mark ha Marsellian Juliana Falkonieri Silver   ►



ann naontekved devez a viz even


SANTEZ JULIANA FALKONIERI, GUERC’HEZ
————


Juliana ioa ganet e kear Florans enn Itali, hag a roaz a-vihanik merkou kaer euz he zantelez da zont. Ar c’homzou kenta a deuaz euz he ginou a oue ann hanoiou benniget a Jezuz hag a Vari hag o velet pegen devot oa enn he bugaleach, ann den euruz Aleksis Falkonieri, he eontr, a lavaraz eunn deiz d’he mamm : « — N’e ket eur verc’h eo oc’h euz lakeat er bed, roes eunn eal. » Evit guir, kement a aoun e devoa rak ar pec’hed ma’z oa aoualc’h lavaret ar ger-ze dirazhi evit he lakaat da skrija, hag eunn draoiad e oue dare d’ezhi sempla o klevet hano euz eunn torfed braz.

He mamm a skandale anezhi avechou abalamour m’oa re droet var ann devosion. « — Evidod-te, a lavare he mamm, ne gavi goaz ebed. » « — Ar Verc’hez bourveo, » a respounte Juliana. Evit ac’hano, n’e ket c’hoant dimezi e devoa ar Zantez, mes c’hoant en em voestla holl da Zoue. Pell a ioa e devoa choazet he fried, hag ar pried-ma oa Jezuz, ar mignoun a jom ato fidel hed ar vuez ha goude ar maro. Evit diskouez eta ar fae a rea var fortuniou ar bed, e viskaz sae Trede-Urs ann Tadou Servited kerkent ha ma oue krog enn e c’houezek vloaz. Hi a oue ar genta a ieaz enn Trede-Urs-se ; mes heb dale eur maread merc’hed all a gemeraz skouer diouthi, hag he mamm zoken a oue unan anezho.

Juliana a oue lakeat da zuperiorez var ann holl verc’hed-se, hag a reaz evitho lezennou leun a furnez. Sant Philipp Benizi, ann hini en doa savet Urs ann Tadou Servited, a anaie ker mad he mirit ma falvezaz d’ezhan araok mervel he c’harga euz a c’houarnamant ann Urs enn he bez. Mes seul-vui ma veze great henor d’ezhi, seul humploc’h a ze e teue da veza. Petra bennag m’oa superiorez, e klaske ato en em lakaat izeloc’h eged ar re all ; ho zervicha a rea enn traou distera, hag evel eur vamm oa evitho.

Evel ar Zent holl, Juliana a ioa aketuz d’ar bedenn. Eunn darn vraz euz ann deiz hag euz ann noz a dremene o vedita, hag aliez-aliez e veze douget a spered betek ann env. Ann nemorant euz he amzer a implije oc’h unani ar re a veze savet kasouni entrezho, oc’h alia ar bec’herien da zistrei ouz Doue, ha dreist holl, oc’h entent ouz ar re glanv ; meur a vech e pareaz gouliou ar re-ma o staga he muzellou outho.

Petra bennag m’e devoa miret ato sae venn he badiziant, ne ehane da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. Kousket a rea bepred var ann douar noaz ; da zadorn, e iune divar bara ha dour, hag epad daou zevez all euz ar zizun, e veve divar ar gommunion hebken.

He stomok a ieaz da fall oc’h ober kement-se a binijenn, ha var fin he buez ne c’helle mui delc’her tamm boued ebed. Mes ar Zantez a veze ato laouen e kreiz ar goaskadennou skrijuz e deveze gant he c’hlenved. Eunn dra evelato a rea poan d’ezhi : diez oa he spered abalamour ne c’helle ket kommunia, o veza ma renke teuler kement tra a gemere. Mes Jezuz en devoue truez outhi, hag en em roaz d’ezhi enn eur feson mirakuluz.

Juliana a bedaz ar belek a veze var he zro da zigas da vihana ann Aotrou Doue d’he c’hambr ha d’hen tostaat ouz he c’haloun, p’e guir n’oa ket evit reseo anezhan enn he ginou. Ar belek a zentaz ; mes o burzud ! p’edo o tostaat ann hosti konsakret ouz kaloun ar Zantez, ann hosti-ze a dec’haz euz he zorn heb beza guelet gant den, ha raktal Juliana a laoskaz he huanad diveza enn eur ober eur mouzc’hoarz henvel oc’h hini ann elez. He maro euruz a erruaz er bloaz 1340. Pa’z ejot da liena he c’horf, e oue kavet roud ann hosti enn he c’hostez kleiz ha varnhan imach hor Zalver stag ouz ar groaz.


SONJIT ERVAD

Ma tigouesfe ganehoc’h beza skoet, evel ar zantez-ma, gant eur c’hlenved hag a virfe ouzhoc’h da gommunia, diskouezit ive da Zoue ar boan a ra ann dra-ze d’ehoc’h. Livirit d’ezhan euz a greiz ho kaloun : « — O va Doue, ho reseo eur vech c’hoaz abarz mervel a zo eur c’hras ker kaer ma’z ounn glac’haret-holl abalamour ne c’hellann ket kaout ar c’hras-se. Da vihana, o va Jezuz, kemerit va c’hoant evit eur merk anat euz va feiz, euz va esperans hag euz va c’harantez. » Ma ne ra ket Doue eur mirakl enn ho kenver evel a reaz e kenver santez Juliana, da vihana e rekoumpanso ho c’hoant enn eur rei d’ehoc’h ann holl grasou m’o pezo ezomm anezho var ho tremenvan.