Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Judikael

Eus Wikimammenn
◄   Euzeb Judikael Ann iliz var c’hed euz hor Zalver   ►



ar seitekvet devez a viz kerzu


SANT JUDIKAEL, ROUE BREIZ
————


Ar Zant-ma a ioa mab da Juthael, roue Breiz, hag a oue skoliet enn he vugaleach gant sant Gouenou ; eur paotrik fur ha devot oa dija d’ann oad-se. Goude maro he dad, ar rouantelez a deue d’ezhan dre vir, rak hen oa ar mab kosa ; mes he lezel a reaz gant he vamm hag he vreudeur evit en em rei holl da zervich Doue e kouent Gael. Ne oa c’hoaz neuze nemed daou pe dri bloaz var’nn ugent.

Abarz nemeur e oue treac’h d’ar venac’h all dre he aked d’ar bedenn, he humilite, he garantez hag he zentidigez. Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he spered a binijenn, hag eunn eston eo klevet hano euz ar pez a rea evit kastiza he gorf. Ker rust ha ker kriz oa outhan ma renkaz sant Mean, abad ar gouent, he skandalat meur a vech abalalamour d’ann dra-ze, hag ober d’ezhan mont goustatoc’h. Plijadur en doa ive o labourat ar jardin, abalamour ma c’helle evelse gounit he vara diouz ar c’houezenn euz he dal hervez ar zetans douget gant Doue a enep bugale Adam.

Meur a vloaz a ioa ma rene Judikael ar vuez-se pa deuaz ar maro d’he vamm. Raktal e lezaz he vleo da greski, ha prest goude e kuiteaz sae ar venac’h evit distrei er bed ha pignat var ann tron. Kement-se a ioa eur faot euz he berz : « — Rak, eme ann Aviel, ann nep a zo dija krog enn alar, hag a zell adren he gein, n’e ket mad da vont d’ar baradoz. » Goulskoude Doue a reaz d’ezhan ar c’hras da veza ato enn he balez eur skouer a bep seurt vertuziou evel m’oa bet diagent er gouent.

Keit ha ma oue roue, n’en devoue ken sonj na ken ioul nemed da lakaat he zujidi da veva holl evel guir gristenien. Medita a rea he-unan heb ehana var draou ann env, hag ann darn vuia euz he amzer a impiije enn oberiou a zevosion hag a drugarez. Maga a rea bemdez eur vandenn vraz a beorien, hag aliez ho zerviche he-unan. Sevel a eure ive meur a gouent nevez, hag oc’h hini Gael e stagaz eur maread douarou goude ma oue bet kresket dre he urs.

Etre daou, eur vandenn Vretouned a zaillaz var douar Frans enn eur ober skrab var gement tra a c’hellent da baka. Dagobert, roue Frans, a ieaz drouk ennhan pa glevaz ann dra-ze, hag a zigasaz sant Alar da Vreiz da lavaret da Judikael e raje brezel d’ezhan ma ne raparje ket ar gaou o doa great he zujidi. Sant Alar ha roue Breiz n’o devoue ket a boan oc’h en em glevet. Judikael a ziskleriaz dioc’htu e raparje ann drouk a ioa bet great var douar Frans, petra bennag n’oa ket kaoz d’ann drouk-se ; rak great oa bet heb gouzout dare d’ezhan. Mont a reaz he-unan da gaout Dagobert asambles gant sant Alar, ha kerkent e oue sinet ar peoc’h etre ann daou brins.

Roue Frans a bedaz roue Breiz da vont da leina ganthan. Mes Dagobert a rene d’ann ampoent eur vuez a skouer fall, hag abalamour da ze Judikael ne falvezaz ket d’ezhan mont : chom a reaz e ti zant Ouan, a ioa neuze da dosta d’ar roue hag a oue goudeze hanvet da eskop e Rouan. Hogen, roue Breiz n’oa ket eaz he goustians pell a ioa abalamour m’en doa kuiteat ar gouent ; mes muioc’h a geuz en devoue c’hoaz d’ar faot-se goude beza great anaoudegez gant sant Alar ha sant Ouan. Setu perak, pa oue distro d’ar gear, e lezaz he gurunenn hag he rouantelez gant unan euz he vreudeur evit guiska adarre sae ar venac’h e kouent Gael.

Eno e tremenaz ann nemorant euz he vuez o poania da rapari, dre he garantez evit Doue ha dre eur binijenn galet, ann amzer a gave d’ezhan en doa kollet er bed. Erfin, o c’houzout e tostea he heur diveza, e reaz gelver dirazhan ar venac’h all euz ar gouent evit goulenn pardoun digant-ho. Neuze e resevaz he zakramanchou gant eunn devosion vraz, ha prest goude e varvaz e peoc’h enn noz etre ar c’houezek hag ar seitek a viz kerzu euz ar bloaz 658 pe 660. Doue a ziskouezaz he zantelez dre ar miraklou dreist kount a c’hoarvezaz var he vez.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a reaz eur faot o kuitaat ar gouent goude beza bevet ennhi meur a vloaz. Ann dud santela a gouez ato enn eur faot bennag ; mes ho faotou a ra d’ezho beza humploc’h, beilla guelloc’h varnho ho-unan, beza aketusoc’h d’ar bedenn ha kaout muioc’h-mui a gasouni ouz ar pec’hed. Evelse e raparont ar faotou-ze dre eur guir binijenn, hag e teuont da veza santeloc’h c’hoaz goudeze. « Ar re a gar Doue, eme ann abostol sant Paol, a c’hell lakaat peb tra da dalvout d’ezho ; » « — betek zoken ho fec’hejou, » eme zant Aogustin. Pevare e teuimp-ni da goumpren ha da heulia ar gentel-ma ?