◄ Stanislas Kostka | Josaphat | Jertrud ► |
r zant-ma a ioa ganet er Pologn evel sant Stanislas,
hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. Azalek
he vugaleach e oa ken aketuz d’ar bedenn ha d’ann
holl oberiou a zevosion ma’z oa treac’h var ar poent-ma
d’ar re zoken a ioa kosoc’h evithan. Daou dad euz a
Goumpagnunez Jezuz a zeskaz d’ezhan ar philosophi
hag ann theoloji, ha goudeze e kemeraz sae ar venac’h
euz a Urs sant Bazil enn eur gouent euz a gear Vilna.
Hogen, eunn eston eo klevet hano euz ar binijenn a rea eno. Ne zebre morse a gig, ha ne eve guin nemed pa veze ordrenet krenn d’ezhan gant he zuperiored. Enn dro d’he gorf e touge bepred eur porpant reun hag eur c’houriz houam, hag er c’houriz-ma ez oa dioc’h ann diabarz tachouigou lemm hag a zanke ennhan betek ar beo. Enn noz e tremene meur a heur dioc’htu o vedita enn he doullik-kambr pe er vered a ioa e kichen. D’ar vered-ma ez ea aliez var he dreid noaz, n’euz fors peger ien e veze ann amzer, ha neuze ec’h en em daole d’ann daoulin var eur mean bennag pe var ann erc’h skorniet, hag e veze klevet o krial ouz Doue a dreuz he zaelou : « — Va Doue, lakit fin d’ar chism ha roit ar peoc’h d’ann Iliz! »
Er c’hostez-se euz ar Pologn ez oa d’ann ampoent eur maread chismatiked, da lavaret eo, eur maread tud ha ne felle ket d’ezho anaout ar pab evit vikel Jezuz-Krist var ann douar. Ann dra-ze a rea eur boan vraz da Josaphat ; rak ar pez a remerket ennhan c’hoaz dreist he vertuziou all oa he garantez evit ann Iliz hag evit ar pab. Ne esperne eta netra evit digeri ho daoulagad d’ar chismatiked, hag araok ma oue beleget zoken en devoue ann eur da c’hounit meur a hini anezho d’ar guir feiz ken dre he gomzou, ken dre he bedennou, ken dre he vadoberiou.
Eur vech belek, e labouraz gant muioc’h a aked c’hoaz da skleraat ho sperejou. Prezeg a rea enn iliz, var ar ruiou, enn hostaliriou ha var ar plasennou, hag he brezegennou a zouge kement a frouez ma oue leshanvet gant ar chismatiked Laer ann eneou. Al leshano-ma a blije kalz d’ar Zant : « — Salo, emezhan, e c’hellfenn laerez holl eneou ar chismatiked hag ar bec’herien evit ho rei da Zoue ! »
Heb dale Josaphat a oue hanvet da zuperior e kouent Biteenn, petra bennag m’oa c’hoaz iaouank, ha goudeze e oue lakeat da abad e kouent Vilna. Erfin, arc’heskop Polosk o veza maro, ar Zant a oue choazet enn despet d’ezhan evit delc’her he blas.
Ebarz er garg-ma e kendalc’haz, ken dre he gomzou, ken dre he skridou, da zifenn ann Iliz hag ar Pab a enep ann dud fallakr a rea brezel d’ezho hag a gounte a bep seurt gevier divar ho fenn. Mes ann dra-ze ne reaz nemed kreski ar gounnar o doa ar chismatiked outhan, hag ar re-ma en em glevaz evit lamet he vuez diganthan.
Josaphat o veza eat da gear Vitebsk da ober he vizit a bastor, he enebourien a zaillaz var ar palez el leac’h m’oa diskennet, hag en em lakeaz da skei gant he zervicherien ha gant ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Ar Zant a glev ann trouz hag a deu d’ho c’haout enn eur lavaret : « Va bugale, perak e skoit-hu gant va zervicherien ha va mignouned ? Mar d-eo ouzinn-me oc’h euz drouk, setu me ama. » Ann dud fallakr-se a jom sebezet-holl oc’h he glevet. Goulskoude daou anezho a gri : « D’ann traon ann hini a zo evit ar pab ! » Hag unan euz ar re-ma a zarc’ho eunn taol kiffien var dal Josaphat, hag egile a faout he benn d’ezhan gant eun taol bouc’hal.
Enn despet d’he c’houliou, ar Zant a c’hellaz c’hoaz ober sin ar groaz ha lavaret : « O va Doue ! Neuze he vuntrerien a laoskaz daou denn fuzuill varnhan, hag evelse e varvaz, d’ann 12 a viz du euz ar bloaz 1623, oajet hebken a bevar bloaz ha daou-ugent. Ar pab Pi Nao hen lakeaz e renk ar Zent er bloaz 1867, hag ar pab Leon XIII en deuz ordrenet ober he offis e kement korn a zo er bed katholik.
Ar zant-ma a zo bet lakeat d’ar maro abalamour d’ar garantez en doa evit ann Iliz hag ar pab. Ne c’hell beza maro ebed gloriusoc’h eged hennez ; rak ann iliz eo pried Jezus-Krist, hag ar pab eo he vikel var ann douar. Mervel evit ann Iliz hag ar pab a zo eta mervel evit Jezuz-Krist he-unan. Bezit prest ive ato da zifenn ann Iliz hag ar pab a enep ar re a ra brezel d’ezho hag a gount a bep seurt gevier divar ho fenn ; evelse o pezo perz er bed-ma e mirit sant Josaphat, hag er bed all o pezo eunn deiz perz enn he c’hloar.