Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Jorj

Eus Wikimammenn
◄   Soter ha Kaius Jorj Fidel   ►



ann trede var ’nn ugent a viz ebrel


SANT JORJ, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa eunn offiser a renk huela euz a arme ann impalaer Dioklesian. Araok dougen eul lezenn a varo a enep ar gristenien, Dioklesian a c’houlennaz kuzul digant ar re a ioa da dosta d’ezhan. Hogen, Jorj hebken hen dizaliaz da ober ar pez en doa lakeat enn he benn, Jorj hebken a ziskleriaz ne dliet ket klask trabas ouz tud ha ne oa netra da damall d’ezho.

Ann impalaer a ziskredaz dioc’htu oa Jorj kristen he-unan p’e guir e tifenne ker brao kaoz ar gristenien. Ann offiser kalounek hen anzavaz, hag a lavaraz da Zioklesian : « — Guell e ve d’ehoc’h, Prins, adori ive ar guir Doue ; rak bez’ o pefe diganthan eur rouantelez hag a dal mil guech hirroc’h eged ann hini oc’h euz brema. »

Ann impalaer a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ze, hag a reaz kas Jorj d’ar prizoun. Antronoz ec’h ordrenaz he lakaat e kreiz eur rod hag a ioa tachouigou moan ha lemm e diabarz ennhi, ha trei ar rod-ma enn dro d’he gorf ken na vije roget ha dispennet-holl. Mes Jorj a oue kennerzet gant eur vouez euz ann env, hag ar vouez-se a lavare : « — N’az bez aoun rak netra, me zo ganez. » Er memes amzer eunn den guisket e guenn ha skeduz evel ann heol a astenne he zorn varzu ennhan evit ober sin dezhan da zelc’her mad. Meur a baian a oue gounezet d’ar feiz o velet ar basianted hag ar joa a ziskouezaz ar merzer santel epad m’edot oc’h he vourrevi enn eur feson ken didruez.

Goulskoude Dioklesian a glaskaz c’hoaz he zeseo dre bromesaou kaer, ha setu Jorj ha respount d’ezhan : « — Mar kirit, Prins, ni ielo d’ann templ da velet ho toueou. » Ann impalaer a gredaz e felle d’ann offiser kristen kinnig ezans d’ann idolou, ha raktal e kemennaz d’ar senatourien ha d’ar bobl en em gaout enn templ evit beza test euz ann dra-ze. Pa ouent erruet eno, ar Zant a dosteaz oc’h idol Apollon, hag a c’houlennaz outhan enn eur astenn he zorn : « — Choant ac’h euz da veza henoret ganen-me evel Doue ? »

Enn eur gomz evelse, e reaz sin ar groaz ha kerkent ann idol a respountaz : « — Me n’ounn ket Doue ; n’euz ken Doue nemed ann hini a adorez, te. » « — Perak eta, eme Jorj, e kredez chom ama dirak eunn den hag a ador ar guir Doue ? » Ker buhan e oue klevet iouc’hadennou hag huanadennou klemmuz o tont euz ann idolou, hag ar re-ma a gouezaz a herr d’ann douar, hag a oue bruzunet e mil damm.

Neuze beleien ann doueou faoz a lakeaz ar bobl da grial ouz ann impalaer oa poent trouc’ha he c’houzoug d’ar sorser-ze, evel a lavarent, ha Dioklesian a goundaonaz ar Zant da veza dibennet. He varo euruz a erruaz d’ann 23 a viz ebrel euz ar bloaz 303.


SONJIT ERVAD

Etouez ann offiserien a ioa da dosta d’ann impalaer Dioklesian, ne oue nemed sant Jorj hag a gredaz difenn kaoz ar gristenien. Ha c’houi oc’h euz ato eveldhan difennet ar virionez, heb aoun ebed rak ann dud pa c’hellac’h ha pa dliac’h hen ober ? Ha n’oc’h euz-hu ket avechou lezet pe zikouret teuler ar beac’h var ann dud paour ha dister evit jout d’ar re vraz ha pinvidik ? Ann dra-ma a zell, dreist holl, ouz ar re a vez karget da ziazeza ann taillou enn eur barrez. Ann diazezourien-ze a dle diouall da lakaat re a veac’h da unan ha re nebeut da eunn all ; red e d’ezho delc’her ar valans enn ho dorn evit ingala ann taillou hervez stad ha danvez peb hini, heb anaout neuze na kar na mignoun, nag enebour. Ma rafent gaou ouz unan bennag gant ho gouiziegez, e renkfent digoll ho-unan ann hini m’o defe great gaou outhan. Eunn devez a zeui, e vezint pouezet ha muzulet d’ho zro gant ar memes pouez hag ar memes muzul ma vezint bet en em zervichet anezho e kenver ar re all.