Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Jermana Kousin

Eus Wikimammenn
◄   Bazil Jermana Kousin Iann-Fransez Rejis   ►



ar pemzekved devez a viz even


SANT JERMANA KOUSIN, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e Pibrak, var dro teir leo dioc’h Toulouz, er bloaz 1579. He zad a ioa Lorans he hano, hag hano he mamm oa Mari Laroch. Diou groaz pounner a zigasaz ganthi enn eur zont er bed : he dorn deou a ioa seizet, hag enn he gouzoug e devoa eur c’hlenved heuzuz. Mes ato e oue rezinet da volontez Doue, ha karet a reaz bepred ar boan evel eur c’hoar ha ne dlie morse he c’huitaat azalek he huanad kenta betek he huanad diveza.

Jermana a ioa c’hoaz bihanik pa varvaz he mamm, hag he zad a zimezaz adarre. Hogen, he les-vamm n’oa ket evit he gouzanv, ha p’e devoue bet bugale he-unan, e kemeraz c’hoaz muioc’h a gaz outhi. Lorans, dioc’h he gostez, ne grede ket difenn he verc’h, hag houma a oue great d’ezhi e ti he zad ar pez ne vez ket great d’ann estren. Var digarez m’e devoa eur c’hlenved speguz, n’e doa ket a gounje da vont tost d’he hanter-vreudeur ha d’he hanter-c’hoarezed, na zoken da lavaret eur ger outho. Kerkent ha ma oue enn oad, e oue kaset bemdez da ziouall ann denved, gant eunn tamm bara du evit he mern hag eur geiellad lin da neza; ha pa deue d’ar gear dioc’h ann noz, n’e devoa nemed skandal ha bazadou da c’hortoz digant he les-vamm. Goudeze, epad ma veze ar re all o tibri ho c’hoan pe o tomma hag o kaozeal e kichen ann tan, hi a renke en em denna er c’hraou, pe enn eunn toull a ioa e traon ann ti dindan ann deleziou, hag eno e tremene ann noz var eur guchenn geuneud seac’h, kaletoc’h eged ann douar noaz.

Mes hor Zalver Jezuz en devoue truez ouz ann emzivadez geaz, hag a zervichaz da dad d’ezhi. Diskenn a reaz enn he ene evit rei sklerijenn d’he spered ha nerz d’he c’haloun, hag e skol ar Mestr-se Jermana a zeskaz kaera skiant a zo er bed, skiant ar Zent. Deski a eure ganthan dreist peb tra en em blijout o veza disprijet, ha dougen he c’hroaz gant joa. Evelse, biskoaz ne laoskaz eur glemmadenn n’euz fors peger kriz ha pegen direzoun e veze he les-vamm enn he c’henver.

Bep mintin, pa gleve kloc’h ann offerenn, e plante he c’heiell e kreiz he denved hag e rede d’ann iliz. Ann dra-ma a vije bet pec’hed euz a berz eunn all, mes euz he ferz ne oa ket, abalamour ne rea nemed senti ouz Doue.

Rak, tra eston ! he denved a jome enn dro d’ar geiell heb mont da laerez e nep leac’h, ha morse ne oue taget nikun anezho gant ar bleiz petra bennag ma vezent aliez tost da eur c’hoat hag a ioa leun a vleizi. Sklear eo eta e felle da Zoue ez aje ar verc’h paour d’ann offerenn, hag ec’h en em garge he-unan da ziouall he denved epad ann amzer-ze.

Hed ann nemorant euz ann deiz, Jermana a neze hag a bede Doue. He fedenn ordinal oa ar chapeled ; rak eunn devosion vraz e devoa evit ar Verc’hez, ha bep vech ma soune ann Angelus, ec’h en em daole dioc’htu d’ann daoulin, kouls enn erc’h, er pri ha zoken enn dour, evel var ann douar seac’h. Pa errue eur paour bennag ganthi, e roe d’ezhan lod euz he bara, ha iun a rea he-unan evit terri ho naoun d’ar re all. Goude beza great he fask kenta, e kommunie ato da zul ha da c’houel, ha pa deue dioc’h taol ar gommunion, e veze henvel ouz eunn eal. Hiniennou a rea goab anezhi hag he hanve ar Seurik ; mes hiniennou all ive a zave ganthi. Abarz ar fin Doue a roaz da anaout d’ann holl santelez he zervicherez.

Eunn devez m’oa eat Jermana da ziouall ann denved hervez he c’hustumm, he les-vamm a redaz var he lerc’h, drouk ennhi hag ar vaz enn he dorn. « — Petra zo a nevez ’ta ? » a c’houlennaz outhi daou zen a gavaz var he hent. « — Petra zo a nevez ? emezhi ; va les-verc’h e deuz adarre kuzet bara enn he zavancher da rei d’ar paour. » Ann daou zen-ze a ieaz betek Jermana asambles gant he les-vamm evit difenn ar verc’h keaz mar bije red ; rak truez o doa outhi. Hogen, Jermana a ioa o neza, ha setu he les-vamm o vont da zispaka he zavancher, a ioa tronset gant-hi. Kerkent, o burzud ! e leac’h bara, e oue guelet bokedou kaer ha skeduz o koueza euz ann tavancher-ze, hag ann dra-ma a ioa e kreiz ar goanv!...

Heb dale ne oue ken brud e Pibrak ha tro var dro nemed euz a virakl ar bokedou, ha divar neuze Jermana ne oue hanvet mui nemed ar Zantez. Lorans Kousin, o veza klevet menek euz ar pez a ioa erruet, a ziskleriaz grons d’he c’hreg e felle d’ezhan hiviziken e vije great kement a stad euz he verc’h kosa hag euz he vugale all. Mes Jermana a lavaraz d’he zad oa guell ganthi mont ato da gousket el leac’h ma veze kent. Eno, var he c’huchenn geuneud seac’h, e oue kavet maro eur vintinvez d’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent : ar mouzc’hoarz a ioa c’hoaz var he muzellou, hag he daouarn a ioa e kroaz var he stomok. Ar miraklou braz, hag eleiz anezho, a zo c’hoarvezet var he bez, o deuz great d’ar pab Pi Nao he lakaat e renk ar Zent er bloaz 1867.


SONJIT ERVAD

Nag a vugale a zo c’hoaz hirio hag a vez great goall vuez d’ezho gant ho les-tad pe ho les-vamm ! Ar re-ma a dlefe gouzout goulskoude e kouezint abred pe zivezad etre daouarn Justis Doue, ha mar bezont bet didruez e kenver ar vugale m’oant karget da zevel, Justis Doue a vezo ive d’he zro didruez enn ho c’henver. Al les-tad pe al les-vamm a ouie oa bugale enn ti. O veza eta kemeret ar beac’h gant ho guiziegez e tlient hen dougen a volontez vad.