Buhez ar Sent/1894/Introun-Varia Loretta

Eus Wikimammenn
◄   Alar Introun-Varia Loretta Damaz   ►



ann dekved devez a viz kerzu


GOUEL INTROUN-VARIA LORETTA
————


D’ann dek a viz mae euz ar bloaz 1291, tud Tersatz enn Dalmasii a oue souezet-maro o velet dioc’h ar mintin, oc’h kostez eunn dorgenn e kichen ar mor, eunn ti ha n’edo ket eno araok. Ann ti-ma a ioa great gant mein bihan ruz ha karre, ar seurt n’oa ket er vro ; doare en doa da veza koz, ha n’oat ket evit koumpren penaoz e c’helle chom enn he za ; rak ar mogeriou n’edont ket enn douar, mes var c’horre ann douar hebken.

Tersatziz a oue souezetoc’h c’hoaz pa’z ejont e diabarz ann ti. A zeou, ez oa eur prenestik, ha ne oa prenest all ebed nemed hennez. A benn d’ann or ez oa eunn aoter, hag azioc’h ann aoter eur grusifi hag a ioa skrivet ar c’homzou-ma varnhi : Jezuz a Nazareth, roue ar Iuzevien. A gleiz, ez oa eunn oaled pe eur chiminal, hag azioc’h ar chiminal-ma edo patrom ar Verc’hez gant ar Mabik Jezuz etre he divreac’h : ar patrom-se a ioa great gant koat sedr. Sae ar Verc’hez a ioa alaouret hag a ziskenne betek he zreid, ha var he diouskoaz e touge eur vantell c’hlaz. Ar Mabik Jezuz a ioa brasoc’h da velet eged ar vugale all euz he oad. Ar bizied kenta euz he zorn deou a ioa savet enn ear egiz pa vije o rei he vennoz d’ann dud, hag enn he zorn kleiz ez oa eur voul evit merka ar c’halloud en deuz var ar bed holl.

« Biskoaz kement all ! a lavare Tersatziz ; petra zinifi ann ti pe ar chapel-ze ? Gant piou eo bet great ha penaoz eo deuet ama ? Rak n’edo ket ama kent. » Mes den ne c'helle respount. Neuze e tigouezaz var al leac’h enn eunn taol kount eskop Tersatz he-unan, ha kerkent ann holl a laoskaz eur griadenn a estlamm ; rak ann eskop-ma a ioa klanv pell a ioa, heb esperans ebed da barea. Goulskoude brema en doa doare da veza iac’h-pesk. Petra ioa c’hoarvezet eta ? Setu ama petra gountaz ann eskop :

« Enn noz-ma, emezhan, epad m’edon astennet var va guele a boan, ar Verc’hez Vari a zo en em ziskouezet dirazon hag e deuz komzet ouzinn evelhenn :

« — Va mab, emezhi, ann ti a zo o paouez erruout er vro-ma eo va zi-me, ann ti el leac’h m’oun ganet e Nazareth, el leac’h m’ounn bet saludet gant ann arc’heal Gabriel hag e leac’h m’eo Mab Doue en em c’hreat den. Ann aoter a zo ennhan a zo bet savet gant sant Per, hag ar grusifi a zo azioc’h ann aoter a zo bet lakeat eno gant ann ebestel all. Ar patrom a zo a gleiz eo va fatrom-me, hag a zo bet great gant ann avieler sant Lukas. Va zi ne oa mui henoret e Nazareth evel guech all, hag abalamour da ze eo bet digaset ama. Brema me ro d’ehoc’h ar iec’hed evit ma c’hellot beza hoc'h-unan test euz ar burzud-se hag he embann e peb leac’h. »

Goulskoude gouarner ar vro a falvezaz d’ezhan beza sur abarz kredi eunn hevelep mirakl. Kas a reaz eta tud da Nazareth da velet ; ha n’edo mui eno ti ar Verc’hez. Hogen, ann dud-se, o veza distroet, a ziskleriaz oa guir a boent da boent ar pez en doa lavaret eskop Tersatz. Ti ar Verc’hez n’edo mui e Nazareth ; ne oa chomet eno nemed ann diazez a ioa enn douar, hag ann diazez-se a ioa great gant ar memes mein hag e devoa ar memes hirrder, ar memes ledander hag ar memes teoder ha mogeriou ann ti a ioa erruet e kichen Tersatz. Ne oa mui eta douetans ebed da gaout ; ann ti-ma oa e guirionez ti ar Verc’hez e Nazareth.

Raktal e oue guelet bandennadou tud ha poblou a bez o tiredet di da bardouna. Mes ann ti santel ne jomaz nemed tri bloaz hanter er plas-se, ha d’ann dek a viz kerzu 1294, e oue savet ac’hano gant ann elez ha douget enn tu-ma d’ar mor Adriatik, e kreiz eur c’hoat lorvez hag a ioa tost da gear Rekanati. A benn pevar miz goude e oue kaset eunn tammik larkoc’h, hag a benn pevar miz all ec’h en em dennaz pelloc’hik c’hoaz e kreiz ann hent braz a iea euz a Rekanati d’ar mor. Eno eo chomet abaoue hag ema c’hoaz hirio.

Hogen, ann hent-se n’oa ket plean, ha tachadou a ioa zoken el leac’h n’oa ket ar mogeriou harp oc’h ann douar. Tud Rekanati a zonjaz eta sevel mogeriou nevez da skora ar re goz, gant aoun na vije pilet ar re-ma gant ann avel. Mes ar mogeriou nevez a belleaz anezho ho-unan dioc’h ar re goz evit diskouez n’e doa ket ezomm ar Verc’hez euz a zikour ann dud evit delc’her he zi enn he za.

Divezatoc’h e oue savet eunn iliz gaer enn dro d’ann ti santel, hag ar pabed a zigoraz tenzor ann induljansou gant largentez evit ar re a iaje di da bardouna. Ann iliz-se a oue hanvet iliz Introun-Varia Loretta abalamour d’ar c’hoat lorvez el leac’h ma oue lakeat da genta ann ti santel pa oue digaset gant ann elez euz ann Dalmasii enn tu-ma d’ar mor Adriatik.


SONJIT ERVAD

Tud zo hag a lavar n’euz ket brema a viraklou evel guech all. Setu ama da vihana eur mirakl hag a bad tost da c’houec’h kant vloas zo : ti ar Verc’hez digaset gant ann elez euz a Nazareth d’ann Dalmasii hag euz ann Dalmasii d’ann Itali, ha chomet enn he za abaoue petra bennag ma’z euz tachadou, er plas m’ema, el leach n’e ket harp ar mogeriou oc’h ann douar. Daoust ha n’e ket ann dra-ze eur mirakl braz ? Doue en deuz evel-se miret ti ar Verc’hez abalamour d’ar burzudou braz a zo bet c’hoarvezet ennhan.