Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Damaz

Eus Wikimammenn
◄   Introun Varia Loretta Damaz Korantin   ►



ann unnekved devez a viz kerzu


SANT DAMAZ, PAB
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Spagn, hag a deuaz da Rom asambles gant he dad hag he c’hoar Irena. Ne oa c’hoaz nemed eur c’hrouadur d’ann ampoent. He dad, o veza intanv, a resevaz ann Ursiou sakr, hag hen en em c’hreaz ive den a iliz pa oue echu he studi ganthan. O veza m’en doa eur spered lemm hag eunn deskadurez gaer, e oue remerket heb dale gant ann holl ; mes he vertuz hag he zevosion a ioa c’hoaz treac’h d’he zeskadurez.

Ar pab Liber o veza bet kaset kuit euz a Rom dre urs ann impalaer Konstans, Damaz a douaz e vije ato fidel d’ar pab-se. Mont a reaz zoken da ober koumpagnunez d’ezhan betek kear Beree, enn Thras, ha pa zistroaz ac’hano, en devoue kalz da c’houzanv euz a berz ann Arianed. Ar pab Liber, o veza distroet ive, her c’hemeraz da vikel evit kaout sikour diganthan da c’houarn ann iliz.

Goude maro ar pab Liber, Damaz a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, eunn avieler, he hano Ursin, a ieaz drouk ennhan abalamour d’ann dra-ze, hag a droaz lod euz ar bobl a enep ar pab nevez. « — N’e ket Damaz, emezhan, mes hen eo a dlije beza bet hanvet. » Setu ma savaz freuz e Rom, ha ma oue lazet eur maread tud. Mes ann impalaer Valantinian a lakeaz kas Ursin kuit, ha sant Damaz a oue lezet eur pennad e peoc’h.

Goulskoude ar peoc’h ne badaz ket pell. Ursin, o veza bet kounje da zistrei, a oue fallakr aoualc’h evit tamall d’ar pab eur pec’hed euz ar re vrasa. Sant Damaz, heb lakaat he spered diez, a asamblaz raktal e Rom eur c’honsil a bevar eskop ha daou-ugent, ha n’en devoue ket a boan o tiskouez d’ann eskibien-ze ne oa Ursin nemed eur gaouiad hag eunn teod fall. Ar c’honsil a eskummunugaz Ursin hag ar re a ioa enn eunn tu ganthan, ha goudeze e tougaz al lezenn-ma : « — Hiviziken ann nep a damallo eunn all e gaou a vezo koundaonet he-unan d’ar pez m’en doa c’hoant da lakaat koundaoni he nesa. »

Sant Damaz n’en doa aoun rak netra na damant ebed da zen, pa veze hano da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked. N’euz fors e pe leac’h e klaske ar re-ma sevel ho mouez hag ober ho mistri, e veze prest ato da ziarbenn ho fals kredennou. Evit kement-se ec’h asamblaz meur a gonsil e Rom, hag enn unan euz ar c’honsilou-ma e torraz pevar eskop euz ho c’harg abalamour m’oant troet gant ann Arianed.

Sant Ambroaz ha sant Jerom a deuaz d’ar c’honsil diveza a asamblaz, ha Damaz a zalc’haz sant Jerom ganthan da zekretour hag her c’hargaz da lakaat ar Skritur Sakr e latin. Ar pab santel a ordrenaz ive ma vije kanet salmou ar roue David bemdez ha bemnoz e peb iliz, evel m’edo ar c’hiz dija e kalz plasou, ha ma vije lavaret da fin peb salm : Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.

Erfin, goude beza gouarnet ann Iliz gant eur furnez vraz epad seitek vloaz, daou viz ha c’houec’h devez var’nn ugent, sant Damaz a ieaz da reseo he rekoumpans enn env d’ann unnek a viz kerzu euz ar bloaz 384. Edo neuze o ren he bevar-ugent vloaz. Sant Ambroaz ha sant Jerom o deuz great he veuleudi e nebeut komzou : ar c’henta, o lavaret oa bet choazet evit pab dre eunn taol euz a Brovidans Doue, hag ann eil, o lavaret n’en doa great biskoaz pec’hed ebed a enep ar burete. Goude he varo, Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl, ha dija epad he vuez en doa roet ar gueled da eunn den hag a ioa dall abaoue trizek vloaz.

SONJIT ERVAD

Ann teodou fall n’o deuz ket espernet ar Zent ken nebeut na espernont ann dud all. Mes ar Zent n’int ket deuet d’en em jala gant ann dra-ze, lezet o deuz ho c’haoz etre daouarn ann Aotrou Doue, ha Doue he-unan en deuz roet da anaout ne oa nemed gevier er pez a damallet d’ezho. Grit evel ar Zent. Ma leverer traou ac’hanhoc’h ha n’int ket guir, gouzanvit gant pasianted ar pez n’hoch euz ket meritet ; en em abandounit gant fizians etre daouarn ann Aotrou Doue, ha Doue a gavo ann tu da lakaat restaol d’ehoc’h ho prud vad guelloc’h eget na c’houfac’h hen ober hoc’h-unan.