Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Iann Nepomuseen

Eus Wikimammenn
◄   Izidor, Patroun al labourerien Iann Nepomuseen Paskal Belon   ►



ar c’houezekved devez a viz mae


SANT IANN NEPOMUSEEN, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz a gear Nepomuk er Bohem. He dud hen obtenaz digant Doue dre ho fedennou ; mes a veac’h oa deuet var ann douar ma oue dare d’ezhan mervel. Parea a reaz goulskoude gant sikour ar Verc’hez, ha neuze he dad hag he vamm her goestlaz da Zoue. Eur paotrik chentil ha devot oa enn he vugaleach ; karet a rea mont aliez d’ann iliz, hag he vrasa plijadur oa respount ann offerenn.

Goude beza great he studi e Staaz, e oue kaset da Brag da zeski ar philosophi, ann theoloji hag ann holl skianchou sakr : eno e oue resevet doktor. Mes muioc’h a vall en doa c’hoaz da veza belek eget da veza doktor. Bez’ en devoue erfin ar c’hras-se, ha kerkent ha ma oue beleget, e oue karget da brezeg. Hogen, hen ober a eure gant kement a frouez ma lakeaz heb dale eur maread pec’herien da guitaat ho dizursiou ha da zistrei a-grenn ouz Doue.

O velet ar vad a rea, arc’heskop Prag a hanvaz anezhan da jaloni enn he iliz kathedral, hag ar roue Venseslas her goulennaz da zarmoun enn he balez evit ann azvent. Ar roue-ma en doa kement tech fall a zo, hag e leac’h poania d’ho zrec’hi, e laoske kabestr gantho muioc’h-mui. Goulskoude sarmouniou Iann Nepomuseen a ieaz doun enn he galoun, ha goudeze e oue furoc’h eur pennad.

Kement a istim en devoa evit ar Zant ma kinnigaz d’ezhan ar c’hargou huela a c’helle da rei da eunn den a iliz enn he rouantelez ; mes Iann a reaz ato fae var ann henoriou-ze. En em garga a eure hebken da ingala aluzennou ar roue, hag er garg-ma e oue e guirionez tad hag alvokad ar beorien : ne espernaz nag he boan nag he amzer evit difenn ho c’haoz hag ho zikour enn ho holl ezommou.

Ar rouanez ive her choazaz evit he c’honfesour. Ar brinsez-se a ioa dija devot araok ; mes divar neuze e oue devotoc’h c’hoaz. Tremen a rea meur a heur dioc’htu enn iliz var bennou he daoulin, hag enn he falez ne gomze nemed a draou santel gant ann introunezed a veze oc’h ober koumpagnunez d’ezhi. Aoun e doa rak skeud ar pec’hed hebken, ha pa veze kouezet enn eur faot dister bennag, ez ea raktal d’hen diskleria d’he c’honfesour.

Mes unan euz a dechou fall ar roue oa beza jalous euz he bried, hag ann tech milliget-ma a reaz d’ezhan klask gouzout petra lavare ar rouanez pa’z ea da govez. Eunn devez eta e toullaz kaoz da Iann Nepomuseen divar benn ar c’hoant en doa da anaout konfesion ar rouanez. Ar Zant a jomaz mantret o klevet kement all, hag a respountaz dioc’htu ann dra-ze a ioa etre Doue hag hen hebken, ha ne c’helle beza diskuiilet da zen all ebed.

Venseslas ne d-eaz ket larkoc’h evit ann dro-ze. Mes prest goude e reaz teuler Iann er prizoun var eunn digarez all, hag e lakeaz lavaret d’ezhan e vije lezet eno ken na roje da anaout konfesion ar rouanez. Ne oue ket lezet pell goulskoude. A benn eunn nebeut deveziou, ar roue her galvaz da vont da leina ganthan, enn esper he c’hounit dre bromesaou kaer. Mes ar Zant a jomaz bepred stard enn he zever, hag a lavare ato oa siellet he vuzellou e kenver ar poent-se, ha ne dorrje biken ar ziell sakr-ma ha pa vije kinniget d’ezhan holl c’hloar hag holl danvez ar bed.

Neuze Venseslas a ieaz enn egar, hag a ordrenaz he gas adarre d’ar prizoun hag he vourrevi enn eur feson skrijuz. Divisket e oue he zillad diganthan, ha goudeze e oue rostet a nebeudou oc’h ann tan he gostou hag ar plasou goridika euz he gorf. Epad ann amzer-ze, ar belek kalounek ne laoske ket eur glemmadenn ; mes he glevet a reat dalc’h-mad o lavaret: « Jezuz ! Mari! Jezuz ! Mari ! » Hanter varo oa pa ehanaz he vourrevien outhan.

Goulskoude ar rouanez a obtenaz, dre he daelou hag he fedennou, ma vije lakeat e liberte. Mes ar roue fallakr a felle d’ezhan ato gouzout petra lavare he bried pa’z ea da govez. Ober a reaz c’hoaz eunn ese all evit klevet ann dra-ze gant ar Zant, hag o veza manket he daol evel ar guechou kenta, ez eaz kement a zrouk ennhan ma roaz urs da veuzi ar c’honfesour fidel er ster a dreuz kear Brag. Pa deuaz ann noz eta, Iann Nepomuseen a oue liammet d’ezhan he zaouarn hag he dreid, ha stlapet er ster-ze var he benn divar eur pount braz a zo varnhi : ann dra-ma a erruaz d’ar 16 a viz mae euz ar bloaz 1383.

Goude m’oa beuzet, korf ar Merzer a zavaz var c’horre ann dour, ha kerkent e oue remerket eur sklerijenn gaer o para aziouthan. Dioc’h ar sklerijenn-ze e oue anavezet e pe leac’h edo, hag antronoz ar jalonied a ieaz di d’he gerc’hat evit he enterri gant eur zolanite vraz.

Tri c’hant vloaz divezatoc’h, e oue digoret ar bez, hag e oue kavet teod ar Zant ker fresk ha teod eunn den hag a zo o paouez tremen. Doue a ziskleriaz c’hoaz santelez he zervicher dre eur maread miraklou all.


SONJIT ERVAD

Ar pez a gounter d’ar belek er gonfesion a jom eno, ha biken roue na barner ebed ne c’hellfe lakaat eur c’honfesour da derri ar ziell sakr a zo lakeat gant Doue var he vuzellou. Histor ann Iliz a zo leun a desteniou hag a ziskouez sklear, evel buez sant Iann Nepomuseen, eo bet ato ar veleien, e peb amzer hag e peb bro, prest da c’houzanv mil maro kentoc’h eget diskuill ar pez ne c’houient nemed dre ar gonfesion. N’euz fors eta pe seurt pec’hejou o pefe great, n’oc’h euz ket a leac’h da gaout aoun oc’h anzao anezho pa’z it da govez.