Buhez ar Sent/1894/Iann Gualbert

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Thurian Iann Gualbert Anaklet   ►



ann daouzekved devez a viz gouere


SANT IANN GUALBERT, ABAD
————



Ar zant-ma a ioa ganet e Florans, enn Itali, a gerent nobl ha pinvidik. Evit plijout d’he dad, ec’h heuliaz ann arme enn he iaouankiz, hag epad ann amzer-ze e oue lazet he vreur kosa gant eur c’henderv d’ezhan. Raktal e reaz he zonj da venji he vreur, ha da laza ar

muntrer d’he dro. Erruout a eure gant hema, da zeiz

Guener ar Groaz, enn eunn hent ker striz ma ne c’helle nikun anezho techet dioc’h egile. Ho daou edont var varc’h ; mes ar muntrer ne oa nemethan, ha ne oa arm ebed ganthan, Iann, er chountrol, a ioa armet mad, ha soudarded oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. A veac’h en deuz anavezet ann hini en doa lazet he vreur ma krog enn he gleze evit her planta e kaloun ar muntrer. Mes ar reuzeudik-ma a ra eul lamm divar he varc’h, hag en em strink d’ann daoulin, he zivreac’h astennet e kroaz, enn eur lavaret : « — Enn hano Jezuz-Krist, maro evidomp hon daou da genver ann deiz-ma, lezit va buez ganen. »

Ar c’homzou-ze a oue evel eunn tarz kurun evit Gualbert : « — Enn hano Jezuz-Krist ! emezhan ; ah ! n’ounn ket evit miret da rei d’ehoc’h ar c’hras a c’houlennit enn hano Jezuz-Krist ; mes n’e ket hebken lezel ho puez ganeoc’h eo a fell d’inn : c’hoant am euz ouspenn, e vemp mignouned hiviziken. » Ha var gement-se Iann a ziskenn ive divar he varch evit briata muntrer he vreur.

Prest goude ez eaz da lavaret he Bater dirak eur grusifi a ioa e chapel kouent Sant-Miniat, tost da Florans. Hogen, a greiz m’edo guir vella o pedi, ar C’hrist a zoublaz he benn evit he drugarekaat abalamour m’en devoa pardounet a galoun vad. Ar burzud-ma a skoaz adarre kaloun Gualbert, ha setu hen hag ober he zonj da guitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue.

Kemeret a reaz eta sae ar venac’h euz a Urs sant Beneat e kouent Sant-Miniat, hag he-unan e trouc’haz he bennad bleo hirr. Ne oue ket pell er gouent na oue remerket ennhan holl vertuziou eur manac’h santel, ha da varo ann abad e oue choazet evit delc’her he blas. Mes Iann a ioa guelloc’h ganthan senti eget beza mestr, hag en em dennaz e Kamaldoli, el leac’h m’edo neuze sant Romuald oc’h ober he ermitach. Ac’hano e teuaz

da Vallombreuz, hag e Vallombreuz e savaz eur gouent
neve evit loja ann dud a zirede a bep tu da zeski ganthan

skiant ar Zent.

O veza bet hanvet superior gant ar re-ma, kaer en doa bet argila, Gualbert a reaz d’ezho miret ar reolenn a vuez en doa roet guech all sant Beneat d’he ziskibien. Ann hini a heuliet d’ann ampoent e kouenchou ann Urs ne oa ket, kalz a vanke, ker striz hag hounnez. Goulskoude niver ar re a c’houlenne beva dindan ar reolenn goz a greske bemdez, hag heb dale lann a renkaz sevel evitho meur a gouent all heb kounta hini Vallombreuz.

Ar Zant a c’houarne ann holl gouenchou-ze gant eunn dorn stard ; mes ive bez’e veze ato ar c’henta oc’h ober ar pez a c’hourc’hemenne d’ar re all. Ne oa manac’h ebed ken humbl ha ken devot hag hen, hag he vrasa plijadur oa iun, chom pell da bedi pe da vedita enn noz, ha kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou.

Doue a rekoumpansaz he zervicher dre ann donezoun a viraklou ha dre galz a zonezounou all. Evelse, anaout a rea ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar galoun. Eunn droiad, eunn den iaouank a c’houlennaz beza resevet enn he Urs, ha resevet e oue. Mes, pa’z eaz da govez, ann den iaouank ne ziskleriaz ket piz he bec’hejou. Ar Zant her galvaz da vont d’he gaout. « — N’oc’h euz ket great eur gonfesion vad, emezhan ; nac’het oc’h euz ar pec’hed-ma hag ar pec’hed-z-hont. » Ann den iaouank a jomaz mantret oc’h he glevet, ha red e oue d’ezhan anzao en doa great eur gonfesion sakrilach.

Iann Gualbert a ioa o vizita kouenchou he Urs pa gouezaz klanv, ha goall glanv zoken e Pasignano. Eno e varvaz leun a veritou, d’ann daouzek a viz gouere euz ar bloaz 1073, oajet a bevarzek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a bardounaz a greiz kaloun d’ann hini en doa lazet he vreur. Setu aze ive penaoz e tleit pardouni d’ho nesa pa en deuz great d’ehoc’h eunn drouk pe eur boan bennag. Ma ne bardounit ket d’ar re all, ne viot ket pardounet hoc’h-unan gant Doue, ha ma ne vezit ket pardounet gant Doue, petra deuot-hu da veza ? Goulskoude, n’e ket

red d’ehoc’h kemeret da vignoun ann hini en deuz hoc’h offanset, evel

a reaz Iann Gualbert. Ar pez hebken a c’houlenn Doue diganehoc’h eo ma ne zalc’hot ket a gasouni outhan, ma ne glaskot ket en em venji, ma ne garot ket guelet drouk oc’h erruout ganthan, ma pedot evithan pa bedit evit ann holl guitibunan, ha ma viot prest da rei sikour d’ezhan ma her guelfac’h e riskl braz da goll he vuez, he vadou pe he ene.