Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Iann Doue

Eus Wikimammenn
◄   Thomas a Akin Iann Doue Franseza, Intanvez   ►



ann eizved devez a viz meurs


SANT IANN DOUE
————


Ar zant-ma a ioa ganet er Portugal er bloaz 1495. Ne oa c’hoaz nemed eiz pe nao bloaz pa dec’haz euz ar gear evit mont da Vadrid da heul eunn divroad; mes abandounet e oue gant hema enn hent, ha setu ne c’houie mui pe du trei. Eunn den divar ar meaz en devoue truez outhan, hag her c’hemeraz da vous pe da vevell bihan evit diouall he zenved. Iann a ioa bet kelennet mad gant he dad hag he vamm; ober a reaz he zervich gant lealded, hag abarz he zaou vloaz var’nn ugent oa deuet da veza mevell braz pe vestr-mevell. He vestr zoken en doa kefrient a istim evithan ma kinnigaz he verc’h d’ezhan evit pried. Mes hen n’edo ket e poan da fortunia : c’hoant mont da zoudafd en devoa. Goulenn a eure eta beza resevet enn arme, ha resevet e oue.

Hogen, bete neuze oa bet eur paotr fur; mes, eur vech soudard, e tilezaz he zeveriou a relijion evel kalz a re all siouaz! hag e renaz eur vuez direol. Goulskoude Doue a zigoraz d’ezhan he zaoulagad dre ziou gentel hag a skoaz eunn taol pounner enn he galoun. Eunn droiad, e oue dare dezhan beza lazet enn eur goueza divar he varc’h, hag eunn droiad all e oue koundaonet d’ar maro abalamour m’oa bet laeret traou hag oa karget da ziouall. Dre chans eur jeneral a obtenaz gras evithan var bouez ma vije kaset kuit euz ann arme, ha setu ar pez a oue great.

A benn eunn tachad goude, Iann a zistroaz d’ar Portugal da velet he dad hag he vamm ; mes maro oant ho daou. He vamm zoken a ioa maro pell a ioa gant ar c’hlac’har e devoa bet p’oa tec’het he mab euz ar gear. Iann en devoue kement a boan spered o klevet ann dra-ma ma falvezaz d’ezhan kuitaat he vro adarre dioc’htu. En em gemeret a rea evit brasa torfetour a ioa var ann douar abalamour m’oa bet kaoz da varo he vamm.

Mont a eure d’ann Afrik da zikour ha da zervicha ar gaptived kristen, hag ive enn esper kaout tro da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. Mes heb dalee teuaz ac’hano d’ar Spagn dre ali he gonfesour, ha neuze ec’h en em lakeaz da verza imachou ha levriou a zevosion evit gounit he voued.

Eunn devez ez eaz da zelaou ann Tad Avila a ioa o prezeg e Grenad evit gouel sant Sebastian, ha setu, a greiz ar zarmoun, e tirollaz da vouela ha da hirvoudi ken a dregarne ann iliz ganthan penn-da-benn. Goudeze ec’h en em lakeaz da redet dre ruiou kear, evel eunn den diskiantet, enn eur grial a bouez-penn : « — Truez, va Doue, truez evit eur pec’her paour eveldon-me! » Ann holl a zonje oa troet he spered, hag abarz ar fin e oue dastumet ha kaset da hospital ar re foll.

Ann Tad Avila, o veza eat di d’he velet, a anavezaz he zantelez; mes difenn a eure outhan ober mui ar sot evelse, ha Iann a zentaz raktal. Evelato e chomaz c’hoaz eur pennad enn hospital da zervicha ar re glanv, ha pa deuaz kuit, e fermaz eunn ti e kear evit repui ann dud paour ha mac’hagnet, ha kement hini n’en devoa na ti, nag oz. Mont a rea he-unan da glask ar seurt tud-se, ha pen deveze ho c’haset d’he di, e voalc’he d’ezho ho zreid, etrese ho guele, e louzaoue ho gouliou hag e c’halve ar belek d’ho c’hovez.

Goude beza bet var ho zro epad ann deiz, Iann a iea da gesta evitho dioc’h ann noz, eur boutek ganthan var he gein hag eur pod e peb dorn. Kerzet a rea bepred diskabell ha diarc’henn, hag enn eur c’houlenn ann aluzenn evit he beorien e lavare : « — Va breudeur ker, grit vad d’ehoc’h hoc’h-unan enn han’ Doue! » Abarz nemeur e oue leun ann ti kenta en doa fermet, hag e renkaz fermi eunn ti all brasoc’h. Evelse e teuaz, heb he c’houzout, da veza ar foundatour euz a eunn Urs neveza venac’h hag a zo bet hanvet a-c’houdevez Breudeur Sant Iann Doue : ar venac’h-ma a dremen ho buez oc’h entent ouz ann dud paour a zo klanv a gorf pe a spered.

Ar zant-ma oue leshanvet Iann Doue gant eunn eskop euz ar Spagn. Meritout a rea al leshano-ze, rak ne golle morse ar zonj euz a Zoue, ha Doue dioc’h he gostez a veille ato var he zervicher. Eunn devez m’oa kroget ann tan enn hospital Grenad, Iann a redaz di buhana ma c’helle evit savetei ho buez d’ar re glanv.

Hogen, chom a eure epad eunn hanter-heur e kreiz ar flammou, ha ne erruaz drouk ebed ganthan, nemed ma oue eunn tammik rostet he vleo.

Eunn droiad all e kavaz var ar ru eur paour keaz dare da vervel. Kerkent e samm anezhan var he ziouskoaz hag hel laka var eur guele ; mez pa’z eaz da voalc’hi he dreid d’ezhan, e remerkaz oant egiz pa vijent bet toullet gant tachou, « — Iann, a lavaraz neuze hor Zalver, me eo : kement a rez evit ar beorien a rez evidon-me va-unan. »

Erfin, dinerzet dre he binijennou rust ha dre he labouriou hag he oberiou a drugarez, sant Iann Doue a gouezaz klanv etouez he dud paour, beuzet holl enn ho daelou, ha d’ann eiz a viz meurs 1550, e laoskaz he huanad diveza enn eur lavaret ar c’homzou-ma euz a greiz he galoun : « — Jezuz, Jezuz, me a laka va ene etre ho taouarn. » Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz hag hanter-kant.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a lavare pa veze o kesta evit he beorien :

« — Va breudeur ker, grit vad d’ehoc’h hoc’h-unan enn hann’Doue. » Rezoun en devoa ; rak dre ann aluzenn e reomp muioc’h a vad d’eomp hon-unan eget na reomp d’ar paour, p’e guir e plas madou hag a dremen buhan e c’hounezomp madou all hag a bado da viken.

Iann Doue a reaz neuz da veza diskiantet evit ma vije disprijet gant ann holl. Ne alier ket pep kristen d’ober kement all ; mes peb hini ac’hanomp a dle da viana gouzanv a galoun-vad beza disprijet ha gual gaset gant ann dud pa fell da Zoue rei d’eomp ar groaz-ze.