Buhez ar Sent/1894/Iann Avieler

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Stephan, Kenta Merzer Iann Avieler Ann Innosanted santel   ►



ar seizved var’nn ugent a viz kerzu


SANT IANN, AVIELER
————



Ar zant-ma a ioa mab da Zebedee ha da Zalome, ha breur da zant Jakez, abostol. Euz ar Galilee oa ginidik, hag o pesketa edo asambles gant he dad hag he vreur pa oue galvet gant Jezuz da vont d’he heul, petra bennag ne oa c’hoaz d’ann ampoent nemed pemp bloaz var’nn ugent. Senti a eure raktal, ha divar neuze ne guiteaz mui hor Zalver : test e oue euz he holl gomzou, euz he holl oberiou, euz he holl viraklou.

Iann a ioa bet ato chast enn he vugaleach hag enn he iaouankiz, hag abalamour da ze Jezuz her c’harie dreist he holl ziskibien all. Evelse, epad ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, hor Zalver a lezaz anezhan da harpa he benn var boull he galoun, hag a lavaraz d’ezhan goustadik piou oa ann abostol treitour araok hen rei da anaout d’ar re all.

Iann, dioc’h he gostez, en devoa eur garantez tener

evit he Vestr, ha ma tec’haz evel ann ebestel all pa oue

kroget ennhan er jardin Olived, n’en devoue ket aoun goudeze o vont da ober koumpagnunez d’ezhan betek menez Kalvar. Jezuz a rekoumpansaz he fidelite enn eur garga anezhan da gaout soursi euz he vamm. P’edo dija var he dremenvan, hor Zalver a reaz eur zell var ar Verc’hez Vari, he vamm, ha var Iann, he ziskib muia karet, a ioa ho daou enn ho za e tal ar groaz. Neuze e lavaraz da Vari : « — Maouez, setu aze ho mab ; » ha goudeze e lavaraz da Iann : « — Va mab, setu aze ho mamm. » Dre ar c’homzou-ze, Jezuz en deuz roet ar Verc’hez Vari d’eomp holl evit mamm ; mes er memes amzer e choaze ann diskib a garie dreist ar re all evit servichout da vab d’ezhi enn he leac’h keit ha ma chomje c’hoaz var ann douar. Azalek ann deiz-se eta Iann a gemeraz ar Verc’hez enn he di, hag hiviziken e pourveaz d’he holl ezommou egiz pa vije bet mamm d’ezhan dre natur.

Goude maro hor Zalver, ann abostol-ma a velaz toulla he gostez gant eunn taol lans, ha kredi a reer edo ive var al leac’h pa oue distaget he gorf dioc’h ar groaz ha lakeat er bez.

Pa deuaz Mari-Madalen da lavaret d’ezho n’edo mui korf Jezuz er bez, Per ha Iann a redaz di dioc’htu ; mes Iann a ioa lijeroc’h eget Per, hag a erruaz da genta. Evelato ne d-eaz ket da genta er bez ; mes gortoz a eure ma vije bet Per enn he raok, abalamour Per oa ar penn enn Iliz e plas hor Zalver.

Enn devez m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel, Per ha Iann a bareaz eunn den ganet dall e kichen dor ann templ. Goudeze Per a reaz eur brezegenn d’ar bobl, hag abalamour da ze ann daou abostol a oue taolet er prizoun dioc’h ann abardaez. Antronoz e ouent galvet dirak ar pennou braz a Jerusalem, hag ar re-ma a zifennaz outho lavaret ger ebed mui divar benn Jezuz a Nazareth. Mes Per ha Iann a respountaz gant eunn hardisegez santel : « — Guelit hoc’h-unan hag eunn dra vad e ve dirak Doue senti ouzhoc’h kentoc’h eget senti outhan. Ni, n’oump ket evit miret da gomz euz ar pez

on euz guelet ha klevet. »

Sant Iann a dremenaz meur a vloaz e Jerusalem asambles gant ar Verc’hez, ha goudeze ec’h en em dennaz ganthi e kear Ephez. Mes ne jome ket ato er gear-ze, evel, araok, ne jome ket ato ken nebeut e Jerusalem. Mont a rea aliez da ober baleou e kement korn a ioa enn Azii-Izela, evit prezeg ann Aviel ha lakaat eskibien el leac’h ma veze ezomm. Sevel a eure, eme zant Jerom, kement eskopti a ioa er vro-ze guech all, ha kendelc’her a rea da vizita ann eskoptiou-ze evit guelet penaoz oant gouarnet.

Enn amzer ann impalaer Domisian, ann abostol sant Iann a oue kroget ennhan, hag a oue kaset da Rom, el leac’h ma oue koundaonet da veza soubet enn eur gaoter eol bervet. Mes dont a reaz euz ar gaoter-ze heb kaout drouk ebed, ha neuze e oue harluet enn enez Pathmos.

Epad m’edo enn enezenn-ma, Doue a ziskouezaz d’ezhan, evel enn eunn daolenn, ar pez a dlie erruout gant ann Iliz enn amzer da zont. Sant Iann a verkaz ann traou-ze enn eul levr hag a hanver ann Apokalips, levr hag a zo ennhan, eme zant Jerom, ken aliez a vister hag a c’her. Ann impalaer Domisian o veza maro, ann Abostol a c’hellaz distrei da Ephez. E tro ar mareou-ze, e skrivaz he Aviel, var ali eskibien ann Azii, evit diskouez sklear oa Jezuz-Krist Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel, hag oa bet a holl-viskoaz eveldho. D’ann ampoent ez oa dija heretiked hag a lavare, enn eur gomz euz hor Zalver Jezuz-Krist, ne oa ket anezhan araok m’oa bet konsevet e korf ar Verc’hez gloriuz Vari.

Sant Iann a skrivaz ive tri lizer hag a zo leun a genteliou kaer divar benn ar garantez a dleomp da gaout evit Doue hag evit ann nesa. Enn he Aviel e pouez ive kalz var ann daou boent-ma, hag abalamour da ze eo bet leshanvet Abostol ar Garantez. Var fin he vuez, ne rea ken sarmoun d’ann dud fidel, da zul, nemed lavaret d’ezho : « — Va bugaligou, en em garit ann eil egile. » Ar gristenien a deuaz da skuiza o klevet ato ar memes tra, hag a c’houlennaz outhan eunn droiad perak ne gomze ket d’ezho a draou all avechou. « — Ah ! eme

zant Iann, ar pez a lavarann d’ehoc’h eo gourc’hemenn

ann Aotrou Doue, hag ar gourc’hemenn-ze a zo aoualc’h mar bez heuliet mad. » Mervel a eure e peoc’h er bloaz 100 goude donedigez hor Zalver, hag he gorf a oue enterret var eur menez e kichen kear Ephez.


SONJIT ERVAD

Sant Iann en devoue ann eur da harpa he benn var boull galoun Jezuz epad ar goan diveza a reaz hor Zalver gant he ebestel. C’houi a c’hell, pa girit, ha pa ve bemdez e ve, lakaat Jezuz da ziskenn enn ho kaloun dre ar gommunion ; rak-se, pa girit, c’houi a c’hell beza eurusoc’h c’hoaz eged ann abostol sant Iann.