Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Herri

Eus Wikimammenn
◄   Bonavantur Herri Ann Introun-Varia Garmes   ►



ar pemzekved devez a viz gouere


SANT HERRI, IMPALAER
————


Ar zant-ma a ioa mab d’ann duk a Vavier, hag a oue savet e doujans Doue gant sant Volfang, eskop Ratisboonn, he baeroun. Goude maro ann eskop-se, ec’h uvreaz ennhan eunn nosvez. Kaout a rea d’ezhan he glevet o lavaret : « — Va fillor, lennit ar pez a zo skrivet var moger ho kambr. » Herri a zellaz ouz ar voger, ha ne velaz eno nemed ar c’homzou-ma : « A benn c’houec’h... »

O veza dihunet var gement-se, e sonjaz n’en doa mui nemed c’houec’h devez da veva, ha setu hen raktal da ober kement a ioa enn he c’halloud evit en em lakaat e stad da rei eunn ene mad da Zoue. Pa oue tremenet ar c’houec’h devez, e kredaz oa a benn c’houec’h miz e tlie mervel, ha setu hen adarre ha konsakri ann holl amzer-ze d’ann oberiou a zevosion, a binijenn hag a drugarez. Da fin ar c’houec’h miz, e sonjaz oa sur da vihana da vervel a benn c’houec’h vloaz goude m’en doa bet he uvre, ha setu hen da boania muioc’h eget biskoaz evit en em ziouall diouz ar pec’hed ha kreski bemdez he virit dirak Doue.

Hogen, pa oue echu ar c’houec’h vloaz, n’e ket ar maro eo a deuaz d’ezhan, mes eur rouantelez. Ann impalaer Othon Trede o veza maro e Rom, Herri a oue choazet evit delc’her he blas, ha prest goude e oue sakret gant arc’heskop Maians evel roue ann Allemagn, da c’hortoz ma vije kurunet gant ar pab evel impalaer.

Mes ar prins-ma ne istime netra beza roue var ann douar ma ne d-aje ket eunn deiz da rouantelez ann env. O veza eta pignet var ann tron, e labouraz dreist peb tra, evel diagent, da zavetei he ene ha da c’hounit ar baradoz, hag evit kement-se ne glaske morse er pez a rea nemed gloar Doue ha mad ar relijion hag ann Iliz.

D’ann ampoent ez oa c’hoaz poblou paian er Pologn hag enn Esklavonii, hag ar boblou-ze a ioa nevez saillet var eskopti Meersbourg, el leac’h ne respetent na sakr na dizakr. Herri a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit ; mes evit beza treac’h d’ezho e kounte muioc’h var zikour Doue hag he zent eget var nerz he zivreac’h hag he armou. Setu perak abarz mont d’ann emgann, e reaz d’he zoudarded kommunia holl asambles ganthan, ha goudeze ec’h en em erbedaz c’hoaz ouz ar verzerien euruz sant Lorans, sant Jorj ha sant Adrian. Kerkent e velaz ann tri merzer santel-ma, hag eunn eal enn ho c’hichen, oc’h en em ziskouez er penn araok euz he arme evit diarbenn ar baianed. Kerkent ive arme ar baianed a gemeraz ann teac’h, hag a zistroaz holl var he c’hiz enn eur deuler he armou. Evelse ar roue devot hag he zoudarded a c’hounezaz eur viktor gaer heb na oue skuillet eur berad euz ho goad.

A benn eunn tachad goude, ar Pab Beneat VIII a renkaz kuitaat Rom, el leac’h m’edo e riskl da goueza etre daouarn he enebourien, hag a deuaz d’ann Allemagn da c’houlenn sikour digant ar roue. Herri a skoaz raktal d’ann Itali gant he arme, hag a lakeaz adarre ar pab var he dron. Neuze Beneat VIII a roaz d’ezhan ar gurunenn a impalaer gant eur zolanite vraz.

Pa oue distro d’he rouantelez, e reaz eur bale dreizhi evit lakaat ar feiz, ann devosion hag ar justis da ren e peb leac’h. N’en doa ken ioul nemed da velet Doue anavezet, karet ha servichet muioc’h-mui, ne ket hebken gant he zujidi, mes gant ann dud holl. Abalamour da ze e timezaz he c’hoar Jizeel da Stephan, roue ann Hongrii. Ar vro-ma a ioa c’hoaz paian d’ar mare-ze ; mes Herri a espere e teuje da veza kristen gant sikour he c’hoar, ha setu ar pez a erruaz e guirionez. He-unan oa dimezet da zantez Kunegond ; mes ar zantez-ma hag hen a vevaz ato ho daou evel breur ha c’hoar.

Erfin, goude beza bet enn he vuez eur zervicher fidel da Zoue ha breac’h deou ar relijion hag ann Iliz, ann impalaer Herri a glanvaz e kastel Grun, hag eno e varvaz e peoc’h d’ar pevarzek a viz gouere euz ar bloaz 1024, oajet hebken a zaou vloaz hag hanter-kant. Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou, hag ar pab Eujeen Trede a lakeaz anezhan e renk ar Zent er bloaz 1152.


SONJIT ERVAD

Ar Pab eo ar penn enn Iliz ha pastor ann holl gristenien, hag abalamour da ze e tle beza roue he-unan, heb kaout den da rei ursiou d’ezhan. Da genta, o veza roue he-unan, e c’hell lavaret ho guirioneziou d’ar rouaned all gant muioc’h a hardisegez. D’ann eil, ma ne ve ket roue he-unan, ne ve mui mestr da c’houarn ann Iliz egiz ma karfe ; rak neuze e ve gellet miret outhan da gas kannaded pe lizeri d’al leac’h m’en defe c’hoant, evit mad ar relijion ha kelennadurez ann dud fidel ; gellet e ve zoken miret outhan da reseo ar re a iafe da c’houlenn kuzul pe sklerijenn digant-han. Ar roue Herri a goumprene mad ann dra-ze, ha setu perak ec’h hastaz mont da Rom gant he arme evit lakaat adarre ar pab Beneat VIII var he dron, goude m’en doa renket tec’het kuit gant aoun da goueza etre daouarn he enebourien.