Buhez ar Sent/1894/Hedvij

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Ursula Hedvij Frumans   ►


ann eil var ’nn ugent a viz here


SANTEZ HEDVIJ, INTANVEZ
————



Hedvij, merc’h da eur prinz euz ann Allemagn ha moereb da zantez Elizabeth a Hongrii, a ioa douget d’ar vertuz azalek he bugaleach. Iaouankik oa c’hoaz pa oue kaset d’ar gouent, hag eno he devosion ne reaz nemed kreski. Muioc’h a c’hoant e devoa da vont he-unan da leanez eget da jom er bed ; mes he zud a felle d’ezho he fortunia, hag evit senti outho e timezaz da Herri, a ioa d’ann ampoent duk a Zilezii hag a oue divezatoc’h duk a Bologn.

Eur vech dimezet, e poaniaz da genta da c’hounit kaloun he fried evit he zrei holl varzu Doue evel ma’z oa dija troet he hini. C’houec’h krouadur e devoue, tri mab ha teir merc’h, ha ne espernaz netra evit rei d’ezho eur gelennadurez hag eunn deskadurez vad ha kristen. Delc'her a rea ive eunn urs kaer enn he zi, ha ne c’houzanve var he zro nemed tud hag a vije direbech enn ho

c’homportamant. Kaz e devoa dreist peb tra ous ar goall

deodou.

Goudeze he fried hag hi en em glevaz ho daou da veva hiviziken evel breur ha c’hoar, ha divar neuze Hedvij a implijaz he holl amzer enn oberiou a drugarez, a binijenn hag a zevosion. Lakaat a reaz sevel eur gouent vraz e kichen kear Breslo, evit reseo ann intanvezed hag ar merc’hed iaouank o devije c’hoant d’en em voestla da Zoue dre ar veu a jastete. Eno e veze skoliet ive ann dimezelled n’oa ket pinvidik ho zud, ha pa ne gave ket d’ann dimezelled-ma e vijent galvet da jom er gouent, ar Zantez ho argoulaoue hag a glaske d’ezho eur fortun deread.

Hedvij a vage bemdez trizek paour enn henor d’hor Zalver Jezuz-Krist ha d’ann daouzek abostol. Ho zervicha a rea oc’h taol araok dibri he-unan, hag aliez var bennou he daoulin. Petra bennag n’oa ket krenv, e iune bep merc’her ha bep guener divar bara ha dour ; d’al lun ha d’ar zadorn, e kemere, ouspenn, eunn nebeut griziou louzou, ha d’ar zul, d’ar meurs ha d’ar iaou, eunn tamm pesked ; mes morse ne danvea ar c’hig. He brasa plijadur oa pedi ha medita, ha ne deue ket euz ann iliz dioc’h ar mintin ken na veze achu ann offerenn diveza. Evelse, e Breslo edo ar c’hiz da lavaret : « — Ann dukez a renk kaout ken aliez a offerenn hag a velek zo er barrez. »

Goude maro he fried, ar Zantez en em dennaz er gouent e devoa lakeat sevel. Goulskoude ne reaz ket ar veuiou a rea al leanezed evit gellout pourvei easoc’h a ze da ezommou ar beorien. Mes guisket e veze eveldho, ha ne oa nikun enn ho zouez hag a vije humploc’h egethi hag aketusoc’h da heul a boent da boent reolenn ann Urs. C’hoant e deveze ato da ober al labouriou distera euz ann ti, ha pa felle d’ar re all miret outhi, e respounte d’ezho : « — C’houi a zo priejou da Jezuz-Krist, ha me ne d-ounn nemed he zervicherez. »

He mab hena o veza bet lazet er vrezel, Hedvij, e leac’h diroli da vouela, a drugarekeaz kentoc’h ann

Aotrou Doue abalamour m'en doa digaset d’ezhi eur

groaz ker pounner. « — Red e d’eomp, emezhi, beza bepred rezinet da volontez Doue, hag ar pez a blij d’ezhan a dle plijout d’eomp-ni ive. »

Erfin, o veza kouezet klanv, e c’houlennaz he zakramanchou diveza, petra bennag n’oa ket c’hoaz a zoare fall varnhi, ha prest goude e roaz he ene d’he c’hrouer d’ar pemzek a viz here euz ar bloaz 1243. Ar miraklou a c’hoarvezaz var he bez a reaz d’ar pab Klemant IV lakaat he hano var roll ar Zent kerkent hag ar bloaz 1267.


SONJIT ERVAD

Ha c’houi a fell d’ehoc’h beva euruz var ann douar ? Bezit ato rezinet da volontez Doue evel ar zantez-ma. Doue a c’hoar guella petra zo talvouduz evit ho silvidigez, hag eunn devez a zeui e trugarekaot he Brovidans evit beza ho kaset dre eunn hent hag a gavit brema tenn ha rust. Ma n’o pije bet nemed joa ha plijadur er bed-ma, e vijac’h bet marteze en em gollet da viken. E leac’h eta en em jala hag en em zizesperi pa zigouez ganehoc’h eur groaz pounner bennag, en em daolit gant fizians etre daouarn ann Aotrou Doue. Ann Tad karantezuz-se o sikouro da zougen ho kroaz, ha gant he zikour houma a deui heb dale da veza skanv ha dous evit ho kaloun.