Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Guillou, Arc’heskop

Eus Wikimammenn
◄   Julian ha Basilis Guillou, Arc’heskop Theodoz   ►



ann dekved devez a viz genver


SANT GUILLOU, ARC’HESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e bourg Arthel enn Niverne, hag a oue savet gant eunn eontr belek a reat ann Ermit anezhan abalamour d’he vuez santel ha pinijennuz. Enn eur skol ker mad, Guillou a deuaz buhan da veza eur c’hrouadur hag eunn den iaouank euz ar re fura hag ar re zevota. O veza bet beleget he-unan, e oue great chalouni a gathedral Soason ha goudeze a gathedral Paris. Mes kuitaat a eure ar c’hargou ze evit en em denna enn eur gouent euz a Urs sant Bernard, hag eno e servichaz heb dale da skouer d’ann holl venac’h all dre he zentidigez, he aked d’ar bedenn hag he spered a binijenn. Ken tenereat e veze he galoun pa lavare, pe pa gleve ann offerenn, ma tirede ann daelou euz he zaoulagad evel ann dour euz a ziou feunteun.

Ar brud euz he vertuziou a reaz he joaz evit abad pe zuperior euz a gouent Chalis, hag er garg-ma e c’hounezaz kalounou ann holl dre he zousder hag he humilite. En em lakaat a rea ken izel hag ann distera euz ar venac’h, ha petra bennag ma kastize he gorf dre ar rusta pinijennou, e veze ato laouen hag ar mouzc’hoarz var he vuzellou. Pemzek vloaz a ioa abaoue m’oa abad er gouent-se, ha sonj mad en doa da achui eno he vuez pa deuaz ar maro da arc’heskop Bourj.

Tud a iliz ar gear-ma a ioa nec’het o klask gouzout piou da henvel enn he blas. Tri a ioa hag a blije d’ezho, mes ne c’houient pehini da joaz euz ann tri-ze. Goulenn a rejont kuzul digant eskop Paris, a ioa breur d’ann arc’heskop maro. Eskop Paris a lavaraz skriva dezhan, var dri damm paper disparti, hanoiou ann tri a blije muia (unan euz ar re-ma oa ann abad santel Guillou), ha goudeze plega ann tammou paper-ze evel ma vez pleget eul lizer ha lakaat ar ziell varnho. Setu ar pez a oue great. Eskop Paris, o veza resevet ann tri damm paper klozet ha siellet, a dremenaz ann noz o pedi Doue, hag antronoz-vintin e lakeaz anezho var ann aoter epad m’edo oc’h offerenna. Pa oue echu he offerenn ganthan ez eaz da velet petra ioa varnho, ha var ar c’henta a zigoraz e kavaz hano Guillou. D’ann ampoent-se zoken, chalonied ann iliz kathedral a ioa en em glevet ive da rei holl ho moueziou d’ar Zant.

Tud a iliz ha pobl Bourj o devoue eur joa vraz pa glevchont petra ioa c’hoarvezet ; ne oue nemed Guillou hag a deuaz tenval he benn pa erruaz ar c’helou-ze betek ennhan. C’hoant en devoue da lavaret nann, mes he zuperiored a reaz d’ezhan asanti da gemeret ar garg m’oa galvet d’ezhi gant Doue.

Eur vech arc’heskop, e kendalc’haz da zougen he zae a vanac’h gant eur c’houriz reun dindan, ha morse ne zebre kig he-unan petra bennag ma veze servichet d’ar re a leine oc’h he daol. Aketuz oa da ober tro he eskopti ha da gelenn ar bobl var guirioneziou ar relijion ; mes ann dra-ze ne rea ket d’ezhan diverra ann amzer a roe d’ar bedenn. He di a veze ato digor d’ar beorien ha da gement hini en devoa eur boan bennag a gorf pe a spered. He blijadur oa rei da zibri d’ar re o doa naoun, loja ann dud a iea da bardouna da eur plas santel bennag, guiska ar re a ioa enn noaz ha mont da velet ar re glanv. Leun oa ive a vadelez hag a drugarez e kenver ar bec’herien : pedi ha iun a rea evitho. A hent all, o talc’he mad da zifenn guiriou ann Iliz, ha var ar poent-se en devoue meur a gontrolies. Bez’en devoue zoken eunn dra bennag da c’houzanv euz a berz ar roue Philip-Aogust ; mes ar roue-ma a anavezaz erfin edo ar virionez ganthan hag a deuaz da veza eur mignoun braz d’ezhan.

Er bloaz 1209, ar Zant a c’hoanteaz ober c’hoaz eur brezegenn da c’houel ar Rouanez, petra bennag m’oa dija klanv. Da fin he brezegenn, e lavaraz kenavo d’ar bobl, hag abenn pevar devez goude e varvaz e peoc’h, d’ann dek a viz genver ; resevet en doa he zakramanchou diveza gant eur feiz hag eunn devosion hag a rea da gement hini a ioa var al leac’h beza tenereat betek goeled he galoun.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa bet savet gant eur belek santel hag a ioa eontr d’ezhan. Ar vugale ne ankounac’haont morse ar c’henteliou hag ar skoueriou a vez bet roet d’ezho enn ho bugaleach. Ma n’o deuz bet neuze nemed kenteliou ha skoueriou mad, ec’h heuilint ato ar skoueriou hag ar c’henteliou-ze epad ann nemorant euz ho buez, pe, ma n’ho heuliont ket ato, e c’heller lavaret da vihana e tistroint d’ho heul abred pe zivezad. Er c’hountrol, m’a n’o deuz bet en ho bugaleach nemed kenteliou ha skoueriou fall, e vezo diez-braz goudeze ho lakaat da zistrei var ann hent mad. « Ann den iaouank, eme ar Spered-Santel, a gendalc’ho da heul ann hent m’en deuz kerzet dreizhan da genta, hag enn he gozni zoken ne guitaio ket ann hent-se. »