Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Guennole

Eus Wikimammenn
◄   Jaoua Guennole Kasimir   ►



ann trede devez a viz meurs


SANT GUENNOLE, ABAD
————


Sant Guennole (guenn-holle) a ioa ganet e kostez Sant-Briek er bloaz 418. Hano he dad oa Fragan, ha Guenn, hano he vamm. Ho daou o doa goestlet ho mab da Zoue araok m’oa deuet var ann douar; mes pa veljont peger koant ha peger chentil oa enn he vugaleach, ha pegement a spered hag a skiant en doa dija d’ann oad-se, ne falvezaz d’ezho mui seveni ho fromesa. Goulskoude, pa c’houezaz pe seurt veu o devoa great, Guennole he-unan ho aliaz da zelc’her mad d’ho ger ; rak hen, dioc’h he gostez, n’en doa ken ioul nemed d’en em rei holl da zervich Doue.

Fragan, o veza eat eunn devez d’ar park da gaout he vevellien, a oue pilet d’ann douar gant eunn tarz kurun. Kerkent ar mevellien a ziredas holl enn dro d’ho mestr evit he zevel, ha neuze e klevchont anezhan oc’h huanadi hag o lavaret dre he huanadou : « — Va Doue, d’ehoc’h int holl, hag ho goestla a rann d’ehoc’h azalek ar c’henta- betek ann diveza. Resevit-hi, o va Doue, rak c’houi eo oc’h euz ho roet d’inn. N’e ket hebken Guennole, o va Doue, mes c’hoaz he zaou vreur kosa hag he c’hoarik vihan; n’e ket hebken ar vugale, mes ive ann tad hag ar vamm. »

Enn eur erruout er gear, Fragan a gountaz d’he bried ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, ha prest goude e oue kaset Guennole da zant Budok, a ioa o chom enn eunn enezenn tost d’ann aod. Ar zant-ma a ioa deuet di euz a Vro-Zaoz asambles gant eur vandenn venac’h, hag en doa savet eno eur gouent hag eur skol evit ann dud iaouank.

Guennole ne oue ket pell er skol-ze na oue treac’h d’ann holl skolaerien all dre he zevosion ha dre he aked d’ar studi. Enn eunn devez e teskaz he lizerennou, hag abarz nemeur e c’houezaz dindan evor ar Skritur Sakr penn-da-benn. A hent all, e kastize he gorf dre gement a binijennou, e chome keit ha keit all da vedita enn noz, hag e tiskoueze kaout kement a blijadur o kana meuleudiou ann Aotrou Doue, ma’z oa souezet he vestr o velet anezhan o ren eur vuez ker santel, hag hen ker iaouank c’hoaz.

Etre daou sant Budok a anavezaz oa galvet Guennole da vont enn eunn tu all bennag, ha raktal e choazaz unnek euz he ziskibien evit ober koumpagnunez d’ezhan. Guennole a oue hanvet da zuperior petra bennag ne oa c’hoaz nemed ugent vloaz pe eur bloaz var’nn ugent, ha kerkent he unnek koumpagnoun hag hen en em lakeaz enn hent enn avantur Doue, heb gouzout da be leac’h ez eant.

Goude beza great eur pennad mad a vale a dreuz Treger, Leon ha Kerne, e tigouezchont var ribl ster ar C’hastellin. Eno e tremenjont tri bloaz enn eunn enezennik a hanver ato Ti-Bidi, da lavaret eo, ti ar beden; mes ann avel-dro a skoe euz ar mor var ann enezenn-ze a reaz d’ezho he c’huitaat.

Treuzi a rejont eta ar ster evit mont da jom enn eunn draonienn a ioa er c’hostez all. Enn draonienn-ma eo e savaz Guennole kouent pe abati Landevennek, a zo bet guech all ker brudet enn hor bro. Ar roue Grallon a stagaz douarou ha leveou ouz ar gouent nevez, ha Guennole o veza resevet ann Ursiou sakr a oue choazet evit kenta abad.

Hogen, eunn eston eo klevet hano euz ar vuez pinijennuz a rene ar Zant er gouent-se. Noz-deiz hag hanv-goanv n’en doa ken guiskamant nemed eur porpant reun, ha var c’horre ar porpant-ma, eur zae hirr great gant kroc’henn gavrik. Kousket a rea ato var ann treaz pe var al ludu gant eur mean hebken dindan he benn. Ne zebre nemed louzeier glaz pe griziou poaz, ha bara heiz great gant bleud ha ne veze ket bet tamoezet. Ne eve morse nemed dour, hag epad ar c’horaiz ne rea nemed daou bred er zizun.

Mes, mar d-oa ker rust ha ken didruez-se outhan he-unan, Guennole a ioa bepred dous ha chentil e kenver ar re all, hag ar pinijennou braz a rea ne lakeant ket he benn da veza tenval : ar joa hag al laouenedigez a bare dalc’h-mad var he dal. Respetet hag istimet oa gant ann holl, gant ar roue Grallon kouls ha gant sant Korantin.

Ar Zant a vevaz evelse betek ann oad a bemp bloaz ha pevar-ugent. Neuze eunn eal a ziskleriaz d’ezhan ann deiz hag ann heur euz he varo. Guennole, o veza kountet ann dra-ze d’he ziskibien, a offerennaz d’ann deiz merket hervez he gustumm. Goude-ze e chomaz enn he za dirak ann aoter, harpet var daou vanac’h, hag eno e tremenaz heb beza bet klanv tamm ebed, epad m’edo ar venac’h all o pedi Doue enn dro d’ezhan. He gorf a oue enterret e chapel ar gouent.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou o defe pec’hed oc’h ober d’ho mab pe d’ho merc’h mont da velek pe da leanez, pe gemeret eur stad all a vuez ma n’int ket galvet gant Doue d’ar stad-se ; mes pec’hed o defe ive o viret outho, mar d-int galvet. Ar vugale a zo da Zoue araok beza d’ho zad ha d’ho mamm; rak-se Doue a zo mestr d’ho lezel gant ar re-ma pe d’ho lamet digantho evit he zervich he-unan, hag eur vech m’en deuz roet merkou sklear euz he volontez var ar poent-ma, dever ann tad hag ar vamm eo senti outhan dindan boan da riskla silvidigez ho bugale hag ho zilvidigez ho-unan.