◄ Elizabeth a Bortugal | Goulc’hen | Ar Seiz Breur Merzer ► |
r zant-ma a ioa ganet e parrez Plouider e Breiz-Izel.
He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue, nevez
erruet eno euz a Vro-Zaoz ; mes paour oant a vadou ar
bed. Eunn den pinvidik euz ar vro, he hano Godian, en
devoue truez outho hag a roaz d’ezho pe a dra da veva.
Servichout a reaz zoken da baeroun d’ho c’hrouadur,
hag hema a oue hanvet Goulc’hen. Ouspenn-ze, o veza
n’en doa ket a vugale he-unan, e kemeraz he fillor enn
he di evit he zevel egiz pa vije bet mab d’ezhan.
Kerkent ha ma teuaz eunn tammik skiant d’ar paotrik, Godian her chasaz d’ar skol. Hogen, Goulc’hen a zeske ker buhan ma ne zaleaz ket da veza treac’h d’ann holl baotred all euz he oad, hag abarz nemeur zoken e oue ken habil hag he vistri. Mes, mar d-oa aketuz da studia, oa aketusoc’h c’hoaz da bedi Doue. He vrasa plijadur oa beza enn iliz, hag a hent all oa ken humbl ha ker chentil e kenver peb hini ma’z oa karet gant ann holl ha respetet dija evel eur zant.
O velet vertuz ha deskadurez he fillor, Godian a zonje ober he heritour anezhan ; mes n’e ket madou ann douar a glaske Goulc’hen, madou ann env oa. O veza eta kollet he dad hag he vamm, e lavaraz kenavo d’he baeroun evit mont da ober he ermitach etouez ann drez hag ar spern, enn eur c’hoat a ioa e kichen ar mor. Er plas distro-ze e savaz eunn orator pe eur chapelik hag a zo hanvet c’hoaz hirio ar Peniti, da lavaret eo, ti ar binijenn.
Eno e veve kentoc’h egiz eunn eal eged egiz eunn den. He holl amzer a dremene o vedita, o lenn ar Skritur Sakr hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ne rea nemed eur pred bemdez, ha d’ar pred-ma ne zebre nemed bara ha louzeier bihan, ha ne eve nemed dour. Eur vech bemdez ive e rea eur bourmenadennik er c’hoat a ioa enn dro d’he ermitach. Er c’hoat-se en doa plantet teir groaz, ha dirak peb hini euz ar c’hroaziou-ma e chome eur pennad da bedi.
Ar brud euz he zantelez a lakea ann dud da ziredet a bep tu evit goulenn kuzul diganthan pe en em erbedi d’he bedennou. Mes etre daou eur vandenn baianed euz a gostez ann Hanter-Noz a ioa saillet var douar Leon, hag a rea skrab e peb leac’h. Ar c’hount Even euz a Lesneven a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit. Hogen, araok mont d’ezho, e teuaz da gaout sant Goulc’hen. « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h, den Doue! eme ar c’hount ; pedit, mar plij, evit ma vezinn treac’h d’ar baianed a ra kement a zrouk enn hor bro. »
« — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h, kount Even ! a respountaz ar Zant ; it d’ann emgann heb aoun ebed, ha pa vezo echu, c’houi am c’havo ama adarre. »
Goulc’hen a ioa d’ann ampoent var bennou he zaoulin eharz unan euz ar c’hroaziou m’on euz komzet anezho, ha chom a reaz eno evelse, he zivreac’h astennet, ken na zistroaz ar c’hount Even dioc’h ann noz. « — Va Zad, eme ar c’hount, gounezet on euz var ar baianed dre c’hras Doue ha gant sikour ho pedennou. » « — Kount Even, a respountaz ar Zant, trugarekait Doue ha dalc’hit mad ato da viret he c’hourc’hemennou. »
Evit trugarekaat Doue, ar c’hount Even a reaz sevel eunn iliz hag eur gouent tost da ermitach sant Goulc’hen. Ann iliz-se a zo deuet abaoue da veza eunn iliz parrez, hag ar barrez-ma a zo hanvet ive Goulc’hen euz a hano ar Zant.
E tro ar mareou-ze e varvaz eskop Leon, ha sant Goulc’hen a oue choazet evit delc’her he blas ; rak belek oa pell a ioa, petra bennag ne c’houezer na pe da vare na gant piou oa bet beleget. Mes ne felle ket d’ezhan beza eskop a briz ebed, ha setu hen da Rom var digarez seveni eur veu en doa great : esper en doa e vije hanvet eunn all epad ma vije oc’h ober he dro. Mes ar pab, o veza klevet penaoz edo ann traou ker sakraz he-unan pa erruaz e Rom, hag evelse e oue red d’ezhan plega he ziouskoaz dindan ar zamm a ioa c’hoant da lakaat varnho.
Gouarn a eure he eskopti gant eur furnez vraz, ha ne espernaz nag he boan nag he amzer evit kelenn ann dud fidel a ioa enn he garg ha lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Erfin, o veza bet ezomm da vont da Roazon, e klanvaz er gear-ze hag e varvaz leun a veritou d’ar c’henta a viz gouere euz ar bloaz 616, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou epad he vuez ha goude he varo.
Ann holl n’int ket galvet da guitaat ar bed evel a reaz ar zant-ma enn he iaouankiz, hag evel o deuz great eleiz a zent all ; mes ann holl a dle diouall da staga re ho c’haloun ouz traou ar bed. N’emaomp var ann douar nemed evel tremenidi ; hor guir bro a zo enn env. Kerzomp eta bepred varzu eno, ha ne reomp implij euz a draou ar bed nemed e kement ha ma c’hellont servichout d’eomp da c’hounit ar baradoz. oc’h ober fae varnho, ouz ho lakaat dindan hon treid e raimp gantho eur skeul da bignat beteg ann env.